Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/459

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 22.

15 Piou eo an Holl-C’halloudek, evit ma servichfemp anezhan ?
Ha petra a c’hounefomp-ni o pedi anezhan ?
16 Setu, ho eur-vad, ha n’ema-hen ket en ho daouarn ?
(Ra vezo kuzul an den fall pell ouzin !)
17 Ped gwech en em gav ma voug lamp
An dud fall, ma teu ho distruj varnezhei,
Ma loden Doue ho lod grinthei er goler,
18 Ma vent evel ar plouz euz c’houez an avel,
Hag evei ar pell zavet dre an tempest ?
19 Lavaret a ret : Doue a vir ar boan d’he vugale ;
Mes ra gastio anezhan he unan evit ma santo !
20 Ma welo gant he zaoulagad he unan he zistruj,
Ra evo koler an Holl-Galloudek !
21 Rag, petra a ra he di dezhan he c’houde,
Pa eo lamet he viziou ?
22 Ha kelen a refer ar wiziegez da Zoue,
Hen pehini a varn ar re a zo zavet ?
23 Unan a varv en kreiz ar founusder,
En he holl eaz hag hen diskwiz.
24 He flankou a zo leuniet a lard,
Hag he eskern a zo gwalc’het a vel ;
25 Unan all a varv en c’hervder he ine.
Hep beza biskoaz taveet an eurvad :
26 Gourvezet int asamblez er boultren,
Hag ar prenved ho golo.
27 Setu, anaout a ran he sonjou,
Hag ar c’hoantou a ret a enep d’in.
28 Rag lavaret a ret : Pelec’h ema ti an den pinvidik,
Ha pelec’h ema tanten, choumach an den fall ?
29 N’hoc’h euz biskoaz groet goulen ebet euz ar beajourien,
Ha n’hoc'h euz-hu ket anavezet, dre ho zesteniou,
30 Penaoz en deiz ar glac’har, an den fall a zo esperniet,
Hag en deiz ar fuloriou, eo pelleet.
31 Piou a ziskwel dirazhan he gundu,
Ha piou a ro dezhan ar pez hen deuz groet ?
32 Douget eo d’ar bez, ha var an douaren he veill choaz.
33 Moudred an draounien a zo skanv dezhan ;
Var he lerc’h he teu en eur rengen an holl dud,
Ha dirazhan ar vanden a zo hep niver.
34 Penaoz eta he roet-hu d’in dic’hlac’hariou vên ?
Euz ho respountchou. ar pez a van eo ar faosentez.


22 NEUZE Elifaz, euz Theman, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Ha beza eo util an den da Zoue ?
Dezhan he unan eo util an den fur.
3 An Holl-C’halloudek, hag interest Hen deuz e vefez-te gwirion ?
Gounit a ra eun dra benag ma valefez-te en eeünder ?
4 Dre aoun ouzit eo, e repren ac’hanout,
Hag ez a en barnedigez ganez ?
5 Da fallentez ha n’eo ket bras,
Ha da zroukiou n’ema-int ket hep niver ?
6 Goulen a reez gobrou digant da vreudeur hep abek ;
Privet ez poa euz ho dillad ar re a oa en noaz.
7 Na rojez ket dour da eva d’an den sec’hedik,
Ha na roez ket a vara d’an den ezomek.
8 Livret ez poa an douar d’an hini a oa galloudek,
Hag an hini euz pehini he reaz van a choume ennhan.
9 Kas a reaz kwit en gollo an intanvezed,
Ha divrec’h ar vinored a oa bruzunet.
10 Abalamour da gement se ema ar pechou en dro d’id,
Ma teu eur spouron vuhan varnout,
11 Pe e c’harz an devalijen ac’hanout da welet,
Hag e lounk divord an doureier achanout.
12 Doue ha n’ema-Hen ket d’an neac’h aze en envou ?
Zell euz tâl ar stered ; pegen huel int !
13 Ha te ec’h euz lavaret : Petra a anavez Doue ?
Barna a raio adreuz an devalijen?
14 Ar goabrennou a zo evithan eur gwel, ha ne wel netra ;
Pourmen a ra var goarek en envou.
15 Fellout a ra d’id heul an hent koz,

451