Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/45

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


3 hag e reaz ho lakaat er prizoun en ti mestr ar warded, er c’hastel, leac’h en pehini e oe dalc’het Jozef. 4 Ha mestr ar gwarded o lakeaz entre daouarn Jozef, hag e servije anezhei ; hag e oent eun neubeud amzer er prizoun.

5 Hag o daou ho doe eun hunvre, pep hini e hini, en hevelep nozvez, pep hini e hunvre da zisplegan dezhan, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc’het en toull-bac’h.

6 Jozef, o tont d’o c’havout diouz ar beure, a sellaz outo ha setu, e oant trist.

7 Hag e reaz goulennou digant ofiserien Faraon a oa gantan en toull-bac’h e-barz ti e vestr, o lavarout dezo : Perak emaoc’h trist hiziv ?

8 Lavarout a rejont : eun hunvre hon euz bet ha n’eus den d’he displegan. Jozef a lavaraz : An displegadennou, ha n’int ket da Zoue ? Kontit din, me ho ped.

9 An hanafer braz a gontaz e hunvre da Jozef evel-se : Hunvreal a raen ha setu, eur winien a oa dirazon,

10 hag ar winienn-se he doa tri brank. var a seblant e vountaz, he bleuniou a zeuaz er-meaz hag he blokadou a roaz rezin darev.

11 Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezhei en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon.

12 Jozef a lavaraz : Setu aman an displegadenn : An tri brank a zo tri devez.

13 A-ben tri devez Faraon a savo da ben hag a adlakaio ac’hanout ez karg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oaz e hanafer.

14 mes az pez sonj ac’hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelez em c’henver, me az ped. Komz ac’hanon da Faraon ha laka ac’hanon da vont er-meaz euz an ti-man.

15 rag a-dra-sur, me a zo bet laeret euz bro an Hebreed, hag aman kennebeut ne’m euz groet netra evit beza lakaet en toull-man.

16 Ar baraer braz, o welout hen doa roet Jozef eun displegaden ken brav, a lavaraz dezhan : Me ivez a hunvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwen var va fen.

17 Er baner uhelan e oa evit Faraon meuziou a bep seurt groet gant eur baraer hag al laboused o debre er baner a oa var va fen.

18 Jozef a respontaz hag a lavaraz : Setu aman an displegadenn : An teir faner a zo tri devez.

19 A-ben tri devez Faraon a savo da ben diwarnout hag a grougo ac’hanout ouz eur c’hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.

20 An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reaz eur fest d’e holl servijerien hag e savaz pen an hanafer braz ha pen ar baraer braz e-kreiz e servijerien.

21 Adlakaat a reaz an hanafer braz en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barz dorn Faraon,

22 hag e krougaz ar baraer braz evel m’en doa displeget Jozef dezo.

23 An hanafer braz n’en doe ket sonj euz Jozef, hag e ankounac’haaz anezhan.

41 HAG e c’hoarvezaz aben daou vloaz m’en doe Faraon eun huvre. Setu, en em dalc’he tost d’ar rivier. 2 Ha setu ma pigne seiz buoc’h kaer ha lard euz ar rivier, hag e peurent en arbrad.

3 Ha setu, seiz buoc’h all fall da welout ha treut a bignaz euz ar rivier en o goude, hag en em zalc’hjont e-kichen ar re all var vord ar rivier.

4 Ar buoc’hed fall da welout ha treut a zebraz ar seiz buoc’h kaer da welout ha lart. Ha Faraon a zihunaz.

5 Hag e kouskaz hag ec’h huvreaz eun eil gwech. Setu, seiz tanvouezen druz ha brav a vountaz var eun hevelep korzen.

6 Ha seiz tanvouezen treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskaz en o goude.

7 An tanvouezennou treut a lonkaz ar seiz tanvouezen druz ha leun. Ha Faraon a zihunaz. Setu an hunvre.

8 Diouz ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasaz da c’hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaraz e huvreou mes ne oa den evit o displegan dezhan.

9 Neuze an hanafer braz a gomzaz da Faraon, o lavarout : Emaon o vont da envori hirie va mankou.

10 Faraon en em lakeaz droug ennhan a-enep e servijerien hag a lakeaz ac’hanon er prizoun, e ti pen ar warded, me hag ar baraer braz.

11 Neuze e rejomp, hen ha me, eun huvre en eur memeuz noz ; huvreal a rejomp, pep hini pep hini hervez displegadurez he huvre. 12 Hag, e oa eno ganeomp eun den yaouank hebrean, servicher kabitan ar gwarded ; hag e lavarjomp dezhan hon huvreou hag hen ho displegaz deomp ; rei a reaz da bep hini eun displegadurez hervez