Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/410

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 32.

dastumaz eta, hag e stoufjont an holl vammennou pere a red dre greiz ar vro, o lavarout : Perag e kavfe rouane an Assiried en he donedigez er vro doureier a leiz ? 5 En em grenvaat a reaz hag e c’hadsavaz an holl voger el lec’h ma oa groet ar freuzaden, hag e savaz anezhi bete an touriou ; sevel a reaz eur voger all en diaveaz ; krenvaat a reaz Millo, en kear David, hag e lakeaz ober kalz a virennou hag a dirennou. 6 Lakaat a reaz kabitened a vrezel var ar bobl, ho dastum a reaz en he gichen var blasen dor kear, hag e komzaz d’ho c’haloun, o lavaret : 7 En em grenvaet ha bezet nerzuz ! Ne zoujit ket ha ne vezet ket spountet dirag roue an Assiried ha dirag an holl vanden a zo ganthan ; rag ganeomp-ni e zo muoc’h evit ganthan. 8 Ganthan ema brec’h ar c’hig, mes ganeomp-ni ema an Aotrou, hon Doue, evit hon zikour hag evit brezelli en hor brezellou. Hag ar bobl hen doe fizians en komzou Ezekiaz, roue Juda.

9 Goude ze, Sankerib, roue an Assiri, enpad ma oa dirag Lakis, o kaout ganthan he hell nerzou, a gasaz he zervicherien da Jerusalem entrezek Ezekiaz, roue Juda, hag entrezek holl re Juda, pere a oa en Jerusalem, evit lavaret dezhei : 10 Evelhen a lavar Sankerib, roue an Assiried : En petra en em fiziet-hu, ma choumet en Jerusalem en dristidigez ? 11 Ezekiaz ne alihen ket ac’hanoc’h d’en em livra d’ar maro, dre ar gernez hag ar sec’hed, o lavaret deoc’h : An Aotrou, hon Doue, a zelivro ac’hanomp euz dorn roue an Assiried ? 12 N’eo ket hen, Ezekiaz, pehini hen deuz kaset da netra he lec’hiou huel hag he aoteriou, ha pehini hen deuz groet ar gourc’hemen ma da Juda ha da Jerusalem, o lavarout : C’hwi en em stouo dirag eun aoter hepken, hag e lekefet ar parfum da vogedi ? 13 Na ouzoc’h-hu ket ar pez hon deuz groet, me ha va zadou, da hell boblou ar broiou all ? Doueou ar broadou ze ha gallet ho deuz delivra ho broiou euz va dorn ? 14 Pehini eo an hini euz hell doueou ar broadou ze, pere hen deuz va zadou distrujet holl, ho defe gallet delivra he bobl euz va dorn, evit ma helfe ho Toue ho telivra euz va dorn ? 15 Brema eta ra ne abuzo ket Ezekiaz ac’hanoc’h, ha ma ne vouto ken ac’hanoc’h en doare ze, ha net gredet ket anezhan ; rag doue ebet euz a vroad ebet, nag euz a rouantelez ebet ne hell delivra he bobl euz va dorn, nag euz dorn va zadou ; pegement nebeutoc’h ho Toue a zelivrfe ac’hanoc’h euz va dorn ?

16 Hag he zervicherien a gomzaz c’hoaz a enep an Aotrou Doue, hag a enep Ezekiaz, he zervicher. 17 Skriva a reaz ive lizerou evit dismegansi an Aotrou, Doue Israel, o komz evel-hen a enep dezhan : Evel ma n’ho deuz ket gallet doueou broadou ar broiou all delivra ho fobl euz va dorn, evel se Doue Ezekiaz ne hello ket delivra he bobl euz va dorn. 18 Hag he zervicherien a grie a vouez huel en iez Judeo, da bobl Jerusalem pehini a oa var ar voger, evit spounta ha spouroni anezhei, 19 abalamour da gemer kear. Komz a reent euz Doue Jerusalem evel euz doueou poblou an douar, labouriou daouarn an dud.

20 Neuze ar roue Ezekiaz, hag Ezal, ar profed, mab Amots, a bedaz var ze hag a griaz entrezek an envou. 21 Hag an Aotrou a gasaz eun el, pehini a lazaz an holl dud kalounek, ar brinsed hag ar chefou en kan roue an Assiri, en hevelep doare ma tistroaz mezek d’he vro. Hag, evel m’az eet en ti he zoue, ar re a oa deuet euz he entrailliou a lekeaz anezhan da goueza eno gant ar c’hleze. 22 Evel se an Aotrou a savetaez Ezekiaz ha tud Jerusalem euz a zorn Sankerib, roue Assiri, hag euz dorn an holl, hag e tiwallaz anezhan a bep tu. 23 Goude kalz a dud a zigasaz profou d’an Aotrou, da Jerusalem, ha traou prisiuz da Ezekiaz, roue Juda, pehini goude ze a oe savet dirag daoulagad an holl vroadou.

24 En deiziou ze, Ezekiaz a oe klanv d’ar maro, hag a bedaz an Aotrou, pehini a selaouaz anezhan hag a roaz dezhan eur burzud. 25 Mes Ezekiaz ne oe ket anaoudek euz ar mad ober hen doa bet ; rag he galoun en em savaz, hag e oe erez a enep dezhan, hag a enep Juda ha Jerusalem. 26 Mes Ezekiaz en em izelaez euz a savidigez he galoun, hen ha tud Jerusalem, hag erez an Aotrou ne zeuaz ket varnezhei enpad buez Ezekiaz.

27 Hag Ezekiaz hen doe kalz a binvidigezou hag a enoriou, hag en em reaz tenzoriou arc’hant, aour, mein prisiuz, c’houez vad, dirennou, hag a bep sort traou c’hoantabl ; 28 magasinou evit produou an hed, ar gwin hag an eol, krevier evit a bep sort loened, ha tropellou evit ar c’hrevier. 29 Sevel a reaz keariou, hag e oe ennhei a leiz tropellou bras ha bihan ; rag

402