Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/442

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 8, 9.

ar groug hen doa kempennet evit Maraoche ; ha koler ar roue a oa douseet.


8 En deiz se memeuz, ar roue Assuerus a roaz d’ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Judevien. Ha Mardoche en em diskwezaz dirag ar roue ; rag Ester hen doa diskleriet ar pez e oa dezhi. 2 Hag ar roue a gemeraz he walen, pehini hen doa laket lemel digant Haman, hag e roaz da Vardoche ; hag Ester a lekeaz Mardoche var di Haman.

3 Hag Ester a gendalc’haz da gomz dirag ar roue, hag en em daolaz d’he dreid, o wela, hag e pede anezhan da ober ma n’hen dije ket lec’h ar pez hen doa drougiez Haman, an Agajian, groet a enep ar Judevien. 4 Neuze ar roue a astennaz ar vaz aour da Ester. Ester a savaz eta, hag en em dalc’haz en he za dirag ar roue ; 5 hag e lavaraz : Mar kav ar roue mad, mar em euz kavet gras dirazhan, mar zeblant an dra rezonable d’ar roue, ha mar d’oun agreabl dezhan, ra vezo skrivet evit terri al lizerou a zell euz fallentez Haman, mab Hammedatha, an Agajian, pere hen doa skrivet evit distruja ar Judevien a zo en holl brovinsou ar roue. 6 Rag penaoz helfen me gwelet an drouk a erufe gant va fobl, ha penaoz e welfen me distruj va ras ? 7 Neuze ar roue Assuerus a lavaraz d’ar rouanez Ester ha da Vardoche ar Judev : Setu, em euz roet ti Haman da Ester, hag eo krouget euz ar groug, dre ma hen doa astennet he zorn a enep ar Judevien. 8 C’hwi eta, skrivet en hano ar roue en faver ar Judevien, evel ma kevfet mad, ha sellet ar skrid gant gwalen ar roue ; rag ar skritur pehini a zo skrivet en hano ar roue ha ziellet gant gwalen ar roue, na hell ket beza torret.

9 Kerkent, d’an drived devez var ugent euz an drived mis, pehini eo mis Sivan, skrivanieren ar roue a oe galvet, hag e oa skrivet d’ar Judevien, evel ma hen doa Mardoche gourc’hemennet, ha d’an oviserien, a renerien ha da vestrou ar provinsou, pere a oa adaleg an Indez beteg an Etiopi, seiz ha c’hwec’h ugent provins, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez, ha d’ar Judevien hervez ho doare da skriva hag hervez ho iez. 10 Skrivet e oe eta en hano ar roue Assuerus, hag e oe ziellet al lizerou gant gwalen ar roue ; goude a oent kaset gant kourierien, pignet var rederien, var muled ganet a gezegenned. 11 Al lizerou a zouge e c’hurze ar roue d’ar Judevien a oa en pep kear en em dastum hag en em lakaat en difen evit ho buez ; dispen, laza, distruja pep gallout armet a bobl hag a brovins pere ho gwaske, kenkouls hag ar vugale vihan hag ar gragez, ha pilla ho diwisk ; 12 ha kement se, en eur memeuz deiz, en holl brovinsou ar roue Assuerus, en drizekved deiz euz an daouzekved mis, pehini eo mis Adar. 13 Al lizerou a oa skrivet, a zouge e c’hembanjet an urz ze en pep provins, ha ma vije roet da anaout publikamant d’an holl boblou, abalamour ma vije ar Judevien prest en deiz se d’en em vanji euz ho holl enebourien. 14 Ar gourierien pignet var rederien, var muled, a ieaz, o c’hasta, o vuaneka, hervez urz ar roue. An emban a oe groet ive en kear Sus.

15 Ha Mardoche a ieaz dirag ar roue en dillad roueek, pourpr ha gwen, gant eur gurunen vras a aour, hag eur vantel lin moan ha skarlat ; kear Sus a loske kriadennou a joa hag en em laouenae. 16 Beza oe evit ar Judevien bonheur ha joa, joausted hag enor. 17 Hag en pep provins, hag en pep kear, el lec’hiou ma’z eaz komz urz ar roue, e oe entouez ar Judevien joausted ha levennidigez, festou ha deiziou gwel. Ha kalz a dud a douez ar bobl en em reaz Judevien, rag an doujans rag ar Judevien a oa kroget ennhei.


9 En daouzekved mis, pehini eo mis Adar, en drizekved deiz euz ar mis, en pehini e tlee komz hag urz ar roue beza lakeet en pratik, en deiz ma espere enebourien ar Judevien beza ar mestrou, ar c’hontrel a eruaz, hag ar Judevien a oe mestrou var ar re a gasae anezhei. 2 Ar Judevien eta en em daztumaz en ho c’heariou, dre holl brovinsou ar roue Assuerus, evit lakat ho daouarn var ar re a glaske ho c’holl ; ha den na helle pad dirazhei, rag an aoun a oa outhei a oa kroget en holl boblou. 3 Hag holl vestrou ar provinsou, ar chefou, ar renerien, hag ar re holl a rea afferou ar roue, a zoutene ar Judevien, abalamour an aoun a oa dirag Mardoche a oa kroget ennhei. 4 Rag Mardoche a oa bras en ti ar roue ; hag ar brud mad anezhan en em skulie dre an holl brovinsou, abalamour ma ez éa Mardoche bepred var huellat. 5 Ar Judevien a

434