Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/454

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 15 .

14 (Mar varv an den, adbeva a raio ?),
Enpad an holl amzer, he c’hortozen,
Ken a zeuje unan em flas !
15 Gervel a rafez, e respountfen ;
C’hoantaat a rafez digemer labour da zaouarn.
16 Mes brema, e niverez va faziou,
Hag ec’h evesaez va holl bec’hejou.
17 Va fec’hed a zo ziellet er zac’h,
Ha kresket ec’h euz va drougiez. [1]
18 Mes ar menez a rul ;
Ar roc’h a zo kaset euz he flas ;
19 An doureier a vin ar vein ;
An doureier a stlej poultren an douar :
Evel se e kesez da goll esperans an den marvuz.
20 Na baouezez ket d’hen attaki, hag ez a ;
Chanj a rez he stum, hag e kasez anezhan kwit.
21 Ra vezo he vibien enoret, na wezo netra a ze ;
Ra vezo disprijet, ne welo ket anezhan.
22 Varnezhan hepken eo en em c’hlac’har he gig,
Ha varnezhan eo o c’hunnad he ine.


15 NEUZE Elifaz, euz Theman, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Ha respount a ra ar fur gant eur skiant vên,
Ha leunia a ra he vruched a avel ?
3 Ha rezoni a ra var gomzou ha na zervichont da netra,
Ha gant giriou hep profit[2] ?
4 Muoc’h c’hoaz, kas a rez da netra ar biete,
Hag e tistrujez ar beden a ia da Zoue.
5 Da fallentez a ra d’az kenou komz,
Ha dibabet[3] ec’h euz iez ar re ruzet.
6 Da c’henou[4] a varn ac’hanout, ha nan me ;
Ha da vuzellou a desteni en da enep.
7 Ha te eo ar c’henta-ganet entouez an dud,
Ha krouet e oaz-te kentoc’h evit ar meneziou ?
8 Ha klevet[5] ec’h euz-te ar pez a zo bet lavaret en kuzul Doue,
Ha kemeret ec’h euz-te evidout ar furnez ?
9 Petra ouzout-te ha na ouzomp-ni ket ?
Pe anaoudegez ec’h euz ha n’hon deuz-ni ket ive ?
10 Beza he zo ive en hon zouez bleo gwen, re goz,
Pinvidikoc’h a zeiziou evit da dad.
11 Ha nebeut a dra eo evidout konsolasionou[6] Doue
Ha giriou lavaret gant douster ?
12 Perag ez a drouk en da galoun ?
Ha perag e selfe da zaoulagad a dreuz ?
13 A enep Doue eo e troez da goler,
Ha e lekeaz komzou evel se da zont euz da c’henou !
14 Petra[7] eo eun den marvuz[8] evit ma vefe pur,[9]
Hag eur mab greg evit ma vefe gwirion ?
15 Setu, Doue n’en em fiz ket en he zent,
Hag an envou n’int ket pur dirag he zaoulagad.
16 Pe gement mui eo euzuz hag huduret[10]
An den pehini a ev an drougiez evel dour ?
17 Da gelen a rin, selaou ac’hanoun.
Diskleria a rin d’id ar pez am euz gwelet,
18 Ar pez ho deuz ar re fur diskleriet,
Ar pez n’ho deuz ket kuzet[11] o veza bet anezhan digant ho
zadou.
19 Dezhei ho unan e oa bet roet, ar vro,
Hag an diaveziat n’hen doa ket eet d’ho zi.
20 Enpad he vuez, eo an den fall trubuliet,
Hag eun niver bihan a vloaziou a zo miret d’an torfedour.
21 Trouzou spountuz a leun he ziouskouarn ;
En kreiz ar peoc’h, e teu an distrujer[12] varnezhan.
22 Ne gred ket gallout mont er meaz euz an devalijen,
Ha gwelet a ra eo spiet dre ar c’hleze ;
23 Redek a ra ama hag a hont, o klask e vara ;
Anaout a ra deiz an devalijen kempennet[13] evithan.
24 An dristidigez hag an ankrouez a spouron anezhan ;
E droia a reont evel eur roue prest da vrezelli[14] ;
25 Abalamour ma hen deuz savet he zorn a enep Doue,
Ha goapeet an Holl C’halloudek :
26 Redet hen deuz d’he gaout, gant arogans,
Dindan ar c’hein teo euz he dirennou.
27 Al lard hen doa goloet he visach,

  1. fallentez.
  2. gounid.
  3. choazet.
  4. Luk.19.22.
  5. Rom.11.34 1Kor.2.11
  6. dic’hlac’hariou.
  7. 1 Ian.1.8-10.
  8. mortel.
  9. dinam.
  10. souliet.
  11. koachet.
  12. 1 Thes. 5.3.
  13. preparet.
  14. en em ganna.
446