Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/463

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 28, 29.

22 An Aotrou a daol varnezhan he virou, ha na espern ket anezhan ;
Tec’hel a ra euz he holl nerz dirag he zorn.
23 Strakel a reer an daouarn a enep dezhan ;
He gas a reer kwit a daoliou c’hwitel.



28 An arc’hant hen deuz lec’hiou a bere he ve tennet,
Hag an aour plasou el lec’h ma vee neteet.
2 An houarn a ve tennet euz ar boultren,
Hag ar mean teuzet a ro an arem.
3 An den a freuz an devalijen ; Klask a ra, beteg an harzou pella,
Ar mean a zo en devalijen ha skeud ar maro.
4 Toula a ra eur punz, pell euz an dremenidi ;
Oc’h ankouez he dreid, eo taolet kwit
Ha bransellet pell euz an dud.
5 Euz an douar eo he teu ar bara,
Hag eo kemesket, en he dounderiou, evel gant an tân.
6 He reier eo choumach ar safir,
Hag eno he kaver ar poultr aour.
7 Lapous ar preiz ne anavez ket an hent di,
Ha lagad ar milan n’hen dizolo ket.
8 Am loened gouez n’ho deuz ket baleet ennhan,
Al leon n’eo ket tremenet dre eno.
9 An den a laka he zorn var ar granit ;
Kemesk a ra ar meneziou beteg ho zoliou.
10 Kizella a ra aleou er reier,
Hag he lagad a zizolo kement a zo a brisiuz.
11 Herzel a ra diveradur an doureier,
Hag e tiskouez ar pez a oa kuzet.
12 Mes ar furnez, pelec’h e vezo kavet ?
Pelec’h ema al lec’h euz he skiant ?
13 An den ne anavez ket he friz,
Ha n’ema ket en douar ar re veo.
14 An dounder a lavar : N’ema ket ennoun ;
Hag ar mor a lavar : N’ema ket ganen.
15 Ne ve ket roet evit aour fin,
Na ve ket prenet euz pouez an arc’hant.
16 Na ve ket lakeat en balans gant aour Ofir,
Na gant an oniks prisiuz, na gant ar safir
17 Na ve ket henvellaet gant an aour na gant ar gwer.
Ha na ve ket troket euz besellou aour pur ;
18 Na gomzer nag euz ar c’horail, nag euz ar c’hristal,
Ha perc’henni ar furnez a dal mui eged perlezennou.
19 Na ve ket henvellaet euz topazen an Ethiopi ;
Na ve ket lakeat er valans gant an aour ar fina.
20 Mes ar furnez, a belec’h e teuo ?
Ha pelec’h ema choumaj ar skiant ?
21 Kuzet eo dirag daoulagad an holl re veo ;
En em laerez a ra dirag lapoused an envou.
22 Ar poull hag ar maro a lavar :
Diouskouarn hon deuz da glevet komz outhi.
23 Doue eo a anavez he hent ;
Hen eo an hini a anavez he choumaj.
24 Rag sellet a ra, Hen, beteg harzou ar bed ;
Gwelet a ra dindan an holl envou.
25 Pa roe d’an avel he bouez,
Pa boueze ha pa vuzure an doureier,
26 Pa roe eul lezen d’ar glao,
Hag eun hent da luc’heden ar c’hurunou,
27 E welez anezhi neuze hag e diskleriaz ;
E lakeat a reaz, ha zoken he furchaz anezhi ;
28 Goude e lavaraz d’an den :
Setu, doujans an Aotrou, eo ar furnez,
Hag en em distrei euz an drouk, eo ar skiant.


29 JOB a gendalc’h he gomzou prederiuz, hag a lavaraz :

2 Oh ! perag n’hen d’oun ken evel er miziou gwech all,
Evel en deiz ma tiwalle Doue ac’hanoun,
3 Pa lugerne he c’houlaouen var va fenn,
Pa valeen euz he sklerijen en devalijen ;
4 Evel en deiziou va diskar-amzer ;
Pa veille karante Doue var va zanten
5 Pa oa an Holl-C’halloudeg c’hoaz ganen,
Ha ma oa ma zud iaouank en dro d’in ;
6 Pa welc’hen va zreid el leaz,
Ha pa deuze ar roc’h tost d’in en skuliadurez eol !

455