Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/435

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 13.

shullam ; 17 evit Abija, Zikri ; evit Minjamin, ha Moadia, Piltai ; 18 evit Bilga, Shammua ; evit Shemaja, Jonathan ; 19 evit Jojarib, Matthenai ; evit Jedaja, Uzzi ; 20 evit Sallai, Kallai ; evit Amok, Eber ; 21 evit Hilkija, Hashabia ; evit Jedaja, Nathanael.

22 Divarben al Levited, prinsed an tadou a oe skrivet en amzer Eliashib, euz Jojada, euz Jokanan hag euz Jaddua ; divarben ar sakrifierien, he oe dindan ren Darius, ar Pers.

23 Bugale Levi, prinsed an tadou, a oe merket en levr an Neventizou, beteg amzer Jokanan, mab Eliashib. 24 Prinsed Levi a oa : Hashabia, Sherebia ha Jeshua, mab Kadmiel ; hag ho breudeur a oa ganthei evit meuli ha gwelia an Aotrou, hervez gourc’hemen David, den Doue, eur c’heur a respounte d’egile. 25 Matthania, Bakbukia, Obadia, Meshullam, Talmon hag Akkub, diwalerien, porzerien, a rea ar gward var treujou an doriou. 26 Ar re ze a veve en amzer Jojakim, mab Jeshua, mab Jotsadak, hag en amzer Nehemi, ar gouarner, hag Esdras, sakrifier ha skrib.

27 HAG, en sakrerez moger Jerusalem, he oe kaset da gerc’hat al Levited euz ho holl diez, evit dont da Jerusalem, abalamour da ober ar sakrerez gant joa, gant meulodi ha kantikou, gant simbalou, ha lirennou, ha telennou. 28 Mibien ar ganerien en em dastumaz euz an dro da Jerusalem, euz billajennou an Netofatited, 29 euz Beth-Guilgal hag euz meaziou Gueba hag euz Azmaveth ; rag ar ganerien ho doa groet billajennou en dro da Jerusalem. 30 Hag ar sakrifierien hag al Levited en em burifiaz. Purifia a rejont ive ar bobl, an doriou hag ar voger. 31 Neuze e riz da brinsed Juda mont var ar voger, hag he lakeiz daou geur bras ha bandennou. Unan a ie a zeou, var ar voger, da gaout dor an teil. 32 Var ho lerc’h ez ea Hoshaja, gant an hanter a brinsed Juda ; 33 Azaria, Esdras, Meshullam, 34 Juda, Benjamin, Shemaja, ha Jeremi ; 35 ha mibien ar sakrifikatored, gant trompillou : Zakari, mab Jonathan, mab Shemaja, mab Matthania, mab Mikaja, mab Zakkur, mab Azaf ; 36 hag he vreudeur, Shemaja, Azareel, Milalai, Guilalai, Maai, Nathanael, Juda, Hanani, gant oustillou musik David, den Doue ; Esdras, ar skrib, a oa en ho fen. 37 Hag euz dor ar feunteun, a genver dezhei, he pinjont degreou kear David, dre grec’hien ar voger, dreist ti David, bete dor an doureier, var zu ar savheol.

38 An eilved keur a ie a enep, ha me he c’houde, gant an hanter all euz ar bobl, var ar voger, dreist tour ar forniou, beteg ar voger ledan ; 39 ha dreist dor Efraim, euz an nor goz, euz dor ar pesked, euz tour Hananeel, hag euz tour Shea, bete dor an denved. Choum a rejont en tal dor ar prizoun. 40 Neuze an daou geur a choumaz en ti Doue, kenkouls ha me, hag an hanter euz ar renerien ganen ; 41 hag ar sakrifierien, Eliakim, Maaseja, Minjamin, Mikaja, Eljoenai, Zakari, Hanania, gant trompillou ; 42 ha Maaseja, Shemaja, Eleazar, Uzzi, Jokanan, Malkija, Elam hag Ezer. Hag ar ganerien a reaz ho c’hlevet ; Jizrakia a oa ho chef. 43 Kinnig a rejont ive, en deiz se, sakrifisou bras, hag en em laouenajot, dre ma Hen doa Doue roet eur joa vraz dezhei ; memeuz ar gragez hag ar vugale en em laouenae ; hag ar joa en Jerusalem a oe klevet a bell.

44 Lakeat he oa, en deiz se, tud var gamprou an tenzoriou, profou, preuveudiou, deogou, evit dastum ennhei, euz douar ar billajennou, al lodennou merket gant al lezen d’ar sakrifierien ha d’al Levited ; rag Juda a oe er joa abalamour d’ar sakrifierien ha d’al Levited pere a oa eno, hag a rea servich ho c’harg dirag Doue, hag ar servich a burifikasion ; 45 kenkoulz evel ar ganerien hag ar borzerien, hervez gourc’hemen David ha Salomon, he vab. 46 Rag gwech all, en amzer David hag Asaf, he oa mestrou kanerien, ha kantikou a veulodi hag a oberiou a c’hras da Zoue. Hag an holl Israelited, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemi, a roe loden ar ganerien hag ar borzerien, deiz dre zeiz ; rei a reet d’al Levited an traou kensakret, hag al Levited a roe da vugale Aaron an traou kensakret.


13 En amzer ze e oe lennet levr Moizez dirag ar bobl ; hag he oe kavet ennhan skrivet penaoz an Ammonited nag ar Moabited, na dleent biken antren en asamble Doue ; 2 dre ma ne oant ket deuet araog bugale Israel gant bara ha dour, mes ma ho doa paeet Balaam a enep dezhei, evit ho milliga ; mes hon Doue a chanjaz ar valloz en bennoz. 3 C’hoarvezout a reaz eta, pa oe klevet al lezen, ma oe lamet pep meskaden a douez Israel. 4 Hag,

427