Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/456

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 18, 19 .

4 Serret ec’h euz da galoun d’ar skiant ;
Dre ze ne lakai ket anezhei da driomfi.
5 Eun nep a ro he vinioned d’ar pillach,
A bere ar vugale ho devezo an daoulagad kuzumet.
6 Groet e zo ouzin fablen ar boblou,
Unan euz pehini e krancher en he visach.
7 Ha va lagad a zo en em guzumet a c’hlac’har,
Ha va holl izili a zo evel eur skeuden.
8 An dud eeün a zo mantret,
Hag an didamal a zo fuloret a enep an den fall.
9 Ar gwirione koulskoude a gendalc’ho en he hent,
Hag an hini a behini eo an daouarn pur a gendoublo a nalc’hidigez.
10 Mes, evidoc’h-hu holl, deomp, adkomanset !
Ne gavin ket eun den fur en ho touez.
11 Va deiziou a zo tremenet ;
Va c’hoantou, kaset gant va c’haloun, a zo diskaret.
12 Trei a reont an noz en deiz ;
Ar sklerijen tost, dirag an devalijen !
13 Pa na c’hortozan ken evit choumach nemert ar bez,
Pa astennan va gwele en devalijen,
14 Pa grian er bez : Te eo va zad !
Ha d’ar prenved : c’hwi eo va mam ha va c’hoar !
15 Pelec’h eta ema va esperans ?
Ha va esperans, piou a hell he gwelet ?
16 Disken a raio en doriou ar bez,
Pa ez efomp a unvan da ehani er boultren !


18 NEUZE Bildad, euz Shuak, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Pegouls ec’h achufet c’hwi ar c’homzou ze ?
Bezet skiant, ha goude komzomp.
3 Perag omp-ni kemeret evel loened,
Hag omp-ni diboell d’ho taoulagad ?
4 O te, pehini en em difram da unan en da fulor,
An douar, ha beza he vezo-hi dilezet abalamour d’id,
Hag ar roc’h, ha taolet e vezo er meaz euz he flas ?
5 Ia, sklerijen an den fall a vougo,
Ha flam he dân na lugerno ket.
6 Ar sklerijen a devalao en he danten,
Hag he lamp en em vougo dreist-han.
7 He gamechou ken galloudek a vezo dalc’het,
Hag he guzul he unan hen diskaro.
8 Rag kemeret he vezo en rouejou he dreid,
Ha var ar pech e valeo.
9 Al las hen dalc’ho dre ar zeul,
Hag ar roued hen tapo ;
10 Eur gorden a zo kuzet evithan dindan an douar,
Hag eur c’hemer var he hent
11 A bep tu spounchou a droio anezhan,
Hag a lakaio he dreid da redek ama hag ahont.
12 He nerz a vezo marniaonek ;
Ar glac’har en em dalc’ho en kichen he gorteziou.
13 Devori a raio izili he gorf,
Devori a raio he izili, ar c’henta-ganet a douez ar re varo !
14 Hen diframa a refer euz he danten, lec’h he fizians ;
Digaset e vezo da roue ar spounchou.
15 Chown a refer en he danten, pehini ne vezo ken dezhan ;
Ar soufr a vezo skuliet var he hent.
16 D’an traoun e sec’ho he c’hriziou,
Ha d’an neac’h he vrankou a vezo troc’het.
17 He envor a dec’ho kwit a zivar an douar,
Ha na lavarfen ken he hano var ar plasennou.
18 Kaset e vezo euz ar sklerijen en devalijen,
Hag e vezo kaset kwit euz ar bed.
19 N’hen devezo na lignez, na ras entouez he bobl,
Nag den beo var he lerc’h en ho choumajou.
20 Re ar c’husheol a vezo souezet euz deiz he zistruj,
Ha re ar savheol a vezo karget a spount.
21 Honnez eo sort an den direiz.
Evel se ema chans an hini na anavez ket Doue.


19 JOB a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Bete pegeit e c’hlac’harfet-hu va ine,
Hag em bec’hfet-hu a gomzou.
3 Setu dek gwech dija aboue ma tismeganset ac’hanoun.
N’hoc’h eus ket a vez euz va gwal-dreitouri ?
4 En gwirione mar em euz manket,

448