Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/429

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 7.

d’az laza, hag en noz eo he teufont d’az laza. 11 Mes me a respountaz : Eun den eveldoun ha tec’hel a rafe ? Ha pez den eveldoun a helfe mont en templ ha beva ? N’hen d’in ket ennhan. 12 Hag e c’hanaveziz n’hen doa ket Doue he gaset, mes hen doa lavaret ar brofesi ze a enep d’in me, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballat. 3 Paeet ho doa anezhan abalamour ma em bije groet evel se dre zoujans pe dre bec’het, hag o veza groet goude eun hano fall, ho dije gallet ma golo a vez. 14 O ma Done ! az pez sonj euz Tobija hag euz Samballat, hervez ho oberiou ; kenkouls evel our Noadia, ar profedez, hag euz ar brofeded all pere a esae va spounta !

15 Ar voger a oe echuet ar bemp var ugent a vis Elul, en daou devez hag hanter kant. 16 Ha pa welaz hon holl enebourien kement ma, ha ma welaz an holl boblou a oa en dro deomp an dra ma, e oent boll digourajet, hag ec’h anavejont penaoz al labour ze a oa groet dre hon Doue.

17 Er memeuz amzer ze, re vras a Juda, a gasaz lizerou niverus da Dobija ; ha re Tobija a zeue dezhei. 18 Rag eun niver bras a dud euz Juda a oa en em ereet outhan dre le, abalamour ma oa mab-kaer da Shekania, mab Arak, ha Jokanan, he vab, a oa dimezet da verc’h Mesbullam, mab Berekia. 19 Lavaret a reent vad outhan dirazoun, hag e kasent dezhan va c’homzou ; ha Tobija a gase lizerou d’am spounta.


7 Goude ma oe ar voger adsavet, ha ma em boa lakeat an doriou, ha ma oa ar borzierien, ar ganerien hag al Levited lakeat en ho flasou, 2 e roiz urz da Hanani, va breur, ha Hanamia, mestr ar c’hrenv en Jerusalem, rag eun den fidel e oa hag a soujans Doue, muoc’h evit kalz a re all ; 3 hag e lavaraz dezhei : Ra na zigorro ket doriou Jerusalem araog tomder an heol ; hag enpad ma vezo ar gwarded c’hoaz eno, ra vezo zerret an doriou ha lakeat ar barrennou ; ra vezo lakeat evel gwarded tud Jerusalem, pep hini en he bost, pep hini dirag he di. 4 Ha kear a oa frank ha bras, mes ar bobl nebeut niveruz, hag an tiez ne oant ket savet.

5 Neuze va Doue a lakeaz em c’haloun dastum ar brinsed, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niver anezhei ; hag he kasiz levr an niverez euz ar re a oa piniet er wech kenta. Hag e kaviz skrivet kement ma :

6 Setu re ar provins a zeuaz euz an esklavach, a douez ar re hen doa Nabukadnetsar, roue Babilon, dizouget, ha pere a zistroaz da Jerusalem hag en Juda, pep hini en he gear ; 7 pere a zeuaz gant Zorobabel, Jeshua, Nehemi, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoche, Eilshan, Mispereth, Bigvai, Nehum ha Baana.

8 Niver a dud pobl Israel : Bugale Parosh, daou vil daouzek hag eiz-ugent ; 9 bugale Shefatia, tri c’hant daouzek ha tri-ugent ; 10 bugale Arak, c’hwec’h kant daou hag hanter kant ; 11 bugale Pachath-Moab, bugale Jeshua ha Joab, daou vil eiz kant triwac’h ; 12 bugale Elam, mil daou c’hant pevar hag hanter kant ; 13 bugale Zattu, eiz kant pemp ha daou-ugent ; 14 bugale Zakai, seiz kant tri-ugent ; 15 bugale Binnui, c’hwec’h kant eiz ha daou-ugent ; 16 bugale Bebai, c’hwec’h kant eiz var ugent ; 17 bugale Azgad, daou vil tri c’hant daou var ugent ; 18 bugale Adonikam, c’hwec’h kant seiz ha tri-ugent ; 19 bugale Bigvai, daou vil seiz ha tri-ugent ; 20 bugale Adin, c’hwec’h kant pemp hag hanter kant ; 21 bugale Ater a famil Ezekiaz, triwac’h ha pevar-ugent ; 22 bugale Hashum, tri c’hant eiz var ugent ; 23 bugale Betsai, tri c’hant pevar-ugent ; 24 bugale Harif, kant daouzek ; 25 bugale Gabaon, pemzek ha pevar-ugent ; 26 bugale Bethlehem ha Netofa, eiz ha nao-ugent : 27 bugale Anathoth, eiz ha c’hwec’h-ugent ; 28 tud Beth-Azmaveth, daou ha daou-ugent ; 29 tud Kirjath-Jearim, euz Kefira hag euz Beeroth, seiz kant tri ha daou-ugent ; 30 tud Rama ha Gueba, c’hwec’h kant unan var ugent ; 31 tud Mikmas, kant daou var ugent ; 32 tud Bethel hag Ai, kant tri var ugent ; 33 tud Nebo all, daou hag hanter kant ; 34 bugale eun Elam all, mil daou c’hant pevar hag hanter kant ; 35 bugale Harim, tri c’hant ugent ; 36 bugale Jeriko, tri c’hant pemp ha daou-agent ; 37 bugale Lod, Hadid, hag Ono, seiz kant unan var ugent ; 38 bugale Senaa, tri mil nao c’hant tregont.

39 Sakrifierien : Bugale Jedaja, euz ti Jeshua, nao c’hant trizek ha tri-ugent ; 40 bugale Immer, mil daou hag hanter kant ; 41 bugale Pashur, mil daou c’hant seiz ha daou-ugent ; 42 bugale Harim, mil seitek.

43 Levited : Bugale Jeshua, euz Kadmiel, bugale Hodeva, tri-ugent ha pevarzek. 44 Kanerien : Bugale Asaf, kant eiz ha daou-ugent. 45 Porzerien : Bugale Shallum, bugale

421