Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/450

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 10.

4 Ijinuz eo en he skiant, ha galloudek en he nerz :
Piou hen deuz stourmet outhan hag a zo en em gavet ervad ?
5 Dizougen a ra ar meneziou, ha na ouzont ket ;
Ho c’hemesk a ra en he fulor ;
6 Lakaat a ra an douar da grena var he zal,
Hag he feuliou a zo bransellet.
7 Komz a ra d’an heol, hag an heol ne zav ken ;
Ha lakaat a ra eur c’hached var ar stered.
8 He unan, ec’h asters an envou,
Hag e vale var grec’hiennou ar mor.
9 Krouet Hen deuz Arkturuz, orion hag an Hiadez,
Hag ar re a zo kuzet er c’hreisteiz.
10 Ober a ra traou bras pere n’heller ket furchel,
Burzudou bras pere na heller ket niveri.
11 Setu, e tremen em c’hichen, ha na welan ket anezhan ;
Tremen a ra c’hoaz, ha n’Hen gwelan ket.
12 Mar kemer, piou a raio dezhan he renta ?
Piou a lavaro dezhan : Petra a rez ?
13 Doue na zistro ket var he goler :
Dindanhan eo diskaret ar galloudusa stourmerien.
14 Pegement nebeutoc’h helfen me respount dezhan, me,
Ha dibab va giriou evit komz outhan !
15 Pa em bezo rezon, na respountin ken dezhan ;
Goulen a rin trugarez digant va barner !
16 Ma c’halvfen anezhan, ha ma respountfe d’in,
Na gredfen ket he fellfe dezhan selaou va mouez,
17 Hen pehini a gwez varnoun en eun tempest,
Hag a niver va gouliou hep abek.
18 Na lez ket ac’hanoun da adkemer halan ;
Ma leunia a ra a c’hwervder !
19 Mar deuz affer a nerz, e lavar : Setu me ama !
Mar deuz affer a eeünder : Piou am galvo ?
20 Ha pa vefen zoken just, va genou am barnfe ;
Ma vefe didamall, em disklerife koupab1.
21 Didamall oun… Na fell ket d’in beva,
Ne ran van ebet euz ma buez.
22 Pep tra en em dâl ! Dre ze em euz lavaret :
Distruja a ra an didamall evel an hini fall.
23 Pa deu eur walen vuhan da skula ar maro,
He c’hoarz euz poaniou ar re didamall.
24 An douar a zo livret entre daouarn ar re fall ;
Golo a ra daoulagad ar re a varn anezhi.
Ma n’hen deo Hen, pion eo eta ?
25 Va deiziou a zo bet skanvoc’h evit eur reder ;
Tec’het int hep gwelet an euruzded ;
26 Rampet ho deuz evel bagou korz,
Evel an egl pehini a gwez var he breiz.
27 Mar lavaran : Fellout a ra d’in ankouez va c’hlem,
Kwitaat va{{Reizh|r|]] er drist, ha skul va zederder,
28 Ez oun sporounet em holl glac’hariou ;
Gouzout a ran n’am barni ket didamall.
29 Me, me a zo barnet,
Perag en em skwiza en vên ?
30 Pa en em walc’hin en nerc’h,
Pa netain va daouarn er zaon,
31 Te am flonjfe er poull,
Ha va dillad ho devezo eûz ouzin.
32 Rag n’eo ket eun den eveldoun evit ma helfen respount dezhan,
Evit ma ez afomp asamblez er reizder.
33 N’euz tredeek ebet entrezomp,
Pehini a lakafe he zorn varnomp hon daou.
34 Ra lamo he walen divarnoun,
Ha ma na drubulio ket he spounchou ac’hanoun ken !
35 Neuze e komzin outhan hep aoun ;
Rag, er stad ma en em gavan, n’oun ken d’in.


10 Va ine hen deuz kemeret en dic’hoant ar vuez ;
Lezel a rin va c’hlemm da vont,
Komz a rin en c’hwervder va ine.
2 Lavaret a rin da Zoue : Na varn ket ac’hanoun ;
Ro d’in da anaout abalamour da betra out em enep.
3 Hellout a rez en em blijout vec’hia,
O pellaat labour da zaouarn,
Hag ho skleria c’hoantou ar re fall ?
4 Beza ec’h euz-te daoulagad kig ?
Gwelet a rez-te evel ma wel an dud ?

442