Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/451

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 11.

5 Da zeiziou, beza int-hi evel deiziou ar re varvuz ?
Da vloaziou, beza int-hi evel deiziou an dud ?
6 Evit ma rafez an adklask euz va drougiez,
Hag an enklask euz va fec’hed,
7 Petra benag ma ouzout n’oun ket koupabl,
Ha ne hell nikun ma lemel euz da zorn.
8 Da zaouarn ho deuz va groet ha va c’hrouet holl...
Ha te am distrujfe !
9 Az pez sonj eta ec’h euz va groet euz a bri,
Hag em lakafez da vont er boultren !
10 N’ec’h euz-te ket va diskarget evel leaz,
Ha kaouledet evel fourmach ?
11 Va goloet ec’h euz a groc’hen hag a gig,
Hag ec’h euz groet ac’hanoun a eskern hag a elvou.
12 Va leuniet ec’h euz a vuez hag a drugarez,
Ha da brovidans he deuz diwallet va c’houezaden.
13 Ha setu ama ar pez a virez d’in en da galoun !
Ha setu ama, e welet a ran ar pez a oa en da sonj :
14 Ma pec’hfen, e welfez kement se,
Ha na bardounfez ket d’in va fec’hed ;
15 Ma vefen fall, gwaleur d’in !
Ma vefen just, na savfen ket va fenn huelloc’h a gement se,
Leuniet e vefen a zismeganz,
Ha gweler euz va mizer va unan.
16 Ma adsavfen va fenn, e rofez ar chase d’in evel da eul leon,
Hag e kreskfez da vurzudou em enep ;
17 Lakaat a rafez testou nevez a enep d’in,
Addoubla a rafe da goler em c’henver,
Da vandennou en em zavfe em enep.
18 Mes perag ec’h euz va lakeat da zont euz kov va mam ?
Marvet he vijen, ha lagad ebet n’hen dije va gwelet !
19 Beza e vijen evel na vijen ket bet ;
Douget he vijen bet euz kov va mam d’ar bez !
20 Va deiziou ha n’emaint-hi ket en niver bihan ? Ma lezo ac’hanoun !
Ma pellao he zorn ouzin, ha ma tihalanin eun nebeut !
21 Araog ma ez in kwit, evit tremen hep distrei ken,
En douar an devalijen hag en skeud ar maro ;
22 Douar teval evel an noz,
En pelec’h ema tevalijen ar maro hag an dizurz,
El lec’h ma ema ar sklerijen evel an noz !


11 NEUZE Tsofar, euz Naama, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Ha ne vezo ket respountet da gement a gomzou,
Hag awalc’h eo beza eur c’homzer kaer evit beza justifiet ?
3 Da gomzou vên hag ober a raint d’an dud tevel ?
Ha goap a ri-te, hep ma vezekao den ac’hanout ?
4 Lavaret ec’h euz : Va c’hreden a zo pur,
Didach oun dirag da zaoulagad.
5 Mes me a garfe e komzfe Doue,
Hag e tigorfe he c’henou evit respount d’id ;
6 Ma tiskwezfe d’id traou kuzet he furnez, he furnez immans ;
Ha ma anavefez ec’h ankwez Doue eul lod euz da zrougiez.
7 Ha kaout a ri-te fons da Zoue ?
Kaout a ri-te harz an Holl-C’halloudek ?
8 Huelderiou an envou petra a rafez eno ?
Dounoc’h int evit an ifem : petra a anavezi eno ?
9 He hed a zo hiroc’h evit an douar,
Ha ledanoc h evit ar mor.
10 Mar krog, ma prizounia,
Mar dastum he lez vam, piou hen harzo ?
11 Rag Hen a anavez, Hen, an dud a netra ;
Gwelet a ra an drougiez, hep ma sonj netra ;
12 Mes an den, gollo a skiant, a zeuo skiantek,
Pa c’hano ebeul an azenez gwez eun den !
13 Mar lekeaz mad da galoun,
Ha ma astennez da zaouarn en treze Doue,
14 (Mar ema an drougiez en da zaouarn,
Pella anezhi, ha na choumo ket an torfed en da dantennou !)
15 Neuze a-dra-zur te a zavo da dal didarch,
Starteet e vezi ha na zouji netra ;
16 Ankouez a ri da boaniou,
Sonj az pezo outhei evel euz dour tremenet.

443