Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/461

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 25, 26.

4 Ober a reer d’ar beorien pellaat euz an hent,
Ha re ezomek ar vro a zo oblijet d’en em guzet.
5 Setu, emaint en distro evel ezen gwez ;
Mont a reont er meaz d’ho labour, oc’h esperout eur preiz ;
An distro a ro dezhei ar bara evit ar vugale.
6 Medi a reont ho feuri er parkeier,
Laerez a reont en gwinien an den fall ;
7 Tremen a reont an noz en noaz, dre vank a zillad,
Ha n’ho deuz ket peadra d’en em c’holo a enep ar ienien ;
8 Treujet int gant glao ar meneziou,
Hag, hep boden, e vriatont ar roc’h.
9 Diframa a reer ar minor euz ar vrôn,
Kemer a reer gobrou var ar paour,
10 Ober a reer dezhan bale en noaz, hep dillad,
Lakaat a reer ar re naounek da zougen ar foueskenou.
11 Ar re a wask an eol en ho ziez,
Ar re a wask er presouerou, ho deuz sec’het.
12 Euz kreiz kear ar re varo a c’harm ;
Ine ar re vleset a gri ; -
Doue ne ra van ebet euz ho fallentezou !
13 Setu ama reou all pere en em zav a enep ar sklerijen,
Pere ne anavezont ket he henchou,
Ha n’en em dalc’hont ket en he wenojennou.
14 Al lazer a zav da c’houlou deiz ; laza a ra ar paour hag an ezomek,
Hag, en noz, e laer evel eul laer.
15 Lagad an avoultr a spi d’an abardae ;
Lavaret a ra : Lagad ebet n’am gwelo,
Hag e kuz he vizach.
16 Digerri a ra an tiez en devalijen,
En em derc’hel a reont zerret en deiz,
Na ouzont ket petra eo ar sklerijen.
17 Rag ar beure a zo dezhei holl evel skeud ar maro ;
Mar anavez unan benag anezhei, ho deuz spounchou marvel.
18 Mont a reont kwit evel eur c’horf skanv var c’horre an dour ;
Ho heritachg a zo milliget var an douar ;
Na gemeront ken hent ar gwiniennou.
19 Ar sec’hour hag an domder a guzum doureier an erc’h ;
Evel se ar bez a zevor ar re a bec’h.
20 Ar c’hov ho dougaz ho ankwezaz ; ar prenved a ra ganthei ober vad ;
Ne vez ken sonj anezhei ;
An den fall a zo bruzunet evel koad.
21 Hen pehini a drubulie ar vreg dibrodu, hep bugale,
Ha ne rea vad ebet d’an intanvez ;
22 Pehini a skleje ar re c’halloudek dre he nerz ;
Pehini a zave ha nikun ne oa zur euz he vuez :
23 Doue a roe dezhan zurdeed, hag en em harpe ;
Hag he zaoulagad a oa var ho henchou.
24 En em zavet e oant : eun nebeut c’hoaz, ha n’ema int ken ;
Plega a reont, hag int kaset kwit evel ar re all ;
Troc’het int evel penn eun damoezen.
25 Ma n’ema ket evel se, piou a gendrec’ho ac’hanoun a c’haou,
Hag a lakao en netra va c’homzou ?


25 HA Bildad, euz Shuak, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Ar galloud hag ar spount a zo dezhan,
Lakaat a ra ar peoc’h da ren en he lec’hiou huel.
3 He vandennou hag int a hell beza niveret,
Ha var biou ne sav ket he sklerijen ?
4 Ha penaoz e vefe an den gwirion dirag Doue ?
Ha penaoz he vefe pur an hini a zo ganet euz ar vreg ?
5 Setu, al loar zoken a zo hep sklerder,
Hag ar spered n’int ket pur dirag he zaoulagad.
6 Pegement mui an den pehini n’eo nemert eur prenv,
Ha mab an den pehini n’hen d’eo nemert eur vuzugen


26 JOB a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Evel ma ec’h euz sikouret an hini a oa hep nerz !

453