Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/405

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 27, 28.

he unan a hastaz mont kwit, abalamour ma hen doa skoet an Aotrou anezhan. 21 Ar roue Oziaz a oe evel se lor bete deiz he varo, hag e choumaz evel lor en eun ti he unan, rag taolet e oe kwit euz a di an Aotrou. Ha Jotham, he vab, hen doa ar gourc’hemen euz a di ar roue, o varna pobl ar vro.

22 Hag Ezaï, mab Amots, ar profed, hen deuz skrivet an nemorant euz a oberou Oziaz, ar re genta hag ar re diveza. 23 Hag Oziaz en em gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet gant he dadou en park bezierez ar rouane ; rag lavaret e oe : Lor eo. Ha Jotham, he vab, a renaz en he blas.


27 JOTHAM a oa oajet a bemp bloaz varn-ugent pa zeuaz da roue ; ren a reaz c’hwezek vloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Jerusha, merc’h da Tsadok. 2 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet Oziaz, he dad ; nemert n’ez eaz ket en templ an Aotrou ; koulskoude ar bobl en em fallae c’hoaz. 3 Hen eo an hini a savaz an nor huela euz ti an Aotrou, hag e savaz kalz euz moger Ofel. 4 Sevel a reaz keariou en menez Juda, ha kestel, ha touriou er forestou.

5 Beza oe en brezel gant roue bugale Ammon, hag e oe ar c’hrenva : hag er bloaz ze, bugale Ammon a roaz dezhan kant talant arc’hant, dek mil kor gwiniz, ha dek mil a heiz. Bugale Ammon a roaz dezhan kement an eilved hag an drived bloaz. 6 Jotham a zeuaz eta gwal c’halloudek, abalamour ma hen doa starteet he henchou dirag an Aotrou, he Zoue. 7 An nemorant euz a oberou Jotham, he holl vrezellou hag he gundu, setu, an holl draou ze a zo skrivet en levr rouane Israel ha Juda. 8 Oajet e oa a bemp bloaz varn-ugent pa zeuaz da roue, hag e renaz c’hwezek vloaz en Jerusalem. 9 Goude Jotham a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David ; hag Akaz, he vab, a renaz en he blas.


20 AKAS a oa oajet a ugent vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz c’hwezek vloaz en Jerusalem. Ne reaz ket ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, evel David, he dad. 2 Heul a reaz hend rouane Israel ; hag e reaz zoken imajou teuzet da Vaal. 3 Kinnig a reaz ezans en traounien mab Hinnom, hag e tevaz he vibien en tân, hervez euzusted ar broadou pere Hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel. 4 Sakrifia a rea ive hag e kinnige ezans el lec’hiou huel, var ar c’hrec’hiennou, ha dindan pep gouezen c’hlaz.

5 Hag an Aotrou he Zoue a lekeaz anezhan entre daouarn roue ar Siri ; hag ar Siried a gannaz anezhan hag a gemeraz dezhan eun niver bras a brizounierien, pere a zigaschont da Zamaz. Lakeat e oe ive entre daouarn roue Israel, pehini a reaz dezhan eur c’holl bras. 6 Rag Pekak, mab Itemalia, a lazaz en eun deiz hepken, en Juda, kant ugent mil den, holl tud vaillant, abalamour ma ho doa dilezet an Aotrou, Doue ho zadou. 7 Ha Zikri, den kalounek a Efraira, a lazaz Maaseja, mab ar roue, hag Azrikam, pehini hen doa ren he di, hag Elkana, an eil varlerc’h ar roue. 8 Ha bugale Israel a zigasaz prizounierien, daou c’hant mil euz ho breudeur, ken gragez evel mibien ha merc’hed ; ober a rejont ive varnezhei eun diwisk bras, hag e tigaschont an diwisk da Samari.

9 Hag eur profed a beurz an Aotrou, hanvet Oded, a oa eno ; mont a reaz araog an arme ze, pehini a zistroe da Samari, hag e lavaraz dezhei : Setu, an Aotrou, Doue ho tadou, o veza euzet a enep Juda, hen deuz lakeat anezhei entre ho taonarn, ha c’hwi hoc’h euz lazet anezhei gant eur fulor pehini a zo eet bete an envou. 10 Ha brema, e fell deoc’h lakaat da zervicherien ha da zervicherezed deoc’h, bugale Juda ha Jerusalem ! Mes n’eo ket c’hwi, dreist holl, ar re a zo koupabl en kenver an Aotrou, ho Toue ? 11 Brema, selaouet ac’hanoun, ha keset ar brizounierien oc’h euz groet en-touez ho preudeur ; rag arder koler an Aotrou a zo varnoc’h. 12 Neuze hiniennou euz a chefou bugale Efraim, Azaria, mab Jokanan, Berekia, mab Meshillemoth, Ezekiaz, mab Shallum, hag Amaza, mab Hadlai, en em zavaz a enep ar re a zeue euz an arme, hag a lavaraz dezhei : 13 Ne lekefet ket ar brizounierien ze da zont ama ; rag, evit en em renta koupabl dirag an Aotrou, e fell deoc’h c’hoaz lakaat var hon pec’hejou ha var hon c’hulpabilite : rag ni a zo dija gwal goupabl, hag arder ar goler a zo var Israel. 14 Neuze ar zoudardcd a lezaz ar brizounierien

397