Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/404

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 26.

Juda a oe kannet dirag Isiael, hag e tec’hjont pep hini d’ho zantennou. 23 Ha Joaz, roue Israel, a gemeraz Amatsia, roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, en Beth-Shemesh. Kaz a reaz anezhan da Jerusalem, hag e reaz eur freuzaden a bevar c’hant illinad en mezer Jerusalem, adaleg dor Efraim bete dor ar chorn. 24 Kemer a reaz an holl aour hag an holl arc’hant, hag an holl vesellou a oe kavet en ti Doue, dindan evez Obed-Edom, ha tenzoriou ti ar roue, hag ar gwestlou ; hag e tistroaz da Samari.

25 Hag Amatsia, mab Joaz, roue Juda, a vevaz pemzek vloaz goude maro Joaz, mab Joakaz, roue Israel. 26 An nemorant euz a oberiou Amatsia, ar re genta hag ar re diveza, setu n’ema ket kement se skrivet en levr rouane Juda hag Israel ?

27 Hag, adaleg ar momant ma tistroaz Amatsia euz an Aotrou, e oe groet eun drukamarderez a enep dezhan en Jerusalem, hag e tec’haz da Lakiz ; mes kaset e oe var he lerc’h da Lakiz, hag e oe lazet eno. 28 Goude e oe douget var gezek, hag e oe sebeliet gant he dadou en kear Juda.


26 NEUZE, holl bobl Juda a gemeraz Oziaz, pehini a oa oajet a c’hwezek vloaz, hag e lekejont anezhan da roue en plas Amatsia, he dad. 2 Hen oe an hini a savaz Eloth, hag a zigasaz anezhi dindan galloud Juda, goude ma oe ar roue kousket gant he dadou.

3 Oziaz a oa oajet a c’hwezek vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz daou vloaz hag hanter kant en Jerusalem. He vam a oa hanvet Jekolia, euz Jerusalem. 4 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet Amatsia, he dad. 5 En em lakeat a reaz da glask Doue enpad buez Zakari, den skiantek en gweledigezou Doue ; hag enpad an deiziou ma adklaskaz an Aotrou, Doue a lekeaz anezhan da brosperi. 6 Mont a reaz da ober brezel a enep ar Filistined ; hag e tiskaraz moger Gath, moger Jabne, ha moger Asdod ; hag e savaz keariou en bro Asdod, hag en ti ar Filistined. 7 Ha Doue a roaz dezhan zikour a enep ar Filistined hag a enep an Arabed pere a choum en Gur-Baal, hag a enep ar Vaonited. 8 An Ammonited zoken a rea profou da Oziaz, hag ar brud anezhan a zeuaz bete dor an Ejipt ; rag dont a reaz galloudek bras.

9 Oziaz a savaz touriou en Jerusalem, var dor ar c’horn, var dor an draounien ha var ar c’horn a ziabarz ; hag e kennerzaz anezhei. 10 Sevel a reaz touriou en distro, hag e toullaz punsou niveruz, abalamour ma hen doa kalz a loened er blenen ha var ar meaz, ha labourerien ha gwinierien var ar meneziou, hag er C’harmel ; rag karout a rea al labourach.

11 Oziaz hen doa eun arme a dud a vrezel, pere a iea dre vandennou var ar meaz dre vandennou, hervez niver ho niveramant groet gant Jeiel, ar skrib, ha Maaseja, ar mestr, dindan ren Hanania, unan a chefou ar roue. 12 Niver total chefou an tadou, brezellerien kalounek, a oa daou vil c’hwec’h kant. 13 Dindan ho ren e oa eun arme a dri c’hant seiz mil pemp kant brezellier, holl tud a vrezel, nerzus ha kalounek, evit sikour ar roue a enep an enebour. 14 Hag Oziaz a roaz d’an holl arme, dirennou, gwafou, tokou, kwirasennou, gwareiou ha mein dalmou. 15 Ober a reaz ive en Jerusalem machinou euz a invanterez eun ijiner, evit beza lekeat var an touriou ha var ar c’herniel, evit teurel mirou ha mein vraz. Hag ar vrud anezhan en em astennaz pell ; rag sikouret e oe en eun doare burzuduz, ken a oe deuet da veza galloudek bras.

16 Mes pa oe galloudek, he galoun en em savaz evit en em fallaat ; hag e reaz eur pec’hed a enep an Aotrou, he Zoue : mont a reaz en templ an Aotrou da zevi ar parfum, var aoter ar parfumou. 17 Mes Azaria, ar sakrifier, a ieaz var he lerc’h, ha ganthan pevar-ugent sakrifier d’an Aotrou, tud kalounek, 18 pere a stourmaz euz ar roue Oziaz, hag a lavaraz dezhan : N’eo ket d’id-te, Oziaz, da ginnig ar parfum d’an Aotrou, mes d’ar sakrifierien, mibien Aaron, pere a zo kensagret evit ze. Deuz er meaz euz ar santuar, rag pec’het ec’h euz, ha kement ma na raio ket a c’hloar d’id dirag an Aotrou Doue. 19 Neuze 19 Oziaz, pehini hen doa eun ezansouar en he zorn evit devi ar parfum, en em lekeaz en koler, hag evel ma en em golere a enep ar sakrifierien, al lorniez en em diskouezaz var he dal, dirag ar sakrifierien, en ti an Aotrou, tost da aoter ar parfumou. 20 Hag Azaria, ar sakrifier bras, a zellaz outhan kenkoulz hag ar sakrifierien all, ha setu, e oa al lorniez var he dal. Lakaat a rejont anezhan eta da vont gant hast er meaz ac’hane ; hag hen

396