Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/421

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 8.

17 Dre ze e lakai evez da brena gant an arc’hant se kolleou, maouted, oaned, gant ho frofou hag skuliadurezou, hag e kinnigi anezhei var aoter ti ho Toue, pehini a zo en Jerusalem. 18 Euz an nemorant euz an arc’hant, hag an aour c’hwi a raio ar pez a gavo d’id ha d’az preudeur a vezo mad, hervez bolonte ho Toue. 19 Ha divarben ar besellou pere a zo roet d’id evit servich ti da Zoue, laka anezhei dirag Doue Jerusalem. 20 Divarben ar pez a vano euz ar pez vezo ret evit ti da Zoue, ha kement hag ar pezo da rei eno, te ho roio euz a di tenzoriou an roue. 21 Hag euz ma feurz me, Artaxerxes, roue, urz a zo roet d’an holl denzorerien pere a zo en tu hont d’ar rivier ; penaoz kement a c’houlenno Esdras, ar sakrifier, skrib lezen Doue an envou, ouzoc’h ra vezo groet prest, 22 bete kant talant arc’hant, kant kor gwiniz, kant bath gwin, kant bath eol, hag haolen euz ezom. 23 Penaoz kement a zo gourc’hemennet gant Doue an envou, ar vezo groet piz evit ti Doue an envou ; gant aoun na vefe koler a enep ar rouantelez, ar roue hag he vugale. 24 Ouc’hpenn, ni a ro da anaout deoc’h na vezo na gwir, na dle, na leve var hini ebet ar sakrifierien, al Levited, ar ganerien ar borzerien, an Nethinied ha zervicherien an ti ze a Zoue. 25 Ha te, Esdras, laka renerien ha barnerien, hervez furnez da Zoue, pehini a zo ennout, evit ma rafont eeünder d’an holl bobl pere a zo en tu all d’ar rivier, d’ar re holl a anavez lezennou da Zoue ; kelen anezhei da biou benag n’ho anavez ket. 26 Hag evit ar re holl pere na virfont ket lezen da Zoue ha lezen ar roue, ra vezo groet diouc’h tu eeünder, pe dre ar maro, pe dre ar c’has kwit, pe dre eur mizou benag dre ben, pe dre ar prizoun.

27 Benniget ra vezo an Aotrou, Doue hon zadou, pehini Hen deuz lakeat kement se en kaloun ar roue, evit enori ti an Aotrou, pehini a zo en Jerusalem ; 28 ha pehini Hen deuz groet ma em eus kavet gras dirag ar roue, dirag he guzulierien, ha dirag holl brinsed galloudek ar roue ! Evel se en em nerzen, dre ma oa dorn an Aotrou va Doue varnoun, hag e tastumiz chefou Israel, evit ma pinjent ganen.


8 SETU chefou an tadou hag ho skrid a nested euz ar re a biniaz ganen euz Babilon enpad ren ar roue Artaxerxes. 2 Euz bugale Fine, Guershom ; bugale Itamar, Daniel ; bugale David, Hattush ; 3 euz bugale Shekania, euz bugale Parosh, Zakari, ha ganthan kant hanter kant den merket ; 4 euz bugale Pachath-Moab, Eljoenai, mab Zerakia, ha ganthan daou c’hant den ; 5 euz bugale Shekania, mab Jakaziel, ha ganthan tri c’hant den ; 6 euz bugale Adin, Ebed, mab Jonathan, ha ganthan hanter kant den ; 7 euz bugale Elam, Esaï, mab Athalia, ha ganthan dek den ha tri-ugent ; 8 euz bugale Shephatia, Zebadia, mab Mikael, ha ganthan pevar-ugent den ; 9 euz bugale Joab, Abdiaz, mab Jehiel, ha ganthan daou c’hant triwac’h den ; 10 euz bugale Shelomith, mab Josifia, ha ganthan tri-ugent den ; 11 euz bugale Bebai, Zakari, mab Bebai, ha ganthan eiz den var ugent ; 12 euz bugale Azgad, Jochanan, mab Hakkatan, ha ganthan dek den ha kant ; 13 euz bugale Adonikam, ar re diveza, a bere an hanoiou a zo Elifelet, Jehiel, ha Shemaja, ha ganthei tri-ugent den ; 14 euz bugale Bigvai, Uthai ha Zabbud, ha gante dek den ha tri-ugent.

15 Ho dastum a riz tost d’ar rivier a red var zu Ahava, hag e kampchomp eno tri deiz. Neuze e lakaiz va evez var ar bobl ha var ar sakrifierien, ha ne gaviz hini a vugale Levi. 16 Neuze e kasiz da gerc’hat Eliezer, Ariel, Shemaja, Elnathan, Jarib, Elnathan, Nathan, Zakari ha Meshullam, a douez ar chefou, ha Jojarib hag Elnathan, doktored. 17 Hag e roiz urz dezhei evit Iddo, ho chef, pehini a choume en lec’h Kasifia ; hag e lakaiz en ho genou ar pez a dleent lavaret da Iddo ha d’he vreur, Nethinied, euz al lec’h a Gasifia, evit ma tigasche tud deomp evit zervichi en ti hon Doue. 18 Ha dre ma oa dorn mad hon Doue varnomp, e tigasaz deomp eun den a skiant a douez bugale Makli, mab Levi, mab Israel, da c’houzout eo, Sherebia, hag he vibien, hag he vreudeur vardro triwac’h ; 19 hag Hashabia, ha ganthan Esai, a douez mibien Merari, he vreudeur, hag ho mibien, vardro ugent ; 20 hag euz an Nethinied, hen doa David hag ar chefou euz ar bobl ken lakeat en servich al Levited, daou c’hant ugent Nethinied, holl merket dre ho hanoiou.

21 Eno, en tal rivier Ahava, me a embannaz eur iun, evit en em humilia dirag hon Doue, en eur bedi

413