Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/418

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 4, 5.

ti ma, a wele kre ; el lec’h kals a reou all a save ho mouez gent kriadennou a levenez hag a joa. 13 Hag na hellet ket dishenvelli mouez kriadennou a joa euz a vouez garm ar bobl ; rag ar bobl a loske kriadennou bras, en hevelep doare ma oe klevet ho mouez a bell.


4 Hag enebourien Juda ha Benjamin a anavezaz e save bugale an esklavach templ an Aotrou, Doue Israel. 2 Dont a rejont da gaout Zorobabel, ha da gaout chefou an tadou, hag e lavarjont dezhei : Ni a zavo ive ganeoc’h ; rag ni a c’halvo ho Toue eveldoc’h ; ha dezhan eo e sakrifiomp abaoe amzer Esar-Haddon, roue Assiri, pehini hen deuz ho lakeat da biniat ama. 3 Mes Zorobabel, Jeshua, ha chefou all tadou Israel, a respountaz dezhei : Na zere ket e savfemp, c’hwi ha ni, eun ti d’hon Doue ; mes ni hen savo hon unan d’an Aotrou, Doue Israel, evel ma hen deuz Sirus, roue ar Pers, he c’hourc’hemennet deomp.

4 Neuze pobl ar vro a rentaz diegus daouarn pobl Juda, o spounta anezhan evit he herzel da vasounet ; hag e savjont a enep dezhei kuzulierien evit disober ho c’hemeridigez, enpad holl amzer Sirus, roue ar Pers, bete ren Darius, roue ar Pers.

6 Neuze, enpad rest Assuerus, er pen kenta euz he ren, ha skrivjont eun tamal a enep tud Juda ha Jerusalem. 7 Hag en amzer Artaxerxes, Bishlam, Mithredath, Tabeel, hag ar re all euz ho c’hensorted, a skrivaz da Artaxerxes, roue ar Pers. Al lizer a oa skrivet en Aramean, ha troet en Aramean.

8 Rehum, gouarner, ha Shimshai, sekretour, a skrivaz eta evelhen eul lizer divarben Jerusalem, d’ar roue Artaxerxes : 9 Rehum, gouarner, ha Shimshai, sekretour, hag ar re all euz ho c’hensorted, Dinianed, Afarsakianed, Tarpelianed, Arfasianed, Arkevianed, Babilonianed, Susankianed, Dehavianed, Elamited, 10 hag ar poblou all hen deuz an den bras ha bruded kaer Osnapar dizouget ha lakeat da choum en kear Samari, hag er c’heariou all en tu ma da rivier, — hag evel se goude.

11 Hema eo ar c’hopie euz al lizer a gaschont : D’ar roue Artaxerxes ! Da zervicherien, an dud en tu ma d’ar rivier, — hag evel se goude. 12 Ra anavezo ar roue penaoz ar Judevien pere a zo piniet euz he gichen d’hon c’haout, a zo deuet euz Jerusalem ; penaoz e savont ar gear fall ha drouk ze, e c’hadsavont he mogeriou hag e c’hadreont he zoliou. 13 Brema eta, ra anavezo ar roue penaoz mar be ar gear ze adsavet hag he mogeriou adlakeet, na vezo paet ken a wiriou nag a dellou, nag a leveou, ha penaoz da ziveza e tougo koll d’ar roue. 14 Ha, dre ma tebromp haolen ar palez, ha ma n’eo ket dereat e vefemp testou euz ar c’holl ze groet d’ar roue, ni a gas al lizer ma d’ar roue hag e roomp da anaout dezhan kement ma :

15 Ra vezo klasket en levr envoriou da dadou, kaout a ri en levr an envoriou hag ec’h anavezi penaoz eo ar gear ze eur gear disent ha fall d’ar rouane ha d’ar provinsou, ha penaoz a bep amzer e zo groet ennhi troumplerezou ; abalamour da ze eo bet ar gear ze distrujet. 16 Ni a ro da anaout d’ar roue, penaoz mar be ar gear ze advasounet hag he mogeriou adsavet, n’az pezo kendalc’h ebet en tu ma d’ar rivier.

17 Ar roue a gasaz ar respount ma da Rehum, gouarner, ha da Shimshai, sekretour, ha d’ho c’hensorted all pere a choum en Samari, hag el lec’hiou all en tu ma d’ar rivier : Salut, — hag evel se goude. 18 Al lizer hoc’h euz digaset deomp a zo bet lennet gant evez dirazomp. 19 Roet em euz urz, hag e zo klasket, hag e zo kavet penaoz, a bep amzer, ar gear ze a zo en em savet a enep ar rouane, hag e zo bet groet ennhi troumplerez ha dizurzou ; 20 ha penaoz e zo bet rouane galloudus en Jerusalem, pere ho deuz renet dreist holl var gement a zo en tu all d’ar rivier, hag e paeet dezhei ar gwiriou, an tellou, hag al leve. 21 Brema eta, roet urz da lakaat paouez an dud ze, evit na vezo ket ar gear ze adsavet, ken a vezo roet urz da ze euz va feurz. 22 Ha diwallet da dremen hep ober kement ma. Perag e kreskfe ar c’holl divae goust ar rouane ?

23 Hag, adaleg ma oe lennet kopi lizer Artaxerxes dirag Rehum, Shimshai, sekretour, ha dirag ho c’hensorted, ez ejont gant hast da Jerusalem da gaout ar Judevien, hag e rejont dezhei paouez dre nerz. 24 Neuse labour ti Doue, pehini a zo en Jerusalem, a baouezaz, hag a oe paouezet beteg eilved bloaz ren Darius, roue ar Pers.


5 Hag Agge, ar profed, ha Zakari, mab Iddo, profed, a brofetisaz d’ar Judevien a oa en Juda hag en Jeru-

410