Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/403

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 25.

Sebeliet e oe en kear David ; mes ne oe ket lakeat en beziou ar rouane. 26 Hag ama ema ar re a drikamardaz a enep dezhan : Zabad, mab Shimeath, greg Ammonit, ha Jozabad, mab Shimrit, greg Moabit. 27 Divarbenn he vibien hag ar garg vras a oe lakeat varnezhan, ha dreseur ti Doue, setu, an traou ze a zo skrivet er memoriou en levr ar rouane. Amatsia, he vab, a renaz en he blas.


25 AMATSIA a zeuaz da roue da bemp bloaz varn-ugent, hag e renaz nao bloaz varn-ugent en Jerusalem. He vam a oa hanvet Joaddan, euz Jerusalem. 2 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, mes nan gant eur galoun eeün. 3 Eruet a reaz, goude ma oe starteet en he rouantelez, ma lakaez d’ar maro he zervicherien pere ho doa lazet ar roue he dad. 4 Mes ne lakaez ket ho bugale d’ar maro ; rag ober a reaz evel ma eo skrivet el lezen, en levr Moizez, el lec’h ma Hen deuz an Aotrou roet ar gourc’hemen ma : Ne vezo ket lekeat an tadou d’ar maro evit ho bugale, ha ne vezo ket lakeat ar vugale d’ar maro evit ho zadou ; mes lakeat e vezo pep hini da vervel evit he bec’hed.

5 Goude Amatsia a zastumaz re Juda, hag a renkaz anezhei hervez tiez ho zadou, dre chefou milierou ha dre chefou kanchou, evit Juda holl ha Benjamin ; hag e reaz an niveramant adaleg an oad a ugent vloaz hag izelloc’h ; hag e kavaz tri c’hant mil den mad evit an arme, o vaniel ar waf hag ar c’hleze. 6 Kemer a reaz ive en he zervich, evit kant talant arc’hant, kant mil brezellier kalounek a Israel. 7 Mes eun den Doue a zeuaz hag a lavaraz dezhan : O roue ! ra na valeo ket arme Israel ganez ; rag an Aotrou n’ema ket gant Israel, gant an holl vibien a Efraim ze. 8 Anez, hellez mont, ober, beza kalounek er gann ; mes Doue a lakao ac’hanout da gweza dirag an enebour ; rag Doue en deuz ar galloud da zikour ha da lakaat da gweza. 9 Hag Amatsia a lavaraz da zen Doue : Mes penaoz ober divarben ar c’hant talant em euz roet da droupou Israel ? Ha den Doue a lavaraz aezhan : An Aotrou Hen deuz evit rei d’id muoc’h kalz. 10 Evel se Amatsia a separaz an troupou pere a oa deuet d’he gaout euz Efraim, evit ma tistrojent d’ar gear ; mes ho c’holer en em danaz a enep Juda, hag an dud ze a zistroaz d’ho zi gant eur goler ardant.

11 Neuze Amatsia, o veza kemeret kourach, a renaz he bobl hag a ieaz en traounien an Haolen, el lec’h ma lazaz dek mil den euz a vugale Seir. 12 Ha bugale Juda a gemeraz dek mil den beo, pere a zigaschont var lein eur roc’h, a belec’h e taoljont anezhei d’an traoun, hag e oent brevet holl. 13 Mes tud an troupou hen doa Amatsia kaset kwit, abalamour ma n’az ajent ket ganthan d’ar brezel, en em daolaz var geariou Juda, adaleg Samari bete Beth-Horon, hag e lazchont tri mil den, ha pilla eun niver bras a ziwisk.

14 Ha goude ma oe Amatsia distro euz dizoberians an Edomited, e lakeaz digaz doueou bugale Seir, hag e lakeaz anezhei da zoueou ; en em stoui a reaz dirazhei, hag e kinnigaz ezans dezhei. 15 Neuze koler an Aotrou en em danaz a enep Amatsia, hag e kasaz entrezek ennhan eur profed, pehini a lavaraz dezhan : Perag ec’h euz-te klasket doueou ar bobl ze, pere n’ho deuz ket delivret ho fobl euz da zorn ? 16 Hag evel ma komze d’ar roue, ar roue a lavaraz dezhan : Lakeat out-te da guzulier d’ar roue ? En em denn-te ! perag e vefez-te skoet ? Hag ar profed en em dennaz, mes o lavarout : Anaout a ran hen deuz Doue resolvet distruja ac’hanout, abalamour ma ec’h euz groet ze, ha ma n’ec’h euz ket selaouet va ali.

17 Goude Amatsia, roue Juda, o veza dalc’het kuzul, a gasaz da gaout Joaz, mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavaret dezhan : Deuz, ma en em welfomp a fas ! 18 Mes Joaz, roue ïsrael, a gasaz da lavaret da Amatsia, roue Juda : An drein a zo el Liban hen deuz kaset da lavaret d’ar sedr a zo el Liban : Ro da verc’h da c’hreg d’am mab. Mes al loened gouez a zo el Liban a zo tremenet hag ho deuz mac’het an drein. 19 Setu, e leverez ec’h ouz pillet Edom ; ha da galoun a zo en em savet evit da c’hlorifia. Brema, choum en da di ! Perag ez afez-te en eur gwalour el lec’h ma kwezfez, te ha Juda ganez ? 20 Mes Amatsia na selaouez ket anezhan ; rag kement se a zeue euz Doue, abalamour d’he lakaat entre daouarn Joaz dre ma ho doa klasket doueou Edom. 21 Joaz, roue Israel, a biniaz eta ; hag en em weljont a fas, hen hag Amatsia, roue Juda, en Beth-Shemesh, pehini a zo euz Juda.

395