Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/430

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 8.

Ater, bugale Talmon, bugale Akkub, bugale Hatita, bugale Shobai, kant eiz ha tregont.

46 Nethinied : Bugale Tsika, bugale Hasufa, bugale Tabbaoth, 47 bugale Keros, bugale Sia, bugale Padon, 48 bugale Lebana, bugale Agaba, bugale Salmai, 49 bugale Hanan, bugale Guiddel, bugale Gachar, 50 bugale Reaja, bugale Retsin, bugale Nekoda, 51 bugale Gazam, bugale Uzza, bugale Paseach, 52 bugale Besai, bugale Meunim, bugale Nefishesim, 53 bugale Bakbuk, bugale Hakufa, bugale Harhur, 54 bugale Batslith, bugale Mehida, bugale Harsha, 55 bugale Barkos, bugale Sisera, bugale Thamak, 56 bugale Netsiak, bugale Hatifa.

57 Bugale servicherien Salomon : Bugale Sotai, bugale Soferet, bugale Perida, 58 bugale Jaala, bugale Darken, bugale Guiddel, 59 bugale Sefatia, bugale Hattil, bugale Pokereth-Hatsebaim, bugale Amon. 60 An holl Nethinied, ha bugale servicherien Salomon : tri c’hant daouzek ha pevar-ugent.

61 Setu ama ar re a biniaz euz Thel-Melak, euz Thel-Harsha, euz Kerub-Addon, hag euz Immer, ar re pere ne heljont ket piniet euz ti ho zadou, nag ho ras, nag int a oa a Israel : 62 Bugale Delaja, bugale Tobija, bugale Nekoda, c’hwec’h kant daou ha daou-ugent. 63 Hag ar sakrifierien : Bugale Hobaja, bugale Kots, bugale Barzillai, pehini a gemeraz evit greg unan a verc’hed Barzillai, ar Galaadit, hag a oa galvet euz hano. 64 Klask a rejont ho hano entouez ar rumachou ; mes na oe ket kavet ennhei ; hag e oent taolet er meaz euz ar sakrifiach. 65 Ar gouarner a lavaraz eta dezhei na zebrjont ket traou re santel, ken a vije ar sakrifier eno, evit goulen ali gant an Urim hag an Thummim.

66 An asamble holl a oa daou vil ha daou-ugent tri c’hant tri-ugent, 67 hep ho mevelien hag ho mitizien, pere a oa en niver euz a zeiz mil tri c’hant seiz ha tregont ; beza ho doa daou c’hant pemp ha daou-ugent kaner ha kanerez. 68 Beza ho doa seiz kant c’hwec’h ha tregont loen kezek, daou c’hant pemp ha daou-ugent mul, 69 pevar c’hant pemp ha tregont chamo, ha seiz mil seiz kant ugent azen.

70 Unan benag a brinsed an tadou a gensikouraz evit al labour. Ar gouarner a roaz d’an tenzor mil dram aour, hanter kant basin, pemp kant tregont tuniken a sakrifierien. 71 Hag a douez prinsed an tadou, kals a roaz evit tenzor al labour, ugent mil dram aour ha daou vil daou c’hant mina arc’hant. 72 Hag ar pez a roaz an nemorant euz ar bobl a oe ugent mil dram aour, daou vil mina arc’hant ha seiz ha tri-ugent tuniken a sakrifikatored.

73 Hag ar sakrifierien, al Levited, ar borzierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Nethinied, hag holl re Israel, a choumaz en ho c’heariou. Evel se, pa eruaz ar seizved mis, bugale Israel a oa en ho c’heariou.


8 Hag, an holl bobl en em zastumaz evel eun den hepken, var ar blasen a zo dirag dor an doureier ; hag e leverjont da Esdras, ar skrib, digas levr lezen Moisez, roet gant an Aotrou da Israel. 2 Hag ar c’henta deiz euz ar seizved mis, Esdras, ar sakrifier, a zigasaz al lezen dirag an asamble, groet a wersed hag a c’hragez, hag euz ar re holl pere a oa kapabl d’he c’hlevet.

3 Neuze e lennaz el levr, var an blasen pehini a zo a dirag dor an doureier, adaleg ar beure bete kreiz an deiz, dirag ar wersed hag ar gragez, hag ar re holl a oa kapabi d’he c’hlevet ; ha diouskouarn ar bobl a oe selaouuz d’al lennadur euz a levr al lezen. 4 Esdras, ar skrib, en em dalc’he var eur zavaden goad, pehini a oa lakeat evit kement se ; hag en he du deou he oa Matthithia, Shama, Anaja, Uri, Hilkija ha Maaseja ; hag euz he du kleiz Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbaddana, Zakari ha Meshullam. 5 Esdras a zigoraz al levr dirag an holl bobl ; rag dreist an holl bobl he oa ; ha ragtal ma hen doa he zigoret, an holl bobl en em zalc’haz en he za. 6 Hag Esdras a vennigaz an Aotrou, an Doue bras, hag an holl bobl a respountaz : Amen ! Amen ! o sevel he zaouarn ; goude he plegjont hag he stoujont dirag an Aotrou, ar visach euz an douar. 7 Goude Jeshua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabethai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplegaz al lezen d’ar bobl, ar bobl euz en em derc’hel var ar blasen. 8 Len a rea freaz en levr lezen Doue ; hag e roe ar sans anezhan, hag he rea kompren al lennadur.

9 Ha Nehemi, ar gouarner, Esdras, sakrifier ha skrib, hag al Levited, pere a gelenne ar bobl, a lavaraz d’ar

422