Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/460

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 23, 24.

En pehini ho deuz baleet an dud fall,
16 Pere a zo bet lamet araog an amzer,
Hag a bere eur rivier he deuz dizouget ar zol,
17 Pere a lavare da Zoue : Pella ouzomp !
Ha petra Hen doa groet an Holl-C’halloudek dezhei ?
18 Leuniet Hen doa ho ziez a vadou !
(Ah ! pell ouzin kuzul ar re drouk !)
19 Ar re wirion hen gwelo hag en em laouenao ;
An didamall a raio goab anezhei :
20 A-dra-zur hon enebour a zo bet distrujet ;
An tân hen deuz devoret ar pez choume anezhan.
21 En em stak eta outhan, hag e vezi en peoc’h,
Hag e c’hoarvezo vad ganez.
22 Kemer ar gelennadurez euz he c’henou,
Ha laka he gomzou en da galoun.
23 Mar distroez d’an Holl-C’halloudek, e vezi adsavet :
Pella an drouk euz da danten,
24 Taol an aour er boultren ;
Hag aour Ofir en reier an dour red,
25 Hag an Holl-C’halloudek a vezo da aour,
Beza e vezo evidout arc’hant ha tenzoriou.
26 Rag neuze e ri da blijaduriou en Holl-C’halloudek,
Hag e savi da vizach var zu Doue.
27 He bedi a ri, hag e selaouo ac’hanout,
Ha te a roio da westlou dezhan.
28 Mar rez eur c’hoant, e teui a ben outhan,
Hag ar sklerijen a lugerno var da henchou.
29 Pa vezo izeleet unan benag, ha pa lavari : Ma vezo savet !
Doue a zelivro an hini hen doa he zaoulagad izeleet.
30 Delivra a raio ar c’houpabl,
Delivret e vezo gant purete da zaouarn.


23 JOB a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Brema c’hoaz va c’hlem a zo eun dismac’h,
Ha koulskoude va dorn a zalc’h va huanadou.
" Oh ! ma wejen pelec’h he gaout,
Ez ajen bete he drôn,
4 Lakaat a rajen va c’homz dirazhan,
Hag e leunjen va genou a breuvennou ;
5 Anaout a rafen ar pez a respountfe d’in,
Hag e komprenfen ar pez a lavarfe d’in.
6 Ha stourm a rafe ganen en braster he nerz ?
Nan, zoken e lakafe evez ouzin.
7 Beza e vefe neuze eur just pehini a gomzfe ganthan,
Ha me a vefe pardounet evit biken gant va barner.
8 Setu ama, mar d’an d’ar savheol, n’ema ket eno ;
Mar d’an d’ar c’husheol, n’hen dizoloan ket.
9 En hanter-noz ema, ne welan ket anezhan.
En em guzet a ra er c’hreisteiz, n’hen gwelan ket.
10 Anaout a ra an hent em euz heuliet ;
Ra amprouvo ac’hanoun, hag ez in er meaz evel an aour.
11 Va zroad a zo stag euz va faziou,
Miret em euz he bent, ha n’oun ket en em distroet outhi.
12 N’oun ket en em belleet euz gourc’hemen he vuzellou,
Miret em euz komzou he c’henou muoc’h evit va bolonte.
13 Mes n’hen deuz nemert eur sonj ; pehini hen laka da zistrei ?
Ar pez a c’hoanta he galoun, he ra anezhan.
14 Achui a raio ar pez a fell dezhan ennoun,
Ha beza e zo er spered kalz a draou all henvel euz houma.
15 Abalamour da ze he brezans a spouron ac’hanoun ;
Pa sonjan, em euz aoun outhan.
16 Doue Hen deuz gwakeet va c’haloun,
Hag an Holl-C’halloudek Hen deuz spouronet ac’hanoun.
17 Rag n’oun ket bet lamet kwit araog eru an devalijen,
He n’euz ket pelleet euz va fas an devalijen.


24 Perag n’hen deuz ket a amzer lakeat a du gant an Holl-C’halloudek ?
Ha perag ar re a anavez anezhan na welont-int ket he zeiziou ?
2 Finval a reer an harzou ;
Laerez a reer an tropellou, hag ho lekeer da beuri ;
3 Digas a reer azen ar vinored,
Kemer a reer evit gobr ijen an intanvez ;

452