Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/462

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 27.

Evel ma ec’h euz sikouret ar vrec’h hep nerz !
3 Evel ma ec’h euz kelennet an den hep skiant,
Ha roet da welet founusder da furnez !
4 Da biou ec’h euz diskleriet da gomzou ?
Hag euz piou eo ar spered a zo deuet ac’hanout ?
5 Ar skeudennoub a gren dindan an doureier,
Hag ar re a choum ennhei.
6 Ar bez a zo en noaz dirazhan,
Hag an dounder a zo hep gwel.
7 Asten a ra an hanter-noz var ar gollo,
Hag e divil an douar var an netra.
8 Dastum a ra an doureier er c’houmoul,
Hag ar goabren na skleri ket dindan ho fouez.
9 Golo a ra fas he droll,
Displega a ra dreist ar goabren,
10 Merka a ra eur c’helc’h var an doureier,
El lec’h ma en em dap ar sklerijen gant an devalijen.
11 Peuliou an envou a zo bransellet,
Hag en em zouez euz he c’hourdrouz.
12 Gant he nerz, e sav ar mor ;
Ha dre he ijin, e vruzun ar re dizent galloudegusa.
13 He halan a rent an envou pur ;
He zorn a dreuz an aerouant reduz.
14 Ar re ze n’int nemert kosteziou he henchou ;
Pegen dinerz eo an drouz a zeu a gement se d’hon skouarn !
Ha piou hello klevet kurun he c’halloud ?


27 HA Job a gendalc’haz he gomzou prederiuz, hag a lavaraz :

2 Dre an Doue pehini hen deuz lekeat va droet a gostez,
Dre an Holl C’halloudeg pehini Hen deuz leuniet va ine a c’hwervder,
3 En keit ha ma vano va halan ganen,
En keit ha ma vezo spered Doue em franiou,
4 Va muzellou na zisklerifont netra a zireiz,
Ha va zeod na lavaro netra a faoz.
5 Pell ouzin ar sonj da rei rezon deoc’h !
Bete va diveza huanaden, n’en em diwiskin ket euz va eeünder.
6 Kendalc’het em euz va reizder, ha na zinerzin ket :
Va c’hounsians na rebech d’in hini euz va deiziou.
7 Ra vezo va enebour evel an den fall,
Ha va stourmer evel an den direiz.
8 Rag pehini e vezo esperans an den fall,
Pa lamo Doue, pa lamo Doue he ine ?
9 Doue ha klevet a raio he glemmou,
Pa zeuo an dristidigez varnezhan ?
10 Ha kaout a raio he blijadur en 1Holl-C’halloudeg ?
Ha pedi a raio Hen Doue en pep amzer ?
11 Kelen a rin deoc’h penaoz e ra Doue,
Ha ne guzin ket ouzoc’h sonj an Holl-C’halloudeg.
12 Setu, c’hwi oc’h unan holl, oc’h euz gwelet an traou ma,
Ha perag eta en em lezet da vont d’ar sonjou ven ze ?
13 Setu al loden a laka Doue a dre evit ar re fall,
Hag an heritach ho deuz ar violant digant an Holl-C’halloudeg.
14 Mar kresk he vugale, eo evit ar c’hleze ;
Hag he ras ne vezo ket leuniet a vara.
15 Ar re a vevo he c’houde a vezo sebeliet gant ar vosen,
Hag ho intanvezed na welfont ket dezhei.
16 Ra zastumo arc’hant evel ar boultren,
Ra vernio dillad evel fank,
17 Bernia a raio, hag an den just en em wisko,
Hag an didamall a lodenno he arc’hant.
18 Sevel a ra dezhan eun ti evel hini an tign,
Evel lochen an diwaller gwiniennou.
19 Kousket a ra, pinvidik, hag eo evit ar wech diveza ;
Digerri a ra he zaoulagad, ha n’ema ken ;
20 Ar spounchou a grog ennhan evel an doureier divorded ;
An tempest a laer anezhan en noz.
21 Avel ar savheol hen dizoug, hag ez a kwit ;
Tenna a ra anezhan euz he lec’h evel eur c’hemesk.

454