Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/425

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 2, 3.

tigasin d’al lec’h Em euz choazet evit lakaat va hano. 10 Hag, ar re ma eo da servicherien ha da bobl, pehini oc’h euz adprenet dre da c’halloud bras da zorn nerzuz. 11 Da bedi a ran, Aotrou ! ma vezo da skouarn selaouuz euz peden da zervicher, da beden da zervicherien pere a gemer plijadur o touja da hano. Gra, me az ped, prosperi hirie da zervicher, ha gra ma kavo gras dirag an den ma.

Ha beza he oan koper ar roue.


2 Hag e c’hoarvezaz da vis Nisan, an ugentved bloaz eur ar roue Artaxerxes, evel ma oa ar gwin dirazan ha ma kemeren ar gwin hag he ginnigen d’ar roue. Ha dirazan na vijen jamez trist. 2 Mes ar roue a lavaraz d’in : Perag ec’h euz-te bisach fall, pa n’hen d’out ket klanv ? Kement se na deu nemet euz a eun dristidigez a galoun. 3 Neuze em boa aoun vras ; hag e respoontiz d’ar roue : Ra vevo ar roue da viken ! Penaoz n’em be ket bisach fall, pa choum kear, leac’h beziou ma zadou, glac’haret, ha ma eo he doriou kuzumet dre an tân ? 4 Hag ar roue a lavaraz d’in : Petra a c’houlennez-te ouzin ? Neuze e pediz Doue an envou ; 5 goude e lavariz d’ar roue : Mar kav ar roue mad, ha mar d’eo da zervicher agreabl d’id, kas ac’hanoun en Juda, var zu kear beziou ma zadou, evit he adsevel. 6 Hag ar roue, koulz hag he vreg pehini a oa azezet en he gichen, a lavaraz d’in : Pegeit e pado da veach, ha pegoulz he tistroi-te ? Merka a riz dezhan an amzer, hag ar roue a gavaz mad kas ac’hanoun. 7 Hag e lavariz d’ar roue : Mar kav ar roue mad, ra vezo roet d’in lizerou evit gouarnerien an tu all d’ar rivier, evit ma lezfont ac’hanoun da dremen beteg ma eruin en Juda ; 8 ha lizerou evit Asaf, diwaller park ar roue, evit ma roio d’in koat evit oberians doriou ar c’hrenvadurez, stag euz ti Doue, evit mogeriou kear hag evit an ti en pehini ez in. Hag ar roue a roaz d’in kement se, hervez dorn mad ma Doue pehini a oa vartnoun.

9 Dont a riz eta da gaout ar gouarnerien pere a zo en tu all d’ar rivier, hag e roiz dezhei lizerou ar roue. Hag ar roue hen doa digaset ganen me oviserien euz an arme ha kavalierien. 10 Ar pez o veza anavezet gant Samballat, an Horonit, ha Tobija, ar meve1 Ammonit, ho doe eun despet vras dre ma oa deuet unan benag evit ober eur vad benag da vugale Israel.

11 Evel se ec’h aruiz en Jerusalem, hag e oen eno tri deiz. 12 Neuze e saviz, euz an noz, me hag hiniennou euz an dud ganen, mes na ziskleriiz da zen ar pez Hen doa Doue lakeat em c’haloun ober da Jerusalem. Ha ne oa ganen loen ebet nemet an hini var behini he oan. 13 Mont a riz eta en noz dre zor an draounien, hag ez iz var zu feunteun an dragon ha dor an tell ; hag e selliz euz mogeriou Jerusalem pere a oa en diskar, hag he doriou kuzumet dre an tân. 14 Ac’hane, ez iz da zor ar feunteun, hag entrezek len ar roue, mes ne oa lec’h ebet dre behini helle tremen al loen var behini he oan piniet. 15 Hag e piniiz en noz dre an dourret, hag e c’hevesaen ar voger ; goude, o tistrei, e teuiz dre zor an draounien, hag e tistroiz. 16 Hag ar renerien na wient ket pelec’h he oan eet, na petra a reen ; evel n’em boa lavaret netra bete neuze, na d’ar Judevien, na d’ar sakrifierien ; na d’ar mestrou, na d’ar gouarnerien, na d’an nemorant pere a rea an afferiou. 17 Neuze e lavariz dezhei : Gwelet a rit ar vizer en pehini omp, penaoz eo Jerusalem glac’haret hag he doriou devet ; adsavomp moger Jerusalem, ha na vezont ken er vezegerez. 18 Ha diskleria a riz dezhei penaoz dorn mad ma Doue a oa bet varnoun, hag ive ar giriou hen doa ar roue lavaret d’in. Neuze e leverjont : Sevomp-ni, ha masounomp ! Ken nerza a rejont eta ho daouarn evit ober mad.

19 Mes Samballat, an Horonit, ha Tobija, ar mevel Ammonit, ha Gweshem, an Arab, o veza anavezet kement ma, a reaz goab ac’hanomp, hag hon disprijaz, o lavarout : Petra a ret ? En em sevel a ret-hu a enep an roue ? 20 Mes respount a rejomp dezhei, o lavarout : Doue an envou he unan a roio deomp ar gounid ! Ni, he zervicherien, ni en em zavo hag he vasounfomp ; mes c’hwi, c’hwi n’ho c’heuz na peurz, na lod, na sonj en Jerusalem.


3 Eliashib, an sakrifier bras, a savaz eta gant he vreudeur, ar sakrifierien hag e savjont dor an denved, pehini a gensakrjont, hag e lekejont kosteennou an nor ; kensagra a rejont anezhi bete tour Mea, bete tour Hananeel. 2 Ha tud Jeriko a savas en he gichen, ha

417