Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/431

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 9.

bobl : An deiz ma a zo kensagret d’an Aotrou hon Doue ; n’en em c’hlac’haret ket, ha na welet ket ; rag an holl bobl a wele o klevet komzou al lezen. 10 Hag hen a lavaraz dezhei : It, debrit kig dru, hag evit gwin dous, ha kasit lodennou d’ar re n’ho deus netra, rag an deiz ma a zo kensagret d’hon Aotrou ; na vezet ket eta glac’haret, rag joa an Aotrou eo ho nerz. 11 Hag al Levited a zioulaez ar bobl, o lavarout : Bezit zioul, rag an deiz ma a zo zantel, ha n’en em c’hlac’harit ket. 12 Evel se an holl bobl a ieaz da zibri, ha da eva, ha da gas lodennou, ha da ober eur rejouissans vras ; rag ententet ho doa ar c’homzou a oa roet da anaout dezhei.

13 An eived deiz, prinsed tadou an holl bobl, ar sakrifierien hag al Levited, en em dastumaz en kichen Esdras, ar skrib, evit en em gelen en traou al lezen. 14 Kaout a rejont eta skrivet el lezen Hen doa an Aotrou roet dre Voizez, penaoz bugale larael a dlee choum en tantennou enpad ar gwel, d’ar seizved mis, 15 hag e tleet emban ze hag e ziskleria en holl goariou hag en Jerusalem, o lavarout : It d’ar menez, ha digasit brankou oll vezennou sovach, brankou mirth, brankou palmez, ha brankou gwez tefal, evit ober tantennou, evel ma eo skrivet. 16 Neuze ar bobl a ieaz er meaz, hag a zigasaz outhei ; hag a reaz tantennou, pep hini var he doen, en ho forziou, en leuriou ti Doue, var ar blasen dirag dor an doureier, ha var blasen dor Efraim. 17 Evel se holl vanden ar re a oa distroet eus an esklavach a reaz tantennou, hag en em delc’hjont en tantennou ze. Ha bugale Israel n’ho doa ket groet eun hevelep tra abaoe deiziou Josue, mab Nun, bete an deiz so. Beza he oa eta eur joa vras.

18 Ha lennet oe en levr lezen Doue bemde, adaleg an deiz kenta bete an deiz diveza. Groet he oe ar gwel enpad seiz devez, hag he oe eun unvaniez solennel d’an eizved deiz, evel ma oe gourc’hemennet.


9 Ar bevared deiz var ugent euz ar memeuz mis, bugale Israel en em zastumaz, a iunaz, goloet a zier, ha douar var ho fennou. 2 Ha ras Israel en em bellaez eus an holl diavezidi ; hag he teujont, oc’h ansav ho fec’hejou ha fallentezou ho zadou. 3 Sevel a rejont eta en ho flas, hag e oe lennet en levr lezen an Aotrou ho Doue enpad eur c’hart devez, hag enpad eur c’hart all he rejont ansavidigez, hag en em stoujont dirag an Aotrou ho Doue.

4 Ha Jeshua, Bani, Kadmiel, Shebania, Bunni, Sherebia, Bani ha Kenani a savaz var dribun al Levited, hag a griaz a vouez huel d’an Aotrou ho Doue. 5 Hag al Levited, Joshua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania, ha Pethakia, a lavaraz :

Savit, benniget an Aotrou ho Toue, a oad en oad. Ra vezo benniget da hano gloriuz, pehini a zo dreist pep bennoz ha dreist pep meulodi ! 6 Te hepken eo an Aotrou ! groet Hec’h euz an envou, an envou an env, hag ho holl arme ; an douar, ha kement a zo ennhan ; ar moriou, hag an holl draou pere a zo ennhei. Rei a rez ar vuez d’an holl draou, hag arme an envou a stou diraz Out. 7 Te eo an Aotrou Doue, pehini Hec’h euz choazet Abram, ha pehini hen lekeaz da vont kwit euz Ur ar Galdeed, hag a roaz dezhan an hano a Abraham. 8 Kavet ez poa he galoun fidel diraz Out, hag ez poa greet konvenans ganthan, evit rei d’he lignez bro ar Gananeed, an Hethied, an Amoreed, ar Ferezied, ar Jebuzied hag ar Guirgazied ; hag Hec’h euz peur c’hroet da gomz, rag Te a zo gwirion.

9 Sellet ez poa euz glac’har hon zadou an Ejipt, hag ez poa klevet ho garm tost d’ar mor Ru ; 10 groet ez poa burzudou ha miraklou, var Faraon ha var he holl zervicherien, ha var holl bobl he vro, dre ma ez poa anavezet he treitoure anezhei gant ourgouil ; hag ez pea roet d’id eur vrud ken a choum bete hirie. 11 Faoutet ez poa ar mor dirazhei, hag e tremenjont en seac’h, a dreuz ar mor, ha taolet ez poa en dounder ar re a rede var ho lerc’h, evel eur mean en doureier doun. 12 Ho ren a reaz, en deiz dre eur golonnen goabrenuz, hag en noz dre eur golonnen dân, evit ho skleria en hent en pehini he tleent mont. 13 Diskennet oaz var menez Sinai ; hag ez pea komzet outhei euz an envou, hag ez poa roet dezhei urzou eeün, lezennou gwirion, reglennou mad ha gourc’hemennou mad. 14 Diski a reaz dezhei da sabbat santel, ha roet ez poaz dezhei gourc’hemennou, reglennou hag eul lezen, dre Voizez, da zervicher. 15 Roet ez poa ive dezhei, euz an envou, bara evit ho naon, hag euz ar roc’h ez poa laket

423