Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/464

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 30.

7 Pa ez een er meaz evit mont da zor kear,
Ha ma lakeen kempen d’in eur gador el lec’hiou publik,
8 Ar re iaouank, o welet ac’hanoun, a dec’he ;
Ar re goz a zave hag en em dalc’he en ho za.
9 Prinsed a baoueze da gomz,
Hag a lakae ho dorn var ho genou.
10 Mouez ar chefou en em vouge,
Hag ho zeod a stage euz ho staoun.
11 Rag ar skouarn am c’hleve am disklerie euruz,
Al lagad a wele ac’hanoun a roe testeni d’in.
12 Rag delivra a reen an ezomek pehini a grie,
Hag ar minor pehini n’hen doa den d’he zouten.
13 Bennoz an nep a iea da vervel a gweze varnoun,
Hag e lakeen kaloun an intanvez da gana gant joa.
14 En em wiska a reen a reizder, hag hi en em wiske ac’hanoun
Va eeünder oa va mantel ha va zok.
15 Daoulagad an dall e oan.
Ha treid ar c’ham.
16 Tad ar beorien e oan,
Hag e studien mad koz an diaveziad.
17 Bruzuni a reen janveden an den direiz,
Hag e lamen ar preiz euz a dre he zent.
18 Hag e lavaren : Mervel a rin gant va nez,
Ha niveri a rin va deiziou evel ar feniks,
19 Va grizien a vezo lekeat en dour,
Hag ar c’hlizen a dremeno an noz em brankou.
20 Va gloar a adnevezao ennoun,
Ha va goarek en em nerzo em dorn.
21 Selaou a ret ac’hanoun, va gortoz a reat,
Hag e tavet, bete ma em bije roet va ali.
22 Goude ma em bije komzet, na respountet ken,
Ha va gir a zivere taken ha taken varnezhei.
28 Va gortoz a reent evel ar glao,
Hag e tigorent ho genou evel evit eur bared divezad.
24 C’hoarzin a reen pa vijent disesperet ;
Ha na wasaent ket zederded va bisach.
25 Karout a reen mont ganthei, hag e c’hazeen en ho fenn ;
Azeza a reen evel eur roue en kreiz he c’harded,
Evel eun dic’hlac’harer en kreiz ar re ezomek.



30 Mes, brema, tud iaouankoc’h evidoun a ra goab ouzin,
Tud a bere na vije ket fellet d’in lakaat an tadou gant chas va zropel.
2 Ha petra em bije gallet ober euz nerz ho daouarn ?
Ennhei e oa kollet pep nerz.
3 Dinerzet dre ar gernez hag an naoun,
E peuront al lec’hiou sec’h, adaleg pell zo glac’haret ha distro.
4 Dastum a reont ar ieot gwez tost d’ar girzier,
Ha griziou ar balen eo ho boned.
5 Kas a reer anezhei kwit euz a douez an dud ;
Krial a reer var ho lerc’h evel var lerc’h eul laer ;
6 Choum a reont en douriou red euzuz,
En toullou en douar hag entouez ar reier.
7 Klevet a reer anezhei o vleujal er vodennou,
En em asten a reont touez-touez dindan an askol ;
8 Ras fall, ras hep hano,
Pehini a oa bet kaset kwit euz ar vro !
9 Ha brema oun en abek d’ho zoniou,
Hag he ran an dra euz ho c’homzou.
10 Eûz ho deuz ouzin, pellaet a reont ouzin ;
Ha n’ho deuz ket aoun evit kranchet em bisach.
11 Dre ma Hen deuz Doue distiniet korden va gwarek hag izeleat ac’hanoun,
Ijet ho deuz pep brid dirazoun.
12 Ar ras se a sav a zeou d’in ;
Bouta a reont va zreid ;
Ober a reont em enep henchou evit noaz d’in ;
13 Terri a reont va hent,
Zikour a reont va distruj,
Int da bere den na gase sikour.
14 Eruet a reont evel dre eur freuzaden ledan,
En em deurel a reont en kreiz an drouz.
15 An holl spouroniou a dro em enep,
Kenredek a reont va lignez evel an avel,
Ha va eurvad a dremen evel eur goumoullen !

456