Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/449

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 8, 9.

Va gwele am diboanio euz va foan ;
14 Neuze, e spountez ac’hanoun dre huvreou,
Hag e spouronez ac’hanoun dre weledigezou.
15 Dreze eo gwel ganen mouga,
Karout a ran kentoc’h mervel evit miret va eskern.
16 Skwiz oun gant ar vuez... Na vevin ket da viken.
Pella ouzin, rag va deiziou a zo eur c’houezaden.
17 Petra eo an den, ma rafez kement a van anezhan,
Evit ma lakafez evez outhan ?
18 Evit ma hen evesafez bep beure,
Evit ma furchfez anezhan hep paouez ?
19 Pegoulz e paouezi-te da zellet ouzin ?
Na lezi-te ket ac’hanoun, ma lounki va hâl ?
20 Mar em euz pec’het, petra em euz groet d’id, d’id-te, o evesaer an dud !
Perag ec’h euz-te ma lekeat en par d’az taoliou,
Ha ma ez oun en karg d’in va unan ?
21 Ha perag ne bardounez-te ket va fec’hed, ha ne gasez-te ket kwit va drougiez ?
Rag me a ia brema da c’hourvez er boultren ;
Va c’hlask a ri ha ne vezin ken.


8 NEUZE Bildad, euz Shuak, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Bete pegeit e komzi-te evel se,
Ha ma vezo komzou da c’henou henvel euz eun avel dempestuz ?
3 Doue ha lakaat a rafe ar gwirion da blega,
An Holl-C’halloudek ha lakaat a rafe ar reizder da gweza ?
4 Mar ho deuz da vibien pec’het a enep dezhan,
Hen, Hen deuz ho livret d’ho zorfet.
5 Mes te, ma kleskez Doue,
Ha ma c’houlennez trugarez digant an Holl-C’halloudek,
6 Mar d’out pur ha gwirion,
E veillo a-dra-zur varnout ;
Adsevel a raio choumaj da eeünder ;
7 Da bennou kenta a vezo bet nebeut a dra,
Ha da achu a vezo bras meurbed.
8 Goulen digant ar rumachou diagent,
Ha laka evez euz adklask ho zadou ;
9 Rag ni a zo abaoue dec’h, ha na ouzornp netra ;
Rag hon deiziou var an douar a zo evel eur skeuden ;
10 Mez int, na gelenfont int ket ac’hanout, na gomzfont int ket ouzit,
Na denfont int ket euz ho c’haloun ar c’homzou ma :
11 Ar c’horz ha kreski a ra er meaz an arbrat,
Hag ar broen bouta a ra hep dour ?
12 Beza ema c’hoaz en he c’hlazeür, ne droc’her ket anezhan,
Hag araog an holl ieot eo zec’h.
13 Evel se en em gav gant ar re holl a ankouez Doue ;
Esperans an den fall a ielo da goll.
14 He fizians a vezo tromplet,
Hag he zurded a zeuo eur wiaden genvid ;
15 En em harpa a raio var he di, ha ne zalc’ho ket ;
En em bega a raio outhi ha na choumo ket en he za.
16 Leun eo a nerz, lakeat dirag an heol,
Hag he vrankou a vout dreist he jardin ;
17 Mes he c’hriziou en em lui var berniou mein ;
Kaout a reont eun douar meinek,
18 Ha mar zever anezhan euz he blas,
Houma a nac’h anezhan hag a lavar dezhan : N’em euz ket da anavezet !
19 Evel se eo ar joa hen deuz euz he hent,
Ha reou all var he lerc’h a zavo euz ar boultren.
20 Evel se eo ne daol ket Doue kwit an den gwirion,
Mes na ro ket he zorn d’ar re drouk.
21 Leunia a raio c’hoaz da c’heno a joa,
Ha da vuzellou a ganaouennou a levenez.
22 Da enebourien a vezo goloet a vez,
Ha tanten ar re drouk na vezo ken !


9 HA Job a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 A-dra-zur, me a oar ema evel se ;
Ha penaoz he vefe an den just dirag Doue ?
3 Mar fell dezhan pledi ganthan,
Na respounto ket dezhan eur wech var mil.

441