Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/437

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 1.

29 Ma Doue ! az pez sonj anezhei ; rag souliet ho deuz ar velegiach, ar gonvenans euz ar velegiach hag euz al Levited.

30 Evel se me a burifiaz anezhei euz a gement a oa estranjour, hag e lakaiz ar sakrifierien hag al Levited en ho c’hargou, pep hini hervez he renk, 31 hag ar brestadurezou en koat en amzeriou merket, ha re ar preuveudiou.

Ma Doue ! az pez sonj ac’hanoun evit ober vad d’in !


————


LEVR ESTER.

1 EN amzer Assuerus (an Assuerus se pehini a rene adaleg an Indez beteg an Etiopi, var seiz ha c’hweac’h-ugent provins), 2 en amzer se e c’hoarvezas penaoz ar roue Assuerus o veza azezet var drôn he rouantelez, en Sus, pen kear he rouantelez, 3 an drede bloaz euz he ren, e reaz eur pred d’he holl brinsed ha d’he holl vevelien ; arme ar Pers hag ar Medi, aotroune bras, ha renerien ar provinsou, a oa dirazhan ; 4 diskwez a reaz dezhei pinvidigez gloar he rouantelez, hag al lugern kaer euz he vraster, enpad eun niver bras a zeiziou, nao-ugent deiz.

5 Ha pa oe tremenet an deiziou se, ar roue a reaz eur fest enpad seiz devez, en porz jardin palez ar roue, d’an holl bobl en em gave en Sus, ar pen kear, adaleg ar brasa beteg ar bihana. 6 Gweliou gwen, gwer ha pourpr a oe dalc’het gant kerden lin moan ha skarlat euz rillennou arc’hant hag euz peuliou marbr gwen, ar gweleou a oa a aour hag a arc’hant var eul leur a borfir, a varbr gwen, a nakr hag a varbr brizeet. 7 Rei a reet da eva en besellou aour (pere a oa a zoareou dishenvel), hag e oa eno gwin roueek a foun, evel ma heile ar roue hen ober. 8 Evel ma oa urzet, ne reet da zen eva, rag ar roue hen doa gourc’hemennet stard da holl offiserien he di ober evel ma falveje da bep hini. 9 Vasti, ar rouanez, ar reaz ive eur fest evit ar gragez, en palez ar roue Assuerus.

10 Hag, er seizved deiz, evel ma oa kaloun ar roue ieet gant ar gwin, e c’hourc’hemennaz da Vehuman, Biztha, Harbona, Bigtha, Abagtha, Zethar ha Karkas, ar seiz eunuk pere a serviche dirag ar roue Assuerus, 11 digas Vasti, ar rouanez. dirazhan, gant ar gurunen royal, evit diskwez he c’haerded d’ar bobl ha d’an aotroune ; rag kaer e oa a visach. 12 Mes ar rouanez Yasti na c’houlaz ket senti euz ar gourc’hemen hen doa ar roue roet dezhei dre an eunuked ; hag ar roue en em lekeaz en koler vras, hag he fulor en em savaz ennhan.

13 Neuze ar roue a gomzaz d’ar re fur, pere ho doa anaoudegez an amzeriou. Rag evel se e vije groet afferou ar roue, dirag ar re holl pere a anaveze al lezen hag an droet. 14 Hag ar re dosta dezhan a oa neuze Karshena, Shethar, Admatha, Tharsis, Meres, Marsena, Memukan, seiz aotrou euz ar Pers hag euz ar Medi, pere a wele fas ar roue, ha pere a zalc’he ar c’henta plas er rouantelez. 15 Petra a dleet ober, a lavaraz hen, hervez al lezennou, d’ar rouanez Vasti, dre ma ne deuz ket sentet euz an urz hen doa ar roue Assuerus roet dezhi dre an eunuked ?

16 Neuze Memukan a lavaraz, dirag ar roue hag an aotroune : Ar rouanez Vasti n’he deuz ket hepken groet fall en kever ar roue, mes ive en kever an holl aotroune hag an holl boblou a zo en provinsou ar roue Assuerus. 17 Rag, ar pez hen deuz ar rouanez groet, a vezo anavezet gant an holl c’hragez, hag a raio dezhei disprija ho ezec’h. Lavaret a rafont : Ar roue Assuerus hen doa gourc’hemennet digas dezhan ar rouanez, ha ne oa ket deuet. 18 En amzer da zont itrounezed ar Pers hag ar Medi pere ho devezo anavezet ar pez hen deuz groet ar rouanez, a respounto en hevelep doare da holl aotroune ar roue, a beleac’h e c’hoarvezo kals a zisprij hag a goler. 19 Mar kav ar roue mad, ra vezo embannet eun urz royal euz he beurz, ha ra vezo skrivet en lezennou ar Pers hag ar

429