Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/412

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 34.

21 AMON a oa oajet a zaou vloaz varn-ugent pa zeuaz da roue, hag e renaz daou vloaz en Jerusalem. 22 Ober a rear ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa greet Manasse, he dad ; sakrifia a reaz d’an hell imajou kizellet hen doa greet Manasse, he dad, hag e servichaz anezhei. 23 Mes n’en em humilitaz ket dirag an Aotrou, evel ma oa en em humiliet Manasse, he dad, rag hen, Amon, en em rentaz koupabl euz a vui en mui. 24 Hag he zervicherien a drikamardaz a enep dezhan, hag a lakaez anezhan d’ar maro en he di. Mes pobl ar vro a skoaz ar re holl he doa trukamardet a enep ar roue Amon ; 25 ha pobl ar vro a lekeaz da roue, en he bias, Josias, he vab.


34 JOSIAS a oa oajet a eiz vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz eur bloaz ha tregont en Jerusalem. 2 Ober a reaz ar pez a oa eeün dirag daoulagad an Aotrou ; bale a reaz var roudou David, he dad ; n’en em distroaz ket nag a gleiz nag a zeou.

3 An eizved bloaz euz he ren, evel ma oa iaouank c’hoaz en em lekeaz da adklask Doue David, he dad ; hag an daouzekved bloaz, en em lekeaz da burifia Juda ha Jerusalem euz al lec’hiou huel, euz skeudennou Ashera, had euz an imajou kizellet, hag euz an imajou teuzet. 4 Distrujet e oe dirazhan aoteriou Baal, hag hen a ziskaraz ar peuliou heoluz a oa varnezhei. Bruzuni a reaz skeudennou Ashera, an imajou kizellet hag an imajou teuzet ; hag o veza lekeat anezhei en poultren, e skuliaz anezhei var beziou ar re ho doa sakrifiet dezhei. 5 Goude e tevaz eskern ar sakrifierien var ho aoterou, hag e purifiaz Juda ha Jerusalem. 6 En keariou Manasse, Efraim ha Simeon, bete Neftali, en ho distruj, dre holl, 7 e tiskaraz an aoteriou, hag e lekeaz a damou skeudennou Ashera hag an imajou kizellet, hag e lekeaz anezhei en poultr ; hag e tiskaraz an holl beuliou heoluz en holl vro Israel. Goude e tistroaz da Jerusalem.

8 Hag en dric’hwec’hved bloaz euz he ren, goude ma hen doe purifiet ar vro hag an templ, e kasaz Shafan, mab Atsalia, ha Maaseja, kabiten kear, ha Joak, mab Joakaz, ar skrivanier, da zresa ti an Aotrou, he Zoue. 9 Hag e teujont da gaout Hilkija, ar sakrifier bras ; hag e oe roet an arc’hant pehini a oa digaset en ti Doue, hag ho doa bet al Levited, diwallerien an treuzou, digant Manasse hag Efraim, hag an holl nemorant a Israel, ha Juda holl ha Benjamin, ha tud Jerusalem. 10 Lakeat e oe entre daouarn ar re ho doa ar garg euz al labour, pere a oa lakeat var ti an Aotrou ; hag ar re ho doa ar garg euz al labour, pere a laboure en ti an Aotrou, a lodennaz anezhan evit he ficha hag he zresa. 11 Lakaat a rejont anezhan entre daouarn ar c’hoaterien hag ar vasounerien, evit prena mein kizellet ha koad evit al labouriou hag ar c’hoadach euz an tier ho doa rouane Juda distrujet. 12 Hag an dud ze en em implije gant lealded d’ho labour. Jakath hag Obadia, Levited a douez bugale Merari, a oa mestrou varnezhei, ha Zakari ha Meshullam, a douez bugale ar Gehatited, a rene anezhei ; hag al Levited ze a oa holl ijinuz en holl venfiou a vuzik. 13 Evesaet a reent ar re a rouge ar bec’hiou, hag e renent ar re holl a rea al labour, en pen rank servich ; beza e oa skribed, kommiserien ha porsierien a douez al Levited.

14 Hag, evel ma lamet kwit an arc’hant a oa digaset en ti an Aotrou, Hilkija, ar sakrifier, a gavaz levr lezen an Aotrou, roet gant Moizez. 15 Neuze Hilkija, o kemer ar gomz, a lavaraz da Shafan, ar skrivanier : Kavet em euz levr al lezen en ti an Aotrou. Hag Hilkija a roaz al levr da Shafan. 16 Ha Shafan a zigasaz al levr d’ar roue, hag a gomzaz d’ar roue, o lavarout : Da zervicherien a ra kement a zo roet dezhei da ober. 17 Roet ho deuz an arc’hant a zo bet kavet en ti an Aotrou, hag ho deuz lakeat anezhan entre daouarn ar gommiserien, hag entre daouarn ar re ho deuz ar garg euz al labour. 18 Shafan, ar skrivanier, a lavaraz ive d’ar roue : Hilkija, ar sakrifier, hen deuz roet d’in eul levr ; ha Shafan a lennaz ennhan dirag ar roue. 19 Hag e c’hoarvezaz, adaleg ma hen doe ar roue klevet komzou al lezen, e rogaz he zillad ; 20 hag e roaz an urz ma da Hilkija, da Akikam, mab Shafan, da Abdon, mab Mika, da Shafan, ar skrivanier, ha da Asaja, servicher ar roue, o lavarout : 21 It, kuzuliet an Aotrou evidoun hag evit ar pez a van en Israel hag en Juda, divarben komzou al levr a zo bet kavet ; rag koler an Aotrou pehini a zo en em skuliet varnomp, a zo bras, abalamour ma n’ho deuz ket hon zadou

404