Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/453

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 14.

Ha bezet eveziek da respount va muzellou.
7 Derc’hel a refet-hu komzou disleal en kenver Doue ?
Hag, evit he zifen, ha lavaret refet-hu gevier ?
8 Ober a refet-hu van euz diaveaz den dirazhan ?
Fellout a ra deoc’h pledi evit Doue ?
9 Mad ez afe ganeoc’h, ma furchfe ac’hanoc’h ?
Evel ma troumpler eun den, ha troumpla a refet anezhan ?
10 A-dra-zur, o repren a raio,
Mar groet en kuz van euz tud.
11 He vajeste, ha ne spourono-hi ket ac’hanoc’h,
Hag he spount, ha na gwezo-hi ket varnoc’h ?
12 Ho komzou a zo giriou ludu,
Ho nerzou a zo nerzou fank !
13 Tavit, lezit ac’hanoun ; fellout a ra d’in komz,
Ha ma c’hoarvezo ganen ar pez a hello.
14 Perag e kemerfen va c’hig entre va dent ?
Nan, ne ziskwezin ket va buez.
15 Setu, ma laza a raio ; n’em euz ken a esperans.
Da vihana, difen a rin va c’hundu dirazhan.
16 Ha kement se a droio en zilvidigez d’in ;
Rag eun den fall na zeuo ket dirazhan.
17 Selaouet, selaouet va c’homzou,
Prestet skouarn d’am diskleriadurezou.
18 Setu, em euz prestet va c’homz.
Anaout a ran e vezin justifiet.
19 Unan benag ha pledi a raio em enep ?
Neuze me a dav, hag e varvan.
20 Na ra ket zoken daou dra d’in,
Ha neuze n’en em guzin ket pell euz da fas :
21 Pella da zorn ouzin,
Ha ra na drubulio ket da spount ac’hanoun.
22 Neuze, galv ac’hanoun, ha me a respounto.
Pe e komzin, ha te a respounto d’in.
23 Pegement a zrougiez hag a bec’hejou am euz groet ?
Ro d’in da anaout va drougiez ha va fec‘hed.
24 Perag e kuzez-te da fas,
Hag en em delc’hez-te va enebour ?
25 Fellout a ra d’id spounta eun delien dizouget gant an avel,
Ha redek eur blouzen dizec’het ?
26 Evit ma skrivez em enep lezennou c’hoero,
Ha ma lekeaz ac’hanoun da zigemer pec’hejou va iaouankiz ;
27 Evit ma lakai va zreid en lasou, ha ma evesaez va henchou,
Ha ma verkez eun harz trozro da zeul va zreid ;
28 Hag ar c’horf ma en em distruj evel koad brein,
Hag evel eur vantel kriniet gant an tign.


14 An den ganet gant ar vreg
A vev nebeut a amzer, hag a zo leuniet a drubul.
2 Evel eur vleuen e tifluk, hag e troc’her anezhi ;
Tec’hel a ra evel eur skeuden, ha na bad ket.
3 Ha var unan evel se eo e tigorrez da zaoulagad,
Ha me eo a renez er reizder ganez !
4 Piou hell tenna ar glanded euz an hudurnez ? Den.
5 Mar d’eo he zeiziou merket’,’ mar d’eo niveret he vizou dirazout,
Ma ec’h euz merket harzou dezhan pere na dremeno ket,
6 Distro da zellou outhan, ha ma hen devezo diskwiz,
Bete ma taveo, evel eur mesaer, fin he zeiz.
7 Rag esperans a zo evit ar wezen, mar d’eo bet troc’het ; e c’hlasao c’hoaz,
Ha na baouez ket da gaout brankou ;
8 Mar kosa he c’hrizien en douar,
Ha m’ar deo maro he c’hef er boultren,
9 Adaleg ma sant an dour, he vout a nevez,
Hag he ro brankou evel eur blanten iaouank.
10 Mes pa varv an den, e choum eno ;
Pa eo maro an den, pelec’h ema ?
11 Doureier ar mor a red,
Ar rivier a baouez hag a zizec’h,
12 Evel se en em c’hourve an den, ha ne adsav ken.
En keit ha ma vezo envou, n’en em dihunfont ken,
Ha na ez efont ket er meaz euz ho c’housk.
13 Oh ! ma kuschez ac’hanoun er bez,
Ha ma c’holojez ac’hanoun bete ma vije tremenet da goler.
Ma rojez eun amzer d’in, goude pehini ez pije sonj ac’hanoun,

445