Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/439

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 3, 4.

ma c’hourc’hemene Mardoche dezhi, evel pa oa savet en he di.

21 En deiziou ze, Mardoche o veza azezet en tal dor ar roue, Bigthan ha Theresh, daou eunuk d’ar roue, a douez gwarded an treujo, o veza eet drouk ennhei, a glaske lakaat ho daouarn var ar roue Assuerus. 22 Mardoche, o veza anavezet kement se, hen roaz da anaout da Ester, hag Ester hen lavaraz d’ar roue, a beurz Mardoche. 23 Evesaet e oa euz an dra, pehini a oa gwirion, hag an eunuked a oe ho daou krouget euz ar c’hoat ; ha kement se a oa skrivet en Histor, dirag ar roue.


3 Goude an traou ma, ar roue Assuerus a huelaez Haman, mab Hammedatha, an Agajian ; he huelat a reaz, hag e lakeaz he gador dreist reou an holl brinsed pere a oa ganthan. 2 Hag holl zervicherien ar roue, pere a oa euz dor ar roue, a blege hag en em stoue dirag Haman ; rag ar roue hen doe gourc’hemennet ze divar he ben. Mes Mardoche na blege, na n’en em stoue ket. 3 Ha zervicherien ar roue, pere a oa euz dor ar roue, a lavaraz da Vardoche : Perag e torrez-te gourc’hemen ar roue ? 4 Ha c’hoarvezout a reaz penaoz goude beza lavaret dezhan enpad meur a zevez, ha ma na zelaoue ket anezhei, e leverjont da Haman, evit gwelet hag hen a zalchje Mardoche stard d’he oberians ; rag lavaret hen doa dezhei e oa Judev. 5 Hag Haman a welaz ne blege ha ne stoue ket Mardoche dirazhan ; hag e oe leuniet a fulor. 6 Mes na brisaz ket lakat he zorn var Mardoche hepken, rag lavaret e oa euz a bez pobl he oa Mardoche ; hag Haman a glaskaz distruja an holl Judevien pere a oa en rouantelez Assuerus, dre ma oant pobl Mardoche. 7 D’ar c’henta mis, pehini eo mis Nisan, an daouzekved bloaz euz ar roue Assuerus, e oe taolet ar Pur, da lavaret eo, ar zort, dirag Haman, evit bep devez hag evit bep mis ; hag ar zort a gwezaz var an daouzekved mis, pehini eo mis Adar.

8 Neuze Haman a lavaraz d’ar roue Assuerus : Beza e zo eur bobl sklabezet entouez ar poblou, dre holl brovinsou da rouantelez, ha pehini, koulskoude en em dalc’h a du, a behini al lezennou a zo dishenvel euz re an holl boblou, ha pere ne viront ket lezennou ar roue. N’eo ket dereat d’ar roue ho lezel en repos. 9 Mar kav eta ar roue mad, ra vezo skrivet evit ho distruja ; ha me a lakaio entre daouarn ar re a ra an afferou, dek mil taland arc’hant, evit ma vefont kaset en tenzoriou ar roue. 10 Neuze ar roue a lamaz ar walen euz he zorn, hag a roaz anezhi da Haman, mab Hammedatha, an Agajian, pehini a waske ar Judevien. 11 Hag ar roue a lavaraz da Haman : An arc’hant ze a zo roet d’id, koulz hag ar bobl ze, da ober evel ma kari outhei.

12 En drizekved deiz euz ar mis kenta, e oe eta galvet skrivanierien ar roue ; hag e oe skrivet da oviserien ar roue, evel ma hen doa gourc’hemennet Haman, d’ar gouarnerien a bep provins, ha d’ar renerien a bep pobl, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez ; pep tra a oe skrivet en hano ar roue Assuerus, ha ziellet gant gwalen ar roue. 13 Hag al lizerou a oe kaset dre gourierien en holl brovinsou ar roue, abalamour ma vije da revina, da laza ha da zistruja an holl Judevien, kement ar re iaouank evel ar re goz, ar vugale vihan hag ar gragez, en eur memeuz devez, an drizekved devez euz an daouzekved mis, pehini eo mis Adar, ha da billa ho madou. 14 Al lizerou pere a oe skrivet a zouge ma vije embanet an urz en pep provins, ha ma vije kaset publikamant d’an holl boblou, evit ma vijet prest a ben en deiz se. 15 Ar gourrierien, presset gant gourc’hemen ar roue, a ieaz ; an urz a oe ive embanet en kear Sus ar pen kear. Hag enpad ma oa ar roue hag Haman azezet da eva, kear Sus a oa en spouron.


4 Ha, pa anavezaz Mardoche kement a oa bet groet, e freuzaz he zillad, en em wiskaz gant eur sac’h ha gant ludu, hag ez eaz dre gear, o krial gant eur vouez vras ha c’hwero. 2 Hag e teuaz bete dirag dor ar roue ; rag na helle den hag a vije gwisket gant eur zac’h mont en palez ar roue. 3 Hag en pep provins, el lec’hiou ma oa gir ar roue hag he urz eet, ar Judevien a oe en kaon bras, o iun, o wela hag oc’h irvoudi ; ha kals a c’hourveze var ar zac’h hag al ludu.

4 Mitizien Ester hag he c’heunuked a zeuaz d’he c’haout hag a lavaraz dezhi kement se ; hag ar rouanez a oe gwal spouronet, hag e kasaz dillad da wiska Mardoche, hag evit ma lamje he zac’h divarnezhan ; mes hen n’ho c’hemeraz ket. 5 Neuze Ester a

431