Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/409

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 31, 32.

envou, bete choumach santel an Aotrou.


31 Pa oe achu kement se holl, holl re Israel pere en em gave eno a ieaz dre geariou Juda, hag a dorraz ar statuiou, ziskaraz skeudennou Ashera hag a zisreaz al lec’hiou huel hag an aoteriou en Juda holl hag en Benjamin, hag en Efraim hag en Manasse, ken a oent distrujet holl. Goude holl vugale Israel a zistroaz en ho c’heariou, pep hini en he dra.

2 Goude Ezekiaz a lakeaz renkou ar sakrifierien hag al Levited, hervez ho lodennou, hervez ho c’hargou, ken ar sakrifierien evel al Levited, evel ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a brosperite, evit ober ar servich, evit meuli hag evit selebri Doue en doriou kan an Aotrou. 3 Ar roue a roaz ive eul loden euz he vadou evit ar sakrifisou-losk, evit sakrifisou-losk ar beure hag an abardaez, hag evit sakrifisou-losk an deiziou sabbat, al loariou nevez hag ar goueliou, evel ma eo skrivet en lezen an Aotrou. 4 Hag e lavaraz d’ar bobl, da dud Jerusalem, rei loden ar sakrifierien hag al Levited, abalamour ma en em lakajont da ober hervez lezen an Aotrou. 5 Ha kerkent ma oe an dra embannet, bugale Israel a roaz a leiz preuveudiou hed, gwin, eol, mel hag holl broduou ar parkeier ; digas a rejont an deok euz an holl, a leiz. 6 Ha bugale Israel ha Juda, pere a choum en keariou Juda, a zigasaz ive an deok euz al loened bras hag euz al loened munud, hag an deok euz an traou santel, pere a oa, kensagret d’an Aotrou, ho Doue ; hag e lakajont anezhei dre verniou. 7 Kommans a rejont ober ar berniou en drived mis, ha, d’ar seizved mis ec’h achujont anezhei. 8 Neuze Ezekiaz hag ar chefou a zeuaz, hag a welaz ar berniou, hag e vinnikjont an Aotrou hag he bobl Israel. 9 Hag Ezekiaz a reaz goulennou digant an sakrifierien hag al Levited divarben ar berniou ze. 10 Hag Azaria, ar beleg bras, euz a di Tsadok, a gomzaz dezhan, hag a lavaraz : Abaoe ma zo kommanset da zigas profou en ti an Aotrou, hon euz debret, hag omp bet leuniet, hag ez euz manet a leiz ; rag an Aotrou Hen deuz benniget he bobl, hag al loden vras ze eo ar pez a zo manet.

11 Neuze Ezekiaz a lavaraz ma vije kempennet kamprou en ti an Aotrou, hag e oent kempennet. 12 Hag e oe digaset gant lealded ar profou, hag an deok, hag an traou kenzagret. Ha Konania, al Levit, hen doe an evez anezhei, ha Shimei, he vreur, a oe an eilved. 13 Jehiel, Azazia, Nakath, Asael, Jerimoth, Josabad, Eliel, Jismakia, Makath ha Benaia a oa eveserien dindan urz Konania ha Shimei, he vreur, dre urz ar roue Ezekiaz, hag Azaria, gouarner ti Doue. 14 Kore, mab Jimna, al Levit, pehini a oa porsier entrezek ar save heol, hen doa ar garg euz ar profou a volonte vad kinniget da Zoue, evit lodenni ar prof savet d’an Aotrou hag an traon santel meurbed. 15 Ha dindanhan e oa Eden, Minjamin, Josue, Shemaja, Amaria, ha Shekania, en keariou ar sakrifierien, evit lodenni gant lealded al lodennou d’ho breudeur, bras ha bihan, hervez ho lodennou, 16 ouc’h-penn ar re a oa merket evel maled, adaleg an oad a dri bloaz hag izelloc’h ; d’ar re holl a iea en ti an Aotrou, evit ar c’hargou pemdeziek, hervez servich ho c’hargou hervez ho lodennou ; 17 d’ar sakri-fierien merket hervez ti ho zadou, ha d’al Levited, adaleg ar re ugent vloaz hag huelloc’h, hervez ho c’hargou hog ho lodennou ; 18 da re an holl asamble merket gant ho bugale vihan, ho gragez, ho mibien hag ho merc’hed ; rag en em santelaet a reent gant lealded d’an traou santel. 19 Ha 1divarben bugale Aaron, ar sakrifierien, pere a oa var ar meaz, en fabouriou ho c’heariou, e oa en pep kear tud lekeat dre ho hanoiou, evit rei al lodennou da holl valed ar sakrifierien, ha d’an holl Levited merked.

20 Ezekias a reaz evel se dre Juda holl ; hag e reaz ar pez a oa mad, eeün ha gwirion, dirag an Aotrou he Zoue. 21 Hag, en holl labour a gemeraz evit servich ti Doue, hag, evit al lezen, hag evit ar gourc’hemennou, oc’h adklask he Zoue, e reaz a greiz he galoun, hag e reaz mad.


32 Goude an traou ze hag an oberou a lealded ze, ec’h eruaz Sankerib, roue an Assiried ; dont a reaz en Juda, hag e kampaz a enep ar c’heariou krenv, gant ar sonj da gemer anezhei. 2 Hag Ezekiaz, o welet e oa deuet Sankerib, ha ma en em droe entrezek Jerusalem evit ober brezel dezhan, 3 a zalc’haz kuzul gant he chefou hag he dud kalounek evil stoufa ar mammennou hag ar red dour pehini a rede dre greiz ar vro, hag e sikourjont anezhan. 4 Eur bobl vras en em

401