Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/445

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 2, 3.

ha me a zo en em dec’het, me hepken, evit hen diskleria d’id.

20 Neuze Job a zavaz, hag e rogaz he vantel, hag e touzaz he benn hag en em daolaz d’an douar, hag en em stouaz, hag e lavaraz : 21 En noaz oan deuet a gov va mam, hag en noaz e tistroin di ; an Aotrou Hen deuz roet, an Aotrou Hen deuz lamet, ra vezo hano an Aotrou meulet ! 22 En kement se, Job na bec’haz ket, ha ne damallaz netra a fall da Zoue.


’’’2’’’ Ha, c’hoarvezout a reaz eun devez, penaoz mibien Doue a zeuaz d’en em lakaat dirag an Aotrou, 2 Satan ive a zeuaz en ho zouez, d’en em lakaat dirag an Aotrou, hag an Aotrou a lavaraz da Satan : A belec’h e teuez ? Ha Satan a respountaz d’an Aotrou, hag a lavaraz : Euz redek ama hag ahont var an douar hag euz pourmen eno. 3 Hag an Aotrou a lavaraz da Satan : Remerket ec’h euz-te va zervicher Job ? N’euz ket evelthan var an douar, gwirion, eün, a zoujans Doue, hag o tec’hel euz an drouk. Derc’hel a ra c’hoaz stard en he eünder, hag ec’h euz boutet ac’hanoun d’hen revina hep abek. 4 Ha Satan a respountaz d’an Aotrou, hag a lavaraz : Kroc’hen evit kroc’hen ! Kement hen deuz an den a rofe evid e vuez. 5 Mes asten da zorn, ha stok euz he eskern hag euz he gig ; hag e weli hag hen na villigo ket ac’hanout en da fas !… 6 Hag an Aotrou a lavaraz da Satan : Setu, ema entre da zaouarn ; respet hepken e vuez.

7 Ha Satan a ieaz kwit a zirag fas an Aotrou ; hag e skoaz Job gant eur gwa1 c’houli, adaleg seul he dreid beteg krec’h he benn. 8 Ha Job a gemeraz eun darbod evit en em grafat, hag e oa azezet el ludu. 9 Hag he vreg a lavaraz dezhan : En em derc’hel a rez c’hoaz stard ez eeïnder !… Millik Doue, ha maro ! 10 Hag hen a lavaraz dezhi : Komz a rez evel eur vreg diskiantet ! Ni a gemer ar mad euz peurz Doue, ha na zigemerfemp ni ket an droug ! En kement se holl, Job na bec’haz ket gant he vuzellou.

11 Ha tri a vinioned Job, Elifaz, euz Theman, Bildad, euz Shuak, Tsofar, euz Naama, o veza klevet an holl boaniou a oa kwezet varnezhan, a ieaz pep hini anezhei euz he vro, hag en em glevchont a unvan evit dont d’he welet ha d’e zichlac’hari. 12 Hag, o veza savet ho daoulagad a bell, ne anavechont ket anezhan ; neuze e savchont ho mouez, hag e weljont ; hag e rogchont ho mantellou, hag e taoljont poultr entrezeg an envou, dreist ho fenn. 13 Goude e choumjont azezet var an douar ganthan, seiz devez ha seiz nozvez, hag hini anezhei na lavaraz ket eur gir dezhan, rag gwelet a reent e oa he c’hlac’har bras meurbed.


3 GOUDE ze, Job a zigoraz he c’henou hag a villigaz deiz he c’hinivelez. 2 Hag, o kemer ar gomz, Job a lavaraz :

3 Periso an deiz ma oun ganet,
Hag an noz he deuz lavaret : Eun den a zo konsevet !
4 Ra vezo an deiz se tevalijen,
Ra na glasko ket Doue anezhan euz krec’h,
Ha ra ma lugerno goulou ebet ennhan.
5 Ra adkemero skeud ha bro ar mare anezhan,
Ra choumo eur goabren deval varnezhan,
Ra leunio eun eklips anezhan a eûz !
6 Ra grogo an devalijen euz an noz ze,
Ra en em laouenao ket entouez deiziou ar bloaz,
Ra na ez ai ket en niver ar miziou !
7 Setu, ra vezo an noz ze dibrodu,
Ha ra na zeuo kriaden a joa ebet ennhi !
8 Ra villikfont anezhan ar re a villig an deiziou,
Ar re a zo ijinuz da sevel al Leviathan !
9 Ra vezo stered he veure tevaleet,
Ra c’hortozo ar goulou, ha ra na vezo ket,
Ha, ra na welo ket malvennou goulou deiz !
10 Abalamour n’hen deus ket zerret ar c’hov am douge,
Na kuzet ar glac’har euz va daoulagad.
11 Perak n’oun-me ket maro adaleg kov va mam ?
O tond anezhan, perag n’oun-me ket marvet ?
12 Perag eo bet kinniget daoulin d’in,
Ha perag bronou evit beza denet ?
13 Rag, brema, e vijen gourvezet ha zioul.
Me a gouskje, me a vije en diskwiz,

437