Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/406

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 29.

hag an diwisk dirag ar chefou ha dirag an holl asamble. 15 Hag an dud ze, pere a zo bet hanvet dre ho kano, a savaz, a gemeraz ar brizounerien, hag a wiskaz, dre an diwisk, ar re anezhei a oa en noaz ; ho gwiska a rejont, ho boutaoui ; rei a rejont dezhei da zibri ha da eva ; eolia a rejont anezhei, hag e kaschont var ezen ar re holl anezhei pere ne oant ket evit en em souten, hag e kaschont anezhei da Jeriko, kear ar palmez, da gichen ho breudeur ; goude e tistrojont da Samari.

16 En amzer ze, ar roue Akaz a gasaz entrezek roue an Assiri, abalamour ma roje sikour dezhan. 17 An Edomited a oa deuet c’hoaz, ho doa kannet Juda ha kemeret prizounierien. 18 Ar Filistined a oa ive en em daolet var geariou ar blenen ha kreizteiz Juda ; hag ho doa kemeret Beth-Shemesh, Ajalon, Guederoth, Soko hag he trozro, Thimna hag he trozro, Guimzo hag he trozro, hag e choument ennhei. 19 Rag an Aotrou Hen doa izeleet Juda, abalamour da Akaz, roue Israel, abalamour ma hen doa laoskeet pep brid en Juda, ha ma hen doa goal bec’het a enep an Aotrou. 20 Ha Thilgath-Pilnezer, roue an Assiri, a zeuaz d’he gaout ; mes gwaska a reaz anezhan, pell euz he nerza. 21 Rag Akaz a ziwiskaz ti an Aotrou, ti ar roue hag hini ar re genta euz ar bobl, evit ober profou d’ar roue an Assiri, mes hep tenna zikour a gement ze.

22 Hag en amzer he dristidigez, e kendalc’haz da bec’hi a enep an Aotrou. Bepred e oa ar roue Akaz. 23 Sakrifia a reaz da zoueou Damaz pere ho doa skoet anezhan, hag e lavaraz : Pa oe gwir doueou rouane ar Siri a zeu da zikour anezhei, me a sakrifio dezhei, abalaraour ma teufent d’am zikour. Mes kaoz e oent euz he gweidigez hag euz hini Israel holl. 24 Hag Akaz a zastumaz besellou ti Doue, hag a lekeaz a damou besellou ti Doue. Zerri a reaz doriou ti an Aotrou, hag e reaz aoteriou en holl gouiniou Jerusalem. 25 Hag e reaz lec’hiou huel en holl geariou Juda, evit kinnig ezans da zoueou all ; hag e koleraz an Aotrou, Doue he dadou.

26 Divarben an nemorant euz he oberou, hag euz he holl henchou, ar re genta hag ar re diveza, setu, int skrivet en levr rouane Juda hag Israel. 27 Goude Akaz en em gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear, en Jerusalein ; rag ne oa ket lakeat en beziou rouane Israel ; hag Ezekiaz, he vab, a renaz en he blas.


29 EZEKIAZ a zeuaz da roue d’an oad a bemp bloaz varn-ugent, hag he renaz nao bloaz varn-ugent en Jerusalem. He vam a oa hanvet Abija, merc’h Zakari. 2 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag an Aotrou, evel ma hen doa groet David, he dad.

3 Ar c’henta bloaz euz he ren, d’ar c’henta mis, e tigorraz doriou ti an Aotrou, hag e tresaz anezhei. 4 Lakaat a reaz ar sakrifierien da zont hag al Levited, hag e tastumaz anezhei er blasen a savheol. 5 Hag e lavaraz dezhei : Selaouet ac’hanoun, Levited ! en em santelaet brema, ha santelaet ti an Aotrou, Doue ho tadou, ha lemet ar soulieür euz ar santuar. 6 Rag hon zadou ho deuz pec’het ha groet ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, hon Doue ; dilezet ho deuz anezhan, distroet ho deuz ho fasou euz choumach an Aotrou, ha troet ho c’hein dezhan. 7 Serret ho deuz zoken doriou ar porched, ha mouged al lamprou, ha n’ho deuz ket lakeat ar parfum da vogedi, ha n’ho deuz ket kinniget ar sakrifis-losk da Zoue Israel er santuar. 8 Dre ze erez an Aotrou a zo bet var Juda ha var Jerusalem ; hag hen deuz livret anezhei d’an drubul, d’ar glac’har, d’ar oaperez, evel ma welet gant ho taoulagad. 9 Ha setu, abalamour da ze, hon zadou a zo kouezet dre ar c’hleze, hag hon mibien, hon merc’hed hag hon gragez a zo en esklavach. 10 Brema eta em euz c’hoant da ober konvenans gant an Aotrou, Doue Israel, evit ma tistroi arder he goler ouzomp. 11 Ha, va bugale, ne vezet ket entre an daou var ze ; rag an Aotrou Hen deuz choazet ac’hanoc’h, evit ma en em dalc’hfac’h dirazhan evit he zervichi, evit beza he zervieherien, hag evit kinnig dezhan ar parfum.

12 Hag al Levited a zavaz : Makath, mab Amasai, Joel, mab Azaria, euz bugale ar Gehatited ; hag euz bugale Merari, Kis, mab Abdi, Azaria, mab Jehalleleel ; hag euz ar Guershonited, Joak, mab Zimma, hag Eden, mab Joak ; 13 ha bugale Elitsafan, Shimri ha Jeiel ; hag euz bugale Asaf, Zakari ha Matthania ; 14 hag euz bugale Heman, Jebiel ha Shimei, hag euz bugale Jeduthun, Shemaja hag

398