Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/458

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 21.

Ar re a wele anezhan a lavaro : Pelec’h ama ?
8 Tec’hel a raio evel eun huvre, ha n’hen kavfer ken ;
Mont a raio da netra evel eun huvre en noz.
9 Al lagad hen deuz gwelet anezhan n’hen gwelo ken,
Hag he lec’h n’hen anavezo ken.
10 He vugale a raio al lez d’ar beorien,
Hag he zaouarn ’’he unan’’ a zistroio he vadou.
11 He eskern a zo leun a iaouankiz,
Mes diskwiza a rin ganthan er boultren.
12 Mar d’eo an drouk dous d’ar genou,
Mar e guz dindan he deod,
13 Mar espern anezhan ha ma n’he daol ket kwit,
Mar dalc’h anezhan en he staoun,
14 He vevans a droio en he greiz,
Hag e teuo en he vruched mestl aspik.
15 Lounket hen deuz pinvidigezou, hag e c’hwedo anezhan ;
Doue ho diframo euz he gof.
16 Dena a raio bulum aspik ;
Teod ar wiber hen lazo.
17 Na welo ket ar goaziou,
Ar rivierou, an doureier red a vel hag a lez.
18 Renta a raio ar freuz euz he labour, ha ne lounko ket anezhan ;
Distrei a rafont en muzur dezhan euz ar pez hen devezo dastumet, ha n’en em laouena ket.
19 Abalamour ma hen deuz gwasket, dilezet ar paour,
Pillet he di, el lec’h he zevel ;
20 Abalamour ma n’hen deuz ket anavezet diskwiz he c’hoant,
Na zavetao netra euz ar pez hen deuz c’hoanteet kement ;
21 Netra na dec’he euz he zebroni,
Dre ze he eur vad na bado ket.
22 En leunder ar founusder, e vezo en dienez ;
Daouarn ar re ezomek en em daolo varnezhan.
23 Eruout a raio penaoz evit leunia he gof,
’’Doue’’ a gaso a enep dezhan tan he goler ;
He lakaat a raio da gweza varnezhan ha da vont en he gik.
24 Tec’hel a raio dirag an armou houarn,
Ar gwarek arem a dreujo anezhan.
25 Tenna a raio ’’ar viren’’,
Hag e teuo euz he gorf, hag an houarn lugernuz euz he avu ;
Spounchou ar maro a zeuo varnezhan.
26 An holl c’hlac’hariou a zo lakeat a du evit he denzoriou,
Eun tân pehini na vezo ket ezom da c’hweza a zevoro anezhan,
Hag ar pez a choumo en he danten a vezo kuzumet.
27 An envou a zizoloou he fallentez ;
Hag an douar en em zavo en he enep.
28 Leve he di a vezo kaset kwit.
Pep tra a dec’ho en deiz ar goler.
29 Honnez eo al loden a laka Doue a du d’an den fall,
Hennez eo an heritach a ro Doue dezhan.


21 JOB a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Selaouet piz va c’homzou,
Ha ra zalc’ho ze lec’h d’in euz ho tic’hlaclario !
3 Va lezit, ha me a gomzo ;
Ha, goude ma em bezo komzet, te a raio goab.
4 Mes ha da eun den eo he kasan va c’hem ?
Ha penaoz na golfen ket pep pasianted ?
5 Sellit ouzin, ha bezet souezet,
Ha likiit ho torn var ho kenou.
6 Pa sonjan en kement se, ez oun kollet,
Hag eur ienien a grog em c’hig.
7 Perag e vev ar re fall,
He kosaont, hag e kreskont en nerz ?
8 Ho lignez en em sav dirazhei,
Hag ho bugale a zo dindan ho daoulagad.
9 Ho ziez a zo en peoc’h, en mir euz an doujans,
Ha goalen Doue n’ema ket varnezhei.
10 Ho c’holle n’ema biken dic’hallout,
Ho ouner a ro he loe ha na ziforc’h ket.
11 Lakaat a reont ho bugale da redek araog dezhei evel eun tropel,
Hag ho lignez a lamp.
12 Kana a reont gant an taboulin hag an delen,
En em ieat a reont euz son ar biniou,
13 Tremen a reont ho deiziou en eurvad,
Hag e tiskennout er bez en eur pennad.
14 Ha koulskoude ho deuz lavaret da Zoue : Pella ouzomp-ni,
Na fell ket deomp anaout da henchou.

450