Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/408

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 30.

anezhan en he amzer, abalamour ne oa ket awalc’h a sakrifierien santifiet, ha ma ne oa ket ar bobl en em dastumet en Jerusalem. 4 An dra a blijaz d’ar roue ha d’an holl asamble ; 5 hag e oe urzet embann dre holl Israel, adaleg Beer-Sheba bete Dan, ma teujet da selebri ar pask d’an Aotrou, Doue Israel, da Jerusalem ; rag abaoe pell amzer ne oa ket bet groet hervez ar pez a zo skrivet.

6 Ar rederien a ieaz eta gant lizerou a beurz ar roue hag he chefou, dre holl Israel ha Juda, o lavarout, hervez ma hen doa ar roue gourc’hemennet : Bugale Israel, distroet d’an Aotrou, Doue Abraham, Isaak hag Israel, hag e teuo entrezek an nemorant ac’hanoc’h pere a zo tec’het euz a zorn rouane an Assiri. 7 Na vezet ket evel ho tadou, nag evel ho preudeur, pere ho deuz pec’het a enep an Aotrou, Doue ho tadou, en hevelep doare ma hen deuz lakeat anezhei en glac’har, evel ma welet. 8 Brema, na reudet ket ho kouzouk, evel ho tadou ; astennet ho torn entrezek an Aotrou ; deuet d’he santuar pehini Hen deuz kensagret evit biken, servichet an Aotrou, ho Toue, hag arder he goler en em distroio ouzoc’h. 9 Rag mar distroet d’an Aotrou, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez en kichen ar re ho deuz kaset anezhei en esklavach, hag e tistrofont d’ar vro ma, abalamour an Aotrou, ho Toue, a zo mad ha trugarezuz ; ha na zistroio ket he fas ouzoc’h, mar distroet d’he gaout.

10 Ar rederien a dremene evel se euz a gear en kear, dre vro Efraim ha Manasse, ha bete Zabulon ; mes ober a reat goab outhei hag e tismeganset anezhei. 11 Koulskoude, hiniennou euz a Asser, euz Manasse hag euz Zabulon on em humiliaz, hag a zeuaz da Jerusalem. 12 Dorn Doue a oe ive var Juda, evit rei dezhei eur memeuz kaloun, abalamour da ober gourc’hemen ar roue hag ar chefou, hervcz gir an Aotrou.

13 Hag en em dastumaz eur bobl niveruz en Jerusalem, evit selebri gouel ar baraou hep goell, d’an eilved mis ; eun asamble bras meurbed e oa. 14 Sevel a rejont, hag e lamjont kwit an aoteriou a oa en Jerusalem ; lemel a rejont ive kwit ar re holl var bere e tevet ezans, hag e taoljont anezhei en dour red Sedron. 15 Goude e oe immolet ar pask, er bevarzekved deiz euz an eilved mis ; rag ar sakrifierien hag al Levited ho doa bet mez hag a oa en em santifiet, hag e kinnikjont sakrifisou-losk en ti an Aotrou. 16 En em derc’hel a rejont, en ho flas, hervez ho reol, hervez lezen Moizez, den Doue. Hag ar sakrifierien a skulie ar goad, pehini a zigemerent euz daouarn al Levited. 17 Rag eul loden vras a oa en asamble pere ne oant ket en em burifiet ; hag al Levited ho doe ar garg da immoli ar viktimou euz ar pask evit ar re holl ne oant ket pur, abalamour da gensagri anezhei d’an Aotrou. 18 Rag eul loden vras euz ar bobl, kalz euz ar re Efraim, euz Manasse, a Issakar ha Zabulon ne oant ket purifiet, hag a zebras ar pask, hep ober evel ma eo skrivet. Mes Ezekiaz a bedaz evithei, o lavarout : An Aotrou, pehini a zo mad, 19 ra raio an diskarg evit piou benag hen deuz lekeat he galoun da adklask Doue, an Aotrou, Doue he dadou, petra benag ne vefe ket hervez purifikasion ar santuar ! 20 Hag an Aotrou a zelaouaz peden Ezekiaz, hag e pardounaz d’ar bobl.

21 Bugale Israel pere en em gave en Jerusalem a reaz eta ar gouel euz ar baraou hep goell, enpad seiz devez, gant eur joa vras ; hag al Levited hag ar sakrifierien a selebre an Aotrou bemdez, gant ar benviou pere a skeltre euz meulodi an Aotrou. 22 Hag Ezekiaz a gomzaz da galoun an holl Levited, pere en em diskoueze skiantek er skiant vad euz zervich an Aotrou. Dibri a rejont predou ar fest enpad seiz devez, o kinnig sakrifisou a beoc’h, hag o veuli an Aotrou Doue ho zadou.

23 Goude an holl asamble en em lekeaz da selebri seiz deiz all. Hag e selebrjont ar seiz deiz ze er joa. 24 Rag Ezekiaz, roue Juda, a reaz prof d’an asamble euz a vil kolle hag euz a seiz mil maout, hag ar chefou a reaz prof d’an asamble euz a vil kolle ha dek mil maout ; ha sakrifierien, en niver bras, a oe en em santifiet. 25 Hag holl asamble Juda, gant ar sakri-fierien hag al Levited, hag an holl asamble deuet a Israel, hag an diavezidi deuet euz bro Israel, hag ar re a choume en Juda, en em laouenaez. 26 Beza oe eta eur joa vras en Jerusalem ; rag abaoe amzer Salomon, mab David, roue Israel, ne oa bet netra a henvel en Jerusalem. 27 Goude ar sakrifierien oe Levited a savaz hag a vennigaz ar bobl, hag ho mouez a klevet, hag ho feden a zeuaz bete an

400