Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/422

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 9.

anezhan da rei deomp eur veach euruz, evidomp hag evit hon bugale vihan, hag evit hon madou. 22 Rag mez em bije bet o c’houlen digant ar roue soudarded ha kavalierien, evit hon difen euz hon enebourien dre an hent ; rag lavaret hor boa d’ar roue : Dorn hon Doue a zo mad d’ar re holl Hen klask ; mes he nerz hag he goler a zo a enep ar re Hen dilez. 23 Iun a rejomp eta, hag e c’houlenjomp sikour hon Doue evit kement se, hag e selaouaz ac’hanomp.

24 Neuze e lakaiz a du daouzek euz ar sakrifierien vras, Sherebia, Hashabia, ha ganthei dek euz ho breudeur. 25 Poueza a riz dezhei an arc’hant, an aour hag ar besellou, pere a oa ar prof hen doa ar roue, he guzulierien, he brinsed hag ar re holl a oe kavet en Israel, roet da di hon Doue. 26 Ho foueza a riz eta dezhei hag he roiz dezhei c’hwec’h kant hanter kant taland arc’hant, ha besellou arc’hant evit kant taland, 27 kant taland aour, ugent kalei aour a dalvee mill dram, ha daou vesel euz a arem kaer ha fin, o vrilla evel aour ha ken prisius hag an aour. 28 Hag e lavariz dezhei : C’hwi a an kensagret d’an Aotrou, hag an besellou ze a zo kensagret ; an arc’hant ze ive hag an aour a zo eur prof a volonte vad d’an Aotrou, Doue ho tadou. 29 Veillit, ha lakait evez outhei bete ma pouezfet anezhei dirag ar sakrifierien vras hag al Levited, ha dirag tadou mestrou Israel, en Jerusalem, en kamprou ti an Aotrou. 30 Ar sakrifierien hag al Levited a gemeraz eta dre bouez an arc’hant, an aour hag ar besellou, evit ho c’has da Jerusalem en ti hon Doue.

31 Mont a rejont euz rivier Ahava an daouzek euz ar mis kenta, evit mont da Jerusalem ; ha dorn hon Doue a oe varnomp, hag He telivras ac’hanomp a zorn hon enebourien hag euz ho fechou var an hent. 32 Neuze ec’h arujomp en Jerusalem ; hag o veza en em diskwizet eno en-pad tri deiz, 33 er bevared deiz he pouezchomp an arc’hant, an aour hag ar besellou, en ti hon Doue, hag he rojomp anezhei da Veremoth, mab Uri, ar sakrifier (gant pehini e oa Eleazar, mab Fine ; ha ganthei Jozabad, mab Jeshua, ha Noadia, mab Binnui, Levited), 34 hervez an niver hag ar bouez euz an hell draou. Hag, er memeuz amzer, an hell bouez a oe lakeat dre skrid.

35 Bugale an dizougadurez, a distroet, euz an esklavach, a ginnigaz en sakrifis-losk da Zoue Israel, daouzek kolle evit Israel holl, c’hwezek ha pevar-ugent maout, seitek ha tri-ugent oan, ha daouzek bouc’h evit ar pec’hed ; holl en sakrifis-losk d’an Aotrou. 36 Hag e rojont urziou ar roue da ovisierien ar roue, ha da c’houarnerien an tu ma d’ar rivier, pehini a oe favorabl d’ar bobl ha da di Doue.


9 Pa oe achuet an traou ma, ar chefou a dostaez ouzin, o lavarout : Pobl Israel, ar sakrifierien hag al Levited n’int ket en em belleet euz pobl ar vro ma, er pez a zell ho euzusted ; euz ar Gananeed, an Hetied, ar Ferezied, ar Jebusied, an Ammonited, ar Voabited, an Ejiptsianed hag an Amoreed. 2 Rag kemeret ho deuz ho merc’hed evithei hag evit ho mibien ; hag ar ras santel a zo en em vesket gant poblou euz ar vro ma ; ha dorn an chefou hag an renerien eo bet ar c’henta da ober ar pec’hed ze. 3 Pa em boa klevet a kement se, he freuziz va roben ha va mantel, tenna a riz va bleo euz va fen ha ma baro, hag ec’h azeziz gwal c’hlac’haret. 4 Hag an re holl a grene da c’hiriou Doue Israel, a zeuaz d’am c’haout, abalamour da bec’hed ar re euz an esklavach, ha me en em dalc’haz azezet, gwal c’hlac’haret, beteg offrans an noz.

5 Hag en amzer offrans an noz, he saviz euz va glac’har, o kaout va roben ha va mantel difreuzet, stoua a riz d’an daoulin, ha sevel a riz va daouarn var zu an Aotrou va Doue ; hag e lavariz : 6 Va Doue, ruzia a ran ha mez em euz o sevel, o va Doue, ma fas var zu Ennout ; rag hon fallentez a zo niveret dreist hon fennou, hag hon c’hrimou a zo ken bras ken a dapont beteg an envou. 7 Adaleg deiziou hor zadou beteg hirie, ni a zo gwal goupabl ; hag abalamour d’hon fallentez, omp bet gwerzet, ni, hon rouane hag hon sakrifierien, entre daouarn rouane ar broiou ma, d’ar c’hleze, d’an esklavach, d’ar pillach, ha d’ar vezegerez, evel ma he weler hirie. 8 Ha brema an Aotrou hon Doue abaoe eur pennad Hen deuz groet trugarez deomp, ma zo manet unan benag ac’hanomp ; hag Hen deuz roet deomp eun digemer en he leac’h santel, evit ma sklerijenje hon Doue hon daoulagad, ha ma roje deomp eun tam buez en hon esklavach. 9 Rag ni a zo esklaved ; ha koulskoude hon Doue n’euz ket hon lezet en esklavach. Mes la-

414