Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/407

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 30.

Uzziel. 15 Dastum a rejont ho breudeur, hag en em santifijont ; hag ez ejont hervez gourc’hemen ar roue, hag hervez giriou an Aotrou, evit purifia ti an Aotrou. 16 Evel se ar sakrifierien a ieaz ebarz diabarz ti an Aotrou, evit he burifia ; hag e toukjont er meaz, en leur ti an Aotrou, an holl louzdoniou a gavchont en templ an Aotrou ; hag al Levited a zigemeraz anezhei evit ho c’has er meaz, en dour red Sedron. 17 En em lakaat a rejont da santifia an templ, an deiz kenta euz ar c’henta mis ; an eizved deiz euz ar mis, ez ejont en porched an Aotrou, hag e santelejont ti an Aotrou enpad eiz deiz ; ar c’hwezekved deiz euz ar c’henta mis, e oe echuet ganthei. 18 Groude ze ez ejont da di ar roue Ezekiaz, hag e leverjont : Purifiet hon deuz holl di an Aotrou, aoter ar sakrifisou-losk hag he holl besellou, ha taol ar baraou a ginnig hag he holl besellou. 19 Lakeat hon euz en stat ha santifiet an holl besellou taolet kwit gant ar roue Akaz enpad he ren, dre heul he bec’hed ; ha setu, emaint dirag aoter an Aotrou.

20 Neuze ar roue Ezekiaz en em savaz mintin mad, a zastumaz chefou kear, hag a biniaz da di an Aotrou. 21 Hag e tigaschont ganthei seiz kolle, seiz maout, seiz oan ha seiz bouc’h evit sakrifis ar pec’hed, evit ar rouantelez, evit ar santuar hag evit Juda. Goude ar roue a lavaraz d’ar sakrifierien, mibien Aaron, ma kinnikchent anezhei var aoter an Aotrou. 22 Laza a rejont eta an ijened, hag ar sakrifierien a gemeraz ar goad anezhei, hag he skuliaz var an aoter ; laza a rejont ar maouted, hag e skuljont ar goad anezhei var an aoter ; laza a rejont an oaned, hag e skuljont ar goad anezhei var an aoter. 23 Goude e oe lakeat ar bouc’hed da dostaat evit sakrifis ar pec’hed, dirag ha roue ha dirag an asamble, hag e lekeiont ho daouarn varnezhei ; 24 hag ar sakrifierien a lazaz anezhei, hag e kinnikjont ho goad var an aoter, evit ober an diskarg evit Israel holl ; rag ar roue hen doa gourc’hemennet ar sakrifis-losk hag ar sakrifis evit ar pec’hed, evit Israel holl. 25 Lakaat a reaz ive derc’hel al Levited en ti an Aotrou, gant timbalou, lirennou, ha telennou, hervez gourc’hemen David ha Gad, Gweler ar roue, ha Nathan, ar profed ; rag eur gourc’hemen a beurz an Aotrou e oa, dre he brofeded. 26 A1 Levited eta en em dalc’haz eno gant benviou David, hag ar sakrifierien gant an trompillou. 27 Neuze Ezekiaz a c’hourc’hemennaz ma vije kinniget ar sakrifis-losk var an aoter ; hag er momant ma kommansaz ar sakrifis-losk, e kom mansaz ive kantik an Aotrou, gant an trompillou hag an heul euz a venfiou David, roue Israel. 28 Hag an holl asamble en em stouaz, ar gan a skeltaez, hag an trompillou a zonaz ; holl bete ma oe achu ar sakrifis-losk. 29 Ha pa oe achu da ginnig ar sakrifis-losk, ar roue hag ar re holl a oa ganthan a blegaz d’an daoulin hag en em stouaz. 30 Neuze ar roue Ezekiaz hag ar chefou a lavaraz d’al Levited meuli an Aotrou gant komzou David hag Asaf, ar Gweler ; hag e veuljont anezhan gant kalz a joa, hag e plegjont hag en em stoujont.

31 Neuze Ezekiaz a gemeraz ar gomz, 8hag a lavaraz : Brema oc’h euz kensagret ho taouarn d’an Aotrou ; tosteet, digaset ar sakrifisou, ha kinniget meulodiou en ti an Aotrou. Hag an asamble a zigasaz sakrifisou hag a ginnigaz meulodiou, hag ar re holl a oa a volonte vad a ginnigaz sakrifisou-losk. 32 An niver euz ar sakrifisou-losk a ginnigaz an asamble a oe dek ha tri-ugent kolle, kant maout, daou c’hant oan, an holl en sakrifis-losk d’an Aotrou. 33 C’hwec’h kant ijen ha tri mil danvad a oe ouc’hpenn kensagret. 34 Mes ar sakrifierien a oa en niver bihan, ha ne heljont ket diframma an holl sakrifisou-losk ; al Levited, ho breudeur, a zikouraz anezhei, ken a oe achuet al labour, ha ken a oe ar sakrifierien all en em santifiet ; rag al Levited ho doe ar galoun eünoc’h d’en em santifia, evit ar sakrifierien. 35 Beza oe ive eun niver bras a sakrifisou-losk, gant druoni ar sakrifisou a beoc’h, ha gant skuliadurezou ar sakrifisou-losk. Evel se servich ti an Aotrou a oe adlakeat. 36 Hag Ezekiaz hag an holl bobl en em laouenaez euz ma hen doa Doue lakeat evel se ar bobl ; rag an dra a oe groet buhan.


30 Goude Ezakiaz a gasaz entrezek holl Israel ha Juda ; hag e skrivaz zoken lizerou da Efraim ha da Vanasse, evit ma teujent da di an Aotrou, da Jerusalem, da selebri ar pask en enor d’an Aotrou, Doue Israel. 2 Ar roue, hag he chefou hag an asamble holl, ho doa resolvet en kuzul, en Jerusalem, ober ar pask en eilved mis ; rag ne oa ket gallet ober

399