Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/465

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 31.

16 Ha brema va ine a deuz ennoun,
Deiziou va glac’har ho deuz va zapet ;
17 An noz a dreuj va eskern
Hag a zistak anezhei, hag a re a grin ac’hanoun na gouskont ket.
18 Dre ar violans vras euz va drouk, va dillad en em dizoare ;
Zerri a ra ac’hanoun evel kolier va zuniken.
19 Doue Hen deuz taolet ac’hanoun er fank,
Hag oun henvel ens ar boultren hag al ludu.
20 Krial a ran d’id, ha na respountez ket ;
En em derc’hel a ran em za dirazhan, ha te a evesa ac’hanoun !
21 Deuet out da veza kruel evidoun me :
Herzel a rez ouzin gant holl nerz da vrec’h.
22 Va zevel a rez, va lakaat da vale var an avel,
Hag em lakao da euzi en drouz euz an tempest.
23 Ia, anaout a ran penaoz e kasez ac’hanoun d’ar maro,
Hag en choumach, el lec’h ma en em gav an holl re veo.
24 Nemert, ne astenner ket an dorn en kreiz an distruj ?
Hag, en he c’hlac’har, ha ne helfer eta ket leuskel eur griaden ?
26 Na welfen me ket var an den pehini a dremen deiziou fall ?
Va ine ha ne oa hen ket glac’haret abalamour d’ar paour ?
26 Gortozet em euz an eurvad, hag an droukeur a zo en em gavet.
Gortoz a reen ar sklerijen, hag an devalijen a zo deuet.
27 Va bouzellou a verv hep ehan ;
Deiziou ar glac’har a zo deuet varnoun.
28 Bale a ran duet holl, ha nan gant an heol.
Sevel a ran en asamble, hag he krian.
29 Deuet oun da vreur d’ar chakaled,
Ha kensort an otruched.
80 Va c’hroc’hen a zua hag a gwez.
Va eskern a zo devet gant an derzien.
81 Va zelen a zo troet en kanvou,
Ha va luth en mouez daerou.



31 Groet em boa eur marc’hed gant va daoulagad ;
Ha penaoz em bije sellet euz eur werc’hez ?
2 Rag pez loden Hen dije Doue groet d’in euz kreac’h,
Ha pez heritach Hen dije an Holl-C’halloudeg digaset d’in euz an envou ?
3 Ar glac’har ha n’ema-hen ket evit an den fall,
Hag ar boan evit ar re a ra an drougiez ?
4 Na welont int ket holl va c’hundu,
Ha na niveront int ket va faziou ?
5 Mar em euz baleet er gevier,
Ha mar hen deuz va zroad hastet troumpla,
6 Ma pouezo Doue ac’hanoun en balansou gwirion
Hag ec’h anavezo va eeünder.
7 Mar d’euz va zreid distroet euz an hent,
Ha mar hen deuz va c’haloun heuliet va daoulagad,
Ha mar deuz eul louzouni benag en em staget euz va daouarn,
8 Ma hadin hag unan all a zebro,
Ha ma vezo va bodou dic’hriennet !
9 Mar d’eo bet va c’haloun troumplet gant eur vreg benag,
Ha mar em euz iedet en tal dor va nesa,
10 Ra friko va greg ar greun evit unan all,
Ha ma en em lekea reou all a uz dezhi.
11 Rag ze a zo eun drougiez rag sonjet,
Eun drougiez kastiet gant ar varnerien.
12 Eun tân eo pehini a zevor beteg an distruj leun,
Pehini hen dije distrujet va holl vadou en ho grizien.
13 Mar em euz disprijet droet va zervicher pe va zervicherez,
Pa ho deuz stourmet ganen,—
14 Ha petra a rin, pa zavo Doue,
Ha pa c’houlenno kount ouzin, petra a respountin dezhan ?
15 An hini hen deuz groet ac’hanoun en kov va mam, ha n’hen deuz ket ive groet anezhan ?
Eur memeuz krouer ha n’hen deuz hen ket greet ac’hanomp en kov ar vam ?
16 Mar em euz tremenet hep rei d’ar beorien ho goulen,
Mar em euz lezet daoulagad an intanvez d’en em guzumi,
17 Mar em euz debret va unan va zam,
Ha ma n’hen deuz ket debret an emzivad outhan,—
18 A-dra-zur, adaleg va iaouankiz, hen deuz kresket tost d’in evel tost da eun tad,

457