Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/402

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 24.

vuez Jehojada, ar sakrifier. 3 Ha Jehojada a roaz dezhan diou vreg, a bere hen doe mibien ha merc’hed.

4 Goude ze Joaz hen doe ar sonj da zresa ti an Aotrou. 5 Dastum a reaz eta ar sakrifierien hag al Levited, hag e lavaraz dezhei : It dre geariou Juda, ha dastumet arc’hant dre holl Israel, evit dresa ti ho Toue euz a vloaz en bloaz, hag astet an affer ze. Mes al Levited ne astchont ket. 6 Neuze ar roue a c’halvaz Jehoiada, ho mestr, hag a lavaraz dezhan : Perag n’ec’h euz-te ket evesaet ma tigasche al Levited, euz Juda hag euz Jerusalem, ar gwir hen deuz Moizez, servicher an Aotrou, lakeat var holl asamble Israel, evit tabernakl an desteni ? 7 Rag an euzuz Athali hag he bugale ho deuz glac’haret ti Doue ; hag implijet ho deuz zoken evit Baal an holl draou kensagret en ti an Aotrou.

8 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz ma vije groet eur c’houf, ha ma vije lekeat en kichen dor templ an Aotrou, en diaveaz. 9 Neuze a oe embannet en Juda hag en Jerusalem, ma vije digaset d’an Aotrou ar gwir lakeat gant Moizez, servicher Doue, var Israel en distro. 10 An holl chefou hag ar bobl holl en em laouenaez, hag e tigaschont 'ho dle, hag e taoljont er c’houf bete ma oa leun. 11 Ha pa vije ar momant da zigaz ar c’houf da evested ar roue, dre al Levited, ha ma wele ar re ma e vije kalz a arc’hant, eur skrivanier d’ar roue hag eur c’homiser a beurz ar sakrifierien vras a zeue hag a c’holountere ar c’houf ; goude e kasent anezhan hag e lakaent anezhan en he blas. Ober a reent evel se deiz goude deiz, hag e tastument arc’hant a leiz. 12 Ar roue ha Jehoiada a roe anezhan d’ar re a oa karget euz al lahour evit servich ti an Aotrou, hag ar re ma a c’hoprae kizellerien vein ha koaterien evit dresa ti an Aotrou, hag ive micherou en houarn hag en arem evit dresa ti an Aotrou. 13 Ar re a oa karget euz al labour a labouraz eta, ha dre ho soan, al labour a oe groet ; en hevelep doare ma lekejont ti Doue en stad, ha ma startchont anezhan. 14 Pa ho doe achuet, e tigaschont dirag ar roue ha dirag Jehojada an nemorant euz an arc’hant, gant pere a lekeaz ober besellou evit ti an Aotrou, besellou evit ar zervich hag evit ar sakrifisou-losk, kaleiou ha besellou all en aour hag en arc’hant. Hag e oa kinniget dalc’hmad sakrifisou-losk en ti an Aotrou enpad ma vevaz Jehojada.

15 Ha Jehojada a zeuaz koz ha leuniet a zeiziou, hag e varvaz ; oajet e oa a gant tregont vloaz pa varvaz. 16 Sebeliet e oe en kear David gant ar rouane ; rag groet hen doa vad da Israel, hag en kenver ti Doue hag he di.

17 Mes, goude ma oe maro Jehojada, re brinsipal Juda a zeuaz hag en em stouaz dirag ar roue ; neuze ar roue a zelaouaz anezhei. 18 Hag e tilezchont ti an Aotrou, Doue ho zadou, hag e servichjont skeudennou Ashera hag an idolou ; ha koler an Aotrou a oe var Juda ha var Jerusalem, abalamour ma oant evel se en em rentet koupabl. 19 Hag an Aotrou a gasaz en ho zouez, evit lakaat anezhei da zistrei dezhan, profeded pere a desteniaz a enep dezhan ; mes ne fellaz ket dezhan selaou anezhei. 20 Neuze Spered Doue a c’holoaz Zakari, mab Jehojada, ar sakrifier, hag euz en em derc’hel en he za dreist ar bobl, e lavaraz dezhei : Doue Hen deuz lavaret evelhen : Perag e torret-hu gourc’hemonnou an Aotrou ? C’hwi na brosperfet ket ; rag dilezet oc’h euz an Aotrou, hag Hen a zilezo ac’hanoch. 21 Mes trukerez a rejont a enep dezhan, hag e lazchont anezhan gant mein, dre c’hourc’hemen ar roue, en leur ti an Aotrou. 22 Evel se ar roue Joas n’hen doe ken sonj euz ar vadelez hen doa bet en he genver Jehojada, tad Zakari ; hag e lazaz he vab, pehini a lavaraz en eur vervel : An Aotrou hen gwel, hag a c’holllenno kount !

23 Hag e c’hoarvezaz, pa oe ar bloaz echuet, ma piniaz arme ar Siri a enep Joaz, hag a zeuaz da Juda ha da Jerusalem. Hag ar Siried a zistrujaz, a douez ar bobl, holl re vras ar bobl, hag e kaschont d’ar roue, da Zamaz, ho holl diwisk. 24 Petra benag ma oe gant eun niver bihan a dud ma en em gavaz arme ar Siri, an Aotrou a livraz entre ho daouarn eun arme niveruz bras, abalamour ma ho doa dilezet an Aotrou, Doue ho zadou. Evel se ar Siried a reaz reizded euz Joaz.

25 Ha pa oent pelleet outhan, goude beza e lezet en poaniou bras, he zervicherien a drikamardaz a enep dezhan, abalamour da oad mibien Jehojada, ar sakrifier ; hag e lazchont anezhan var he wele, hag e varvaz.

394