Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/401

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 23, 24.

Jehojada, ar sakrifier, o veza c’hoar Akazia, a guzaz anezhan euz daoulagad Athali, pehini ne lakeaz ket anezhan d’ar maro. 13 Kuzet e oe evel se ganthei enpad c’hwec’h vloaz en ti Doue ; hag Athali a rene var ar vro.


23 Mes ar seizved bloaz, Jehojada en em nerzaz, hag a reaz allians gant chefou ar c’hanchou, Azaria, mab Jerokam, Ismnel, mab Jokanan, Azaria, mab Obed, Maaseja, mab Adaja, hag Elishafat, mab Zikri. 2 Ober a rejont tro Juda, dastum a rejont, euz a holl geariou Juda, al Levited ha chefou tadou Israel, hag e teujont da Jerusalem. 3 Hag an holl asamble a reaz konvenans gant ar roue en ti Doue. Ha Jehojada a lavaraz dezhei : Setu ama, mab ar roue a reno, hervez ma Hen deuz an Aotrou komzet divarben mibien David. 4 Setu ar pez a refeet : An drederen ac’hanoc’h pere a ia en servich en deiz sabbat, sakrifierien ha Levited, a ziwallo doriou an digor. 5 Eun drederen all en em dalc’ho en ti ar roue, hag eun drederen euz dor Jesod ; hag an holl bobl a vezo en leuriou ti an Aotrou. 6 Ra na ez aio den en ti an Aotrou nemert ar sakrifierien ha Levited ar zervich : ar re ma a ielo, rag kensagret int ; hag an holl bobl a raio gward an Aotrou. 7 Hag al Levited a vezo en dro d’ar roue a bep tu, o terc’hel pep hini anezhei he armou en he zaouarn, ha piou benag a ielo en ti a vezo lekeat d’ar maro ; ha c’hwi a vezo gant ar roue pa zeuo ha pa ez aio.

8 A1 Levited ha Juda holl a reaz eta kement hen doa Jehojada, ar sakrifier, gourc’hemennet. Kemer a rejont pep hini ho zud, kenkoulz ar re a iea en servich en deiz sabbat evel ar re a iea er meaz ; rag Jehojada, ar sakrifier, na gasaz ket kwit ar renkou. 9 Ha Jehojada, ar sakrifier, a roaz ar gwafou da chefou ar c’hanchou, an dirennou hag ar rondellou a zeue euz ar roue David, ha pere a oa en ti Doue. 10 Goude e renkaz an holl bobl, pep hini o terc’hel he armou en he zaouarn, tost d’ar roue, trozro, adaleg an tu deou d’an templ bete an tu kleiz d’an templ, a hed an aoter hag an templ. 11 Neuze e lekejont da zont er meaz mab ar roue, hag e lekejont ar gurunen hag an desteni varnezhan ; hag e lekejont anezhan da roue, hag he vibien a eoliaz anezhan, hag a lavaraz : Ra vevo ar roue !

12 Mes Athali, o klevet trouz ar bobl pere a rene hag a selebre ar roue, a zeuaz da gaout ar bobl, en ti an Aotrou. 13 Sellat a reaz, ha setu, ar roue a oa en he za tost d’he beul, en digor, hag ar gabitened hag an trompillou a oa tost d’ar roue, hag holl bobl ar vro a oa en joa, hag e sonet an trompillou ; hag ar ganerien, gant benviou a vuzik, a rene ar c’hanaouennou a veulodi. Neuze Athali a rogaz he dillad hag a lavaraz : Trukarderez, trukarderez ! 14 Hag ar sakrifier Jehojada a lakeaz chefou ar c’hanchou pere a gommande an arme da vont er meaz, hag a lavaraz dezhei : Kaset anezhi er meaz euz ar renk, ha ma vezo lakeat d’ar maro dre ar c’hleze an nep a ielo var he lerc’h ! Rag ar sakrifier hen doa lavaret : Ne lakaet ket anezhi d’ar maro en ti an Aotrou. 15 Lakaat a rejont eta ho dorn varnezhi, hag e tistroaz, dre hent dor ar c’hezek, en ti ar roue ; hag eno e lekejont anezhi d’ar maro.

16 Goude Jehojada, ar bobl holl hag ar roue, a reaz eur gonvenans, evit beza pobl an Aotrou. 17 Hag ar bobl holl a ieaz en ti Baal. Hag e tiskarjont anezhan ; terri a rejont he aoteriou hag he skeudennou, hag e lazchont dirag an aoteriou Matthan, sakrifier Baal. 18 Jehojada a lakeas ive kargou ti an Aotrou en daouarn ar sakrifierien, al Levited, pere hen doa lodennet David en ti an Aotrou, evit ma kinnikchent sakrifisou-losk d’an Aotrou, evel ma eo skrivet en lezen Moizez, gant joa ha kanaouennou, hervez urzou David. 19 Lakaat a reaz ive ar borsierien euz doriou ti an Aotrou, abalamour ma n’ez aje den souliet ebet, en eun doare benag e vije ennhan. 20 Kemer a reaz chefou ar c’hanchou, hag an dud enorabl, hag ar re a oa en galloud var ar bobl, hag holl bobl ar vro ; hag e lekeaz ar roue da zisken euz a di an Aotrou, hag ez ejont dre an nor huela en ti ar roue, hag e lekejont ar roue da azeza var drôn ar rouantelez. 21 Neuze holl bobl ar vro en em laouenaez, ha kear a oe en peoc’h, goude ma oe lakeat Athali d’ar maro dre ar c’hleze.


24 JOAZ a oa oajet a seiz vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz daou-ugent vloaz en Jerusalem ; he vam a oe hanvet Tsibia, euz Beer-Sheba. 2 Joaz a reaz ar pez a oa eeün dirag daoulagad an Aotrou, enpad holl

393