Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/443

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 9.

skoas ho holl enebourien a daoliou kleze ; kement se a oe eul lac’herez hag enn dispen ; ober a rejont ho bolonte d’ar re ho c’hassae. 6 En kear Sus, ar Judevien a lazaz hag a lakaez da vervel pemp kant gwaz. 7 Laza a rejont Parshandatha, Dalphon, Aspatha, 8 Poratha, Adalia, Aridatha, 9 Parmashtha, Arisai, Aridai ha Vajezatha, dek mab Haman, mab Hamedatha, gwasker ar Judevien ; 10 mes na lekejont ket ho daouarn er pillach.

11 En deiz se, e oe lavaret d’ar roue an niver euz ar re a oa bet lazet en kear Sus, ar pen kear. 12 Hag ar roue a lavaraz d’ar rouanez Ester : En kear Sus, ar pen kear, ar Judevien ho deuz lazet ha distrujet pemp kant den, ha dek mab Haman ; petra n’ho devezo int ket groet en nemorant euz a brovinsou all ar roue ? Pehini eo da c’houlen ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Groet e vezo. 13 Ester a respountaz : Mar kav ar roue mad, ma vezo lezet c’hoaz ar Judevien pere a zo en Sus da ober hervez an urz a hirie, ha ma vezo diviliet euz ar groug dek mab Haman. 14 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz ma vije groet evel se : an urz a oe embannet en Sus, ha krouget e oe dek mab Haman. 15 Ar Judevien pere a oa en Sus en em zastumaz c’hoaz er bevarzekved deiz euz a vis Adar, hag e lazchont en Sus tri c’hant den : mes na lakajont ket ho dorn er pillach.

16 An nemorant euz ar Judevien, pere a oa en provinsou ar roue, en em zastumaz hag en em lekeaz en difen evit ho buez ; hag ho doe diskwiz a beurz ho enebourien, hag e lazchont pemzek mill ha tri-ugent euz ar re a gasae anezhei ; mes na lakajont ket ho dorn er pillach. 17 An drizekved deiz e oa euz a vis Adar ; ar bevarzekved e paouezjont, hag e rejont eur fest a joa. 18 Mes ar Jude vien pere a oa en Sus en em zastumaz an drizek hag ar bevarzek deiz euz ar memeuz mis : diskwiza a rejont er bempzekved, hag e rejont outhan eun deiz a fest hag a joa. 19 Dre ze, ar Judevien a zivar ar meaz, pere a choume en keariou nan zerret a vogeriou, a ra euz ar bevarzekved deiz euz a vis Adar eun deiz a joa, a fest, eun deiz gwel, en pehini e kaser profou an eil d’egile.

20 Mardoche a skrivaz an traou ma, hag a gasaz lizerou d’an holl Judevien pere a oa en holl brovinsou ar roue Assuerus, taost ha pell, 21 o c’hourc’hemenni dezhei bep bloaz ober ar bevarzekved deiz hag ar bempzekved deiz a vis Adar, 22 evel deiziou en pere ho doa ar Judevien bet diskwiz euz ho enebourien, hag ar mis en pehini ho zristidigez a oe chanjet en joa, hag ho c’hanvou en eun deiz gwel, hag ober outhei deiziou a fest hag a joa en pere e kaser profou an eil d’egile, ha ma reer donezonou d’ar beorien. 23 Ar Judevien a gemeraz eta ar pez e oant en em lekeet d’ober, hag ar pez hen doa Mardoche skrivet dezhei. 24 Rag Haman, mab Hammedatha, an Agajian, gwasker ar Judevien, hen doa ijinet a enep ar Judevien evit ho distruja, hag hen doe taolet ar Pur, da lavaret eo ar zort, evit ho dispen hag ho distruja. 25 Mes pa oe deuet Ester dirag ar roue, e c’hourc’hemennaz dre lizerou ma kweje var ben Haman an ijin fall ze hen doa groet a enep ar Judevien, ha ma vije krouget, hen hag he vibien, euz ar groug. Dre ze e c’halver an deiziou ze Purim, euz an hano a Bur.

26 Dre ze, hag hervez an dalc’h euz al lizer ma, hervez ar pez ho doa gwelet hag ar pez a oa c’hoarvezet ganthei, 27 ar Judevien a lakeaz hag a gemeraz, evithei hag evit ho lignez, hag evit ar re holl en em unane dezhei, ma ne vankjet ket da ober, bep bloaz, an daou deiz ze, hervez ho reglen skrivet hag an amzer merket. 28 An deiziou ze a dleet kaout sonj anezhei ha gweliet en holl oadou, en pep famil, en pep provins hag en pep kear ; en hevelep doare ma ne zaje ket da netra an deiziou ze a Burim entouez ar Judevien, ha ma ne zaje ket ar sonj anezhei da netra entouez ho lignez. 29 Ar rouanez Ester, merc’h Abikail, hag ar Judev Mardoche, a skrivaz gant ho holl galloud, evit startaat eun eilved gwech al lizer ze var ar Purim. 30 Hag e oa kaset lizerou d’an holl Judevien, ebarz er seiz ha c’hwec’hugent provins euz rouantelez Assuerus, gant komzou a beoc’h hag a fidelite, 31 evit lakaat deiziou ar Purim en ho amzer, evel m’ho doa ar Judev Mardoche hag ar rouanez Ester ho lakeet evithei, hag evel ma ho doa ho lakeet evithei ho unan hag evit ho lignez, abalamour d’ho iuniou ha d’ho hirvoudou. 32 Evel se urz Ester a

435