Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/414

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 36.

losk, evit rei anezhei da dud ar bobl, hervez lodennou tiez ho zadou, abalamour da ginnig anezhei d’an Aotrou, hervez ma eo skrivet en levr Moizez ; ober a rejont er memeuz doare evit an ijened. 13 Hag e lekejont ar pask da boazet en tan, hervez an urz ; hag e lekejont an traou zakr da boazet en choudourennou, kastelodrennou ha pilligou ; hag ec’h hastchont lodenni anezhei da holl dud ar bobl. 14 Goude he fischont ar pez a oa evithei hag evit ar sakrifierien ; rag ar sakrifierien, bugale Aaron, a oe dalc’het bete an noz da ginnik ar sakrifisou-losk hag an druoni ; dre ze, al Levited a fichaz ar pez a oa ret evithei hag evit ar sakrifierien, bugale Aaron. 15 Hag ar gannerien, bugale Asaf, a oa en ho flas, hervez gourc’hemen David, Asaf, Heman, ha Jeduthun, Gweler ar roue ; hag ar borsierien a oa ental pep dor. N’ho doe ket da baouez ho zervich, rag al Levited, ho breudeur, a fiche ar pez a oa evithei. 16 Evel se, holl servich an Aotrou a oe groet en deiz ze, evit ober ar pask, hag evit kinnig sakrifisou-losk var aoter an Aotrou, hervez gourc’hemen ar roue Joziaz. 17 Bugale Israel pere en em gave eno, a selebraz eta ar pask, en amzer ze, ha gouel ar baraou hep goell, enpad seiz devez.

18 Ne oe ket selebret pask ebet henvel euz hema en Israel abaoe deiziou Samuel, ar profed ; hag hini ebet euz a rouane Israel n’hen doa selebret eur pask henvel euz an hini a reaz Joziaz, ar sakrifierien hag al Levited, Juda, holl hag Israel, pere en em gave gant tud Jerusalem. 19 Ar pask ze a oe groet an dric’hwec’hved bloaz euz a ren Joziaz.

20 Goude kement se, pa hen doe Joziaz fichet an templ, Neko, roue an Ejipt, a biniaz da ober brezel da Garkemish, var an Eufrat ; ha Joziaz a ieaz araog dezhan. 21 Mes Neko a gasaz dezhan kannaded da lavaret dezhan : Petra a zo entre te ha me, roue Juda ? N’eo ket ouzit-te em euz drouk hirie, mes euz eun ti gant pehini oun en brezel ; ha Doue hen deuz lavaret d’in hasta. Paouez da stourm euz Doue, pehini a zo ganen, en aoun na zistrujfe ac’hanout. 22 Koulskoude Joziaz ne fellaz ket dezhan distrei outhan ; en em dic’hiza a reaz da vrezelli a enep dezhan ; ha ne zelaouez ket komzou Neko, pere a zeue euz genou Doue. Dont a reaz eta evit en em ganna, en plenen Meguiddo. 23 Hag an arc’herien a dennaz var ar roue Joziaz : hap ar roue a lavaraz d’he zervicherien : Dizouget ac’hanoun, rag gwal c’houliet oun. 24 Hag he zervicherien a zizougas anezhan euz ar c’har, a lakeaz anezhan var eun eil kar pehini hen doa, hag a zigasaz anezhan da Jerusalem, hag e varvaz. Goude e oe sebeliet en bezioù he dadou, ha Juda holl hag holl Jerusalem a zougaz kanvoù var Joziaz. 25 Ha Jeremi a reaz eur werz var Joziaz : har an holl ganerien hag an holl ganerered ho deuz komzet euz a Joziaz en ho gwersiou bete hirie, hag ho deuz groet a gement se eur reol en Israel. Ha setu ama, an traou ze a zo skrivet er gwerziou.

26 Hag an nemorant euz a aktou Joziaz, hag he oberoù a biete, hervez ar pez a zo skrivet en lezen an Aotrou, hag he aktou ar re genta hag ar re diveza, setu, emaint-hi skrivet en levr rouane Israel ha Juda.


36 NEUZE pobl ar vro a gemeraz Joakaz, mab Joziaz, hag e lekejont anezhan da roue en plas he dad, en Jerusalem. 2 Joakaz a oa oajet a dri bloaz varnugent pa zeuaz da roue, hag e renaz tri mis en Jerusalem. 3 Ha roue an Ejipt a zilamaz ar rouantelez diganthan en Jerusalem, hag e lekeaz var douar Juda eun dle a gant talant arc’hant hag eun talant aour. 4 Ha roue an Ejipt a lakaez Eliakim, breur Joakaz, roue var Juda ha var Jerusalem, hag he chanchaz he hano en hini Jehojakim. Ha divarben Joakaz, he vreur, Neko he gemeraz hag he gasaz d’an Ejipt.

5 JEHOJAKIM a oa oajet a bemp bloaz varnugent pa renaz, hag e renaz unnek vloaz en Jerusalem. Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, he Zoue. 6 Nebukadnetsar, roue Babilon, a biniaz a enep dezhan, hag a ereaz anezhan gant eur c’houblad chadennoù arem, evit he gas da Vabilon. 7 Ha Nebukadnetsar a gasaz ive ganthan da Vabilon besellou euz ti an Aotrou, hag a lekeaz anezhei en he balez en Bahilon.

8 Hag an nemorant euz a oberou Jehojakim, hag an traoù euzuz a reaz, hag ar pez a oe kavet ennhan, setu, an traou ze a zo skrivet oe levr rouane Israel ha Juda. Ha Jehojakin, he vab, a renaz en he blas.

406