Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/428

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 6.

red gant vad an eil d’egile ? Hag e c’halviz a enep dezhei eun asamble vras ; 8 hag e lavariz dezhei : Prened hon deuz, hervez hon gallout, hon breudeur Judevien, pere a oa bet gwerzet d’ar boblou, hag e werzfac’h hoc’h unan ho preudeur ? Ha deoc’h-hu eo e vefe gwerzet ? Neuze he tavjont, ha na wejont ket petra da lavaret. 9 Hag e lavariz : Ar pez a ret n’eo ket mad. Ne fell ket deoc’h bale en doujans Doue, evit na vefac’h ket en mezegiez entouez ar boblou hon enebourien ? 10 Me ive, ha va breudeur, ha va zervicherien, hon euz prestet dezhei arc’hant hag ed. Lezomp, me ho ped, a gostez ar dle ze ! 11 Roit dezhei hirie, me ho ped, ho farkeier, ho gwiniennou, ho gwez olivez hag ho ziez, hag ar c’hantved euz an arc’hant, euz an ed, euz ar gwin hag euz an eol a c’houlennet outhei evel vad. 12 Hag int a respountaz : Ni ho rento dezhei, ha na c’houlenfomp netra diganthei ; ober a rafomp ar pez a leverez. Neuze e c’halviz ar sakrifierien, dirag pere e lakaiz anezhei da douet ober hervez ar gomz se. 13 Ija a riz va bruchet, hag he lavariz : Ra ijo Doue evel se euz he di hag euz he labour pep den pehini na raio ket hervez ar gomz se, ha ra vezo evel se ijet ha goulonteret ! Hag an holl bobl a respountaz : Amen! Hag he veuljont an Aotrou : hag ar bobl a reaz hervez ar gomz se.

14 Ha memeuz, adaleg an deiz en pehini hen doa ar roue gourc’hemennet d’in beza ho gouarner en bro Juda, adaleg an ugenved bloaz bete an eilved ha tregont bloaz euz ar roue Artaxerxes, enpad daouzek vloaz, me ha va breudeur, n’hon euz ket kemeret ar pez a zo urzet d’ar gouarner evit he daol. 15 Ar gouarnerien a zo bet araog d’in a waske ar bobl, hag a zigemere diganthan bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc’hant, ha memeuz ho mevelien a rene var ar bobl ; mes abalamour da soujans Doue n’em euz ket groet evel se. 16 Ha lakeat em euz memeuz va dorn en labour ar voger ma ; n’hon euz ket prenet a barkeier, ha va holl zervicherien a oa dastumet eno evit labourat. 17 Hag ar Judevien hag ar renerien, en niver a gant hanter kant den, hag ar re a zeue d’hon c’haout, euz ar boblou a oa en dro deomp, a vije euz ma zaol. 18 Hag ar pez a fichet bemdez, a vije eun ijen, c’hwec’h maout choazet, hag evned, hag euz a zek devez en dek devez pep sort gwin a foun. Ha gant kement se holl, n’em euz ket goulennet ar bara urzet d’ar gouarner ; rag ar zervich a boueze pouner var ar bobl.

19 O va Doue ! az pez sonj ac’hanoun, evit ober vad d’in, hervez kement em euz groet evit ar bobl ma !


6 PA glevaz Samballat, Tobija ha Gweshem, an Arab, hag an nemorant euz hon enebourien, hor boa adsavet ar voger, ha ne oa manet toul ebet ennhi, petra benag, ma n’em boa ket c’hoaz lakeat an dorikellou d’an doriou, 2 Samballat ha Gweshem a zigasaz d’am c’haout, evit lavaret d’in : Deu ; hag en em gevomp asamblez en billajennou traounien Ono. Hag hen a sonje ober drouk d’in. 3 Mes me a gasaz kannaded da lavaret dezhei : Ober a ran eul labour vras, ha n’hellan ket disken. Perag he vefe paouezet al labour ze, enpad ma hen lezfen evit mount d’ho kaout ? 4 Peder gwech he lavarjont kement se d’in ; ha me a respounte dezhei er memeuz doare. 5 Neuze Samballat a zigasaz d’am c’haout he vevel, evit lavaret d’in ar c’homzou ze evit ar bempvet gwech ; 6 hag hen doa en he zorn eul lizer digor en pehini he oa skrivet : Klevet a ran lavaret entouez ar boblou, ha Gazmu hen lavar ive, he sonjet, te hag ar Judevien, en em sevel ; eo evit se eo ec’h adsavez ar voger, hag ez eaz da veza ho roue, hervez ar pez a leverer ; 7 hag ec’h euz lakeat zoken profeded, evit da c’hervel en Jerusalem hag evit lavaret : Roue eo en Juda. Ha brema he vezo roet da anaout an traou ze d’ar roue ; deuz eta, evit ma en em guzulfomp asamblez. 8 Neuze e kasiz d’he gaout evit lavaret dezhan : Ar pez a leveret n’ema ket ; te a invant kement se da unan. 9 A-dra-zur an holl a glaske hon spounta, hag e lavarent : Ho daouarn a skwizo o labourat, en hevelep doare ma ne vezo ket groet. Brema eta, o Doue ! nerza va daouarn.

10 Goude ze, me a ieaz en ti Shemaja, mab Delaja, mab Mehatabeel, pehini a oa en em dastumet. Hag e lavaraz d’in : En em dastumonp en ti Doue, en templ, ha zerromp doriou an templ ; rag kleout a reont dont

420