Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/440

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 5.

c’halvaz Hathak, unan a eunuked ar roue, pehini hen doa lakeat evit he zervichi ; hag e roaz urz dezhan da c’houlen digant Mardoche, petra e oa, ha perag he rea evel se. 6 Hathak az eaz eta da gaout Mardoche, var ar plas kear a oa dirag dor ar roue. 7 Ha Mardoche a ziskleriaz dezhan kement a oa c’hoarvezet, hag ar som arc’hant hen doa Haman prometet pea en tenzor ar roue, divarben ar Judevien, abalamour ma vijent distrujet. 8 Hag he roazdezhan eur c’hopi euz an urz skrid a oa bet embannet en Sus, abalamour d’ho distruja, evit m’hen diskweje da Ester, o lavaret dezhi holl, hag o c’hourc’hemen dezhi mont da di ar roue, evit goulen diganthan gras ha pedi evit he fobl.

9 Hathak a zeuaz eta, hag a lavaraz da Ester komzou Mardoche. 10 Hag Ester a lavaraz da Hathak, hag a c’hourc’hemennaz dezhan lavaret da Vardoche : Holl servicherien ar roue ha pobl provinsou ar roue a anave penaoz eo eul lezen, ar memeuz evit an holl, penaoz piou benag, gwaz pe vreg, a ia en ti ar roue, er porz en diabarz, hep beza galvet, a zo lakeat d’ar maro ; n’hen deuz ken nemert an hini da behini he c’hasten ar roue he vaz roue aour, a gement hell beva ; ha me n’hen d’oun ket bet galvet da vont da di ar roue abaoe tregont devez. 12 Kaset e oe komzou Ester da Vardoche. 13 Ha Mardoche a reaz ar respount ma da Estèr : Na sonj ket penaoz helli tec’hel te da unan a douez an holl Judevien, abalamour ma out en ti ar roue. 14 Rag, ma en em davez en amzer ma, ar Judevion a vevo hag a vezo delivret dre eun dra all benag ; mes te ha ti da dad, a beriso. Ha piou a oar hag hen n’eo ket evit eun amzer evel hema eo out eet da rouanez ?

15 Neuze Ester a lavaraz ma vije groet ar respount ma da Vardoche : 16 Kea, dastum an holl Judevien a zo en Sus, ha iunet evidoun ; na zebret ha na evet netra enpad tri deiz, ken en noz evel en deiz ; ha me ha va mitizien, ni a iuno ive ; goude me a ielo da gaout ar roue evel se, petra benag ma eo enep al lezen ; ha ma c’hoarvez e vezin distrujet, e vezin distrujet ! 17 Mardoche a ieaz eta, hag a reaz kement hen doa Ester gourc’hemennet dezhan.


5 Hag, en drede deiz, Ester a wiskas he diliad rouanez, hag en em dalc’haz er porz en diabarz euz ti ar roue, dirag ti ar roue. Ar roue o veza azezet var drôn he rouantelez, en he balez, dirag dor ar palez. 2 Ha pa welaz ar rouanez Ester pehini en em dalc’he en he za er porz, e kavaz gras dirag he zaoulagad, hag ar roue a astennaz da Ester ar vaz roue aour, pehini a oa en he zorn ; hag Ester a dostaaz, hag a stokaz pen ar vaz roue aour. 3 Hag ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz, rouanez Ester, ha pehini eo da c’houlen ? Ha pa vefe an hanter euz ar rouantelez, roet e vefe d’id. 4 Ester a respountaz : Ma kav ar roue mad, ma teuo ar roue hag Haman hirie d’ar fest em euz fichet dezhei. 5 Neuze ar roue a lavaraz : Galvet buhan Haman, evit ober ar pez hen deuz Ester lavaret. Ar roue a zeuaz eta gant Haman d’ar fest hen doa Ester fichet.

6 Hag ar roue a lavaraz da Ester enpad ma evfet ar gwin : Pehini eo da c’houlen ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Ha pa vefe an hanter euz va rouantelez, groet e vefe. 7 Hag Ester a respountaz, hag a lavaraz : Setu va goulen ha va feden : 8 Mar em euz kavet gras dirag ar roue, ha mar kav ar roue mad rei d’in va goulen, hag ober hervez va c’hoant, ra zeui ar roue hag Haman d’ar fest a fichin dezhei, ha varc’hoaz me a raio hervez gir ar roue.

9 Hag, Haman a ieaz, en deiz se, joaus hag ar galoun kontant ; mes pa welaz, euz dor ar roue, Mardoche, pehini ne zavaz ket ha na finvaz ket evithan, e oe leuniet a goler a enep Mardoche. 10 Koulskoude Haman en em gendalc’haz, a gasaz da gerc’hat he vignoned ha Zeresh, he vreg. 11 Neuze Haman a gomzaz dezhei euz gloar he benvidigezou, euz an niver euz he vugale, euz kement hen doa ar roue groet evit he huelat, ha penaoz hen doa he zavet dreist prinsed ha zervicherien ar roue. 12 Haman a lavaraz ive : Ha zoken ar rouanez Ester n’he deuz lakeat nemert oun da zont gant ar roue d’ar fest he deuz groet, ha varc’hoaz oun pedet ganthi da vont c’hoaz gant ar roue. 13 Mes kement se holl n’eo ket a walc’h d’in, enpad ma welin Mardoche, ar Judev, azezet euz dor ar roue. 14 Neuze Zeresh, he vreg, hag he holl vignoned, a respountaz : Ra vezo groet eur groug euz hanter kant illinad huelded ; ha varc’hoaz ar beure lavar d’ar roue ma vezo krouget Mardoche eno ; ha kea joauz d’ar

432