Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/432

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 9.

dour da zont evit ho sec’hed, hag ez poa lavaret dezhei ma ez ajent da berc’henni ar vro az poa groet le da roi dezhei.

16 Mes int, hon zadou, a reaz gant ourgouil, hag a reudaz ho gouzouk, ha na zelaoujont ket da c’hourc’hemennou. 17 Na fellaz ket dezhei selaou, ha n’ho doe ket a sonj euz ar burzudou az poa groet en ho faveur ; mes reuda a rejont ho gouzouk, hag en dizentigez e lekejont eur mestr evit distrei en ho esklavach. Mes te, pehini a zo eun Doue hag a bardoun, trugarezuz, truezuz, gorrek d’ar goler, ha founuz da rei gras, na zilezaz ket anezhei. 18 Memeuz pa rejont eul loe teuet, ha pa leverjont : Setu da Zoue, pehini hon deuz da lakeat da biniat euz an Ejipt, ha ma rejont dismegansou bras d’id. 19 Te, ebarz da vadelezou bras, n’ho lezaz ket en distro ; ar golonnen a wabren na baouesaz ket da veza dreisthei en deiz, evit ho ren dre an hent nag ar golonnen dân en noz, evit ho skleria en hent dre behini he tleent bale. 20 Roet ez poa dezhei da Spered mad evit ho renta fur ; n’az poa ket lamet ar mann euz ho genou, ha dour az poa roet dezhei euz ho sec’hed. 21 Ho bevet ez poa enpad daou-ugent vloaz en distro, hep ma vankaz netra dezhei ; ho dillad na uzjont ket, nag ho zreid na goenvjont ket. 22 Roet ez poa dezhei rouantelezou ha poblou, pere az poa lodennet dezhei dre vroiou ; perc’henni a rejont bro Sion, bro roue Hesbon, ha bro Og, roue Bassan. 23 Niveret ez poa ho bugale evel stered an envou, hag ez poa lakeat anezhei er vro a behini ez poa komzet d’ho zadou, ma zajent ennhi evit he berc’henni. 24 Hag ar vugale a ieaz hag a berc’hennaz ar vro ; dirazhei ez poa izeleet ar Gananeed, tud ar vro, hag ez poa ho lakeat entre ho daouarn, gant ho rouane, ha poblou ar vro, evit ma rajent dezhei hervez ho c’hoant. 25 Kemer a rejont keariou kre hag eun douar dru ; perc’henni a rejont tiez leun a bep sort madou, punsou toulet, gwiniennou, olivezennou ha gwez frouez a founder ; dibri a rejont hag e oent leuniet ; larda a rejont, hag en em dretjont delisius dre da vadelez vras.

26 Mes en em zevel hag en em dirolla a rejont a enep d’id, teurel a rejont da lezen endrek ho c’hein ; laza a rejont da brofeded pere oc’h alie da zistrei ouzit, hag e rejont dismegansou bras d’id. 27 Evel se ez poa ho lekeat entre daouarn ho enebourien, pere ho gwaskaz. Koulskoude, en amzer ho zristidigez, he krijont d’id ; euz an envou ez poa ho zelaouet, hag hervez da vadelezou braz, roet ez poa dezhei liberatored, pere ho lamaz a zaouarn ho enebourien. 28 Mes, adaleg m’ho doa diskwiz, en em distroent da ober ar fall diraz Out ; neuze ez poa ho lezet entre daouarn ho enebourien, pere a vestronie anezhei. Neuze en em lekeent da grial var zu ennout, hag e selaouez anezhei euz an envou ; hag aliez a wech ec’h euz ho delivret, hervez da drugarezou. 29 Hag e pedez anezhei da zistrei d’az lezen ; mes en em savet int bet gant ourgouil, ha n’ho deuz ket sentet euz da c’hourc’hemennou ; pec’het ho deuz a enep da urzou, pere a lakaio da veva piou benag ho graio. Tennet ho deuz ho skoa adre ; reudet ho deuz ho gouzouk, ha n’ho deuz ket selaouet. 30 Gortozet ec’h euz anezhei gant sioulded enpad eun niver bras a vloaziou, hag Hec’h euz ho fedet dre da Spered, dre labour da brofeded ; mes n’ho deuz ket ho zelaouet, hag Hec’h euz ho lekeet entre daouarn poblou estranjour. 31 Koulskoude, dre da vadelezou bras, n’ec’h euz ket ho c’haset da netra, ha n’ec’h euz ket ho dilezet ; rag Te a zo eun Doue mad ha trugarezuz.

32 Ha brema, O hon Doue ! Doue bras, galloudek ha spountuz ! pehini a vir ar gonvenans hag ar vadelez, na zell ket evel nebeut a dra an holl drubul ze pehini hen deuz hon zapet, ni, hon rouane, hon frinsed, hon sakrifierien, hon frofeded, hon zadou ha da holl bobl, adaleg amzer rouane an Assiri bete hirie. 33 Just out en kement a zo eruet ganeomp ; rag groet ec’h euz hervez ar wirione, mes ni hon euz groet gant fallentez. 34 Hon rouane, hon frinsed, hon sakrifierien hag hon zadou, n’ho deuz ket groet hervez da lezen, ha n’int ket bet selaouuz d’az gourc’hemennou, na d’ar c’halvedigezou dre bere ho fedez. 35 N’ho deuz ket da zervichet enpad ho ren, en kreiz ar madou bras pere a roez dezhei, er vro frank ha dru pehini az poa lakeet en ho dalc’h, ha n’hen d’int ket bet distroet euz ho labouriou fall. 36 Setu, omp-ni hirie esklaved ! Er vro pehini az poa roet d’hon zadou, evit dibri ar frouez anezhi hag ar madou, setu, omp da esklaved ! 37 Hag

424