Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/447

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 6.

Hag an despet a laka da vervel an hini a zo dibourveet a skiant ;
2 Gwelet em euz an diskiant o c’hasten he c'hrizio,
Mes prest em euz milliget he choumaj
4 He vibien a zo pell euz pep zikour,
Friket int en kichen an nor,
Ha den n’ho delivr ;
5 An ezomek a zevor he eost ;
He gemer a ra a dreuz drein he c’harz ;
An den sec’hedik a c’hoanta he vadou.
6 Rag ar zouffrans n’ez a ket euz ar boultren,
Hag ar boan na ziouan ket euz an douar,
7 Evit ma vefe an den ganet evit ar boan,
Evel ar fulen evit nijal d’an env.
8 Mes me, me a bedo Doue,
Hag e komzin euz Doue,
9 Pehini a ra traou bras pere ne heller ket furchal,
Burzudou bras pere na heller ket niveri ;
10 Pehini a skul ar glao var fas an douar,
Hag a gas an doureier var c'horre ar parkou ;
11 Pehini a laka huel ar re a zo izeleet,
Hag ar re a zo en kanvou, en krec’h an eurusted ;
12 Pehini a gas da netra sonjou an dud fall,
Hag ho daouarn na zeuont a benn a netra ;
13 Pehini a gemer ar re fur en ho finesaou hoc’h unan.
Ha c’hoantou ar re drouk a zo diskaret.
14 En deiz, e kevont an devalijen,
Hag, evel en noz, e tastonont en kreiz an deiz ;
15 Hag e telivr ar paour euz kleze ho genou,
Hag euz dorn ar re c’halloudek.
16 Hag ez euz eun esperans evit ar re reuzeudik,
Hag an drougiez a zo zerret he genou.
17 Setu, euruz an den kastiet gant Doue !
Na zisprij ket kastiz an Holl-C'halloudek.
18 Rag Hen eo a ra ar gouli hag a bak anezhan ;
Glaza a ra hag he zaouarn a wella.
19 En c’hwec’h tristidigez, e telivro ac'hanout ;
Hag en zeiz, an drouk na stoko ket ennout.
20 En amzer ar gernez, he tiwallo ac'hanout euz ar maro,
Hag en amzer ar brezel, euz laounien ar c'hleze.
21 Kuzet e vezi euz gwalen an teod,
Ha n’ez pezo ket a aoun dirag ar glac’har, pa eruo.
22 C’hoarzin a ri euz an distruj hag euz ar gernez,
Ha n’ez pezo ket a aoun euz loened an douar ;
23 Rag beza ez pezo eun unvaniez gant mein ar parkeier,
Ha loened ar parkeier a vezo en peoc’h ganez.
24 Ha gwelet a ri al lignez en da danten :
Gwelet a ri da beurion, ha netra na vanko d’id ;
25 Hag e weli da lignez o kreski,
Ha da vngale evel ieot an douar.
26 Mont a ri daro er bez,
Evel eur valan ed pehini a zouger en he amzer.
27 Setu aze, evesaet hon euz an dra ; evel se ema,
Selaou kement se, hag az pez sonj ennhan.


6 JOB a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz : O

2 Oh ! ma pouezjet va glac’har,
Ha ma lakajet er memeuz amzer va foaniou er valans !
3 He vefent pouneroc’h evit treaz ar moriou !
Setu aze evit perag eo glac’haruz va c’homzou.
4 Rag miriou an Holl-C’halloudek a zo varnoun ;
Va ine a ev ar vulum anezhei.
Spountchou Doue en em renka en brezel a enep d’in.
5 An azen gwez ha bleujel a ra tost d’ar ieot ?
Hag an ijen ha bleujel a ra en kichen ar boued ?
6 Ha dibri a rer hep hoalen ar pez a zo gouler ?
Ha kaout a rer blas en eur gwen vi ?
7 Ar pez na felle ket d’am ine da stoka,
A zo deuet va boued dichoantusa.
8 Oh ! ra vezo va gwestl peur c’hroet,
Ha Doue rei d’in ar pez a c’hortozan !
9 Ra blijo gant Doue va distrei da boultr.

439