Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/466

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 32.

Hag adaleg kov va mam, oun bet rener an intanvez,—
19 Mar em euz gwelet eun den o vervel hep dillad,
Hag ar paour hep golo ;
20 Ma n’ho deuz ket he groazellou va benniget,
Ha ma n’eo ket bet tomet gant touz va oaned ;
21 Mar em euz savet va dorn a enep an emzivad,
Abalamour ma en em welen harpet euz an nor ;
22 Ra gwezo va skoaz euz va gil,
Ha ma vezo va, brec’h torret ha pelleet euz an askorn !
28 Rag ar spount o veza varnoun gant glac’har Doue,
Ha na hellin ket pad dirag he vajeste.
24 Mar em euz lekeet en aour va fizians,
Ha mar em euz lavaret d’an aour fin : Te eo va zurded ;
25 Mar em euz en em laouenaet euz ma oa bras ma leve,
Hag euz ma hen doa va dorn prenet kalz ;
26 Mar, o welet an heol o lugerni
Hag al loar o vont araog manifik,
27 Va c’haloun hen deuz lezet troumpla ac’hanoun en kuz,
Ha mar hen deuz va dorn kaset pokou
28 (Ar pez a zo ive eun drougiez kastiet gant ar barner,
Rag eun nac’hentez euz an Doue d’an neac’h eo) ;
29 Mar d’oun en em laouenaet euz gwalheur va enebour,
Mar em euz lampet a joa pa hen deuz ar gwalheur tapet anezhan
30 (N’em euz ket lezet va zeod da bec’hi,
O c’houlen he varo en malloziou) ;
31 Ha ma n’ho deuz ket lavaret tud va zi :
Pelec’h ez zo unan benag ha na vefe ket bet gwalc’het gant he gig ?
32 (An diaveziad na dremene ket an noz er meaz ;
Digerri a reen va dor d’ar beajour) ;
33 Mar em euz kuzet, evel Adam, va fec’hejou ;
Mar em euz lakeat va zorfet em bruched,
34 Abalamour ma toujen ar bobl,
Ha ma em boa aoun rag disprij ar famillou,
En hevelep doare ma choumen zioul ha na greden ket treuzi an nor...
35 Oh ! ma selaouje unan benag ac’hanoun ! . . .
Setu va zin : Ra respounto an Holl-C’halloudeg d’in,
Ha ma skrivo va enebour he envor !
36 Touet a ran e tougin anezhan var va diouskouaz,
He staga a rin varnoun evel eur gurunen,
37 Diskleria a rin an niver euz va faziou,
Tostaat a rin dezhan evel da eur prins.
38 Mar kri va douar em enep,
Ha mar gwel va irvi ganthi ;
39 Mar debran va frouez hep beza he baeet,
Mar lakaan renta an ine d’he vestrou,
40 Ra roio drein el lec’h gwiniz,
Ha draok el lec’h heiz !

Setu ar fin euz a gomzou Job.


32 NEUZE an tri den ze a baouezaz da respount da Job, abalamour ma krede e oa eeün.

2 Hag Elihu,mab Barakeel, Buzit, euz famil Ram, en em lekeaz en eur goler vras a enep Job, abalamour ma en em reize he unan dirag Doue. 3 En em lekeat a reaz ive en koler euz he dri vinion, abalamour ne gavent netra da respount, ha koulskoude ho doa barnet Job. 4 Hag Elihu hen doa gortozet evit komz da Job ma ho dije int komzet, abalamour ma oant kosoc’h evithan. 5 Elihu, o welet n’ho doa an tri den ze respount ebet en ho genou, en em lekeaz en koler.

6 Hag Elihu, mab Barkeel, Buzit, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

Me a zo iaouank ha c’hwi a zo koz,
Evel se em euz doujet, ha n’em euz ket kredet rei va ali.
7 Lavaret a reen : An deiziou a gomzo,
Hag an niver bras euz ar bloaziou a roio da anaout ar furnez.
8 Mes an spered a zo en dud,
Halan an Holl-C’halloudeg eo a ro skiant.
9 N’eo ket ar re ena a zo fur ;
N’eo ket ar re goz a gompren ar pez a zo gwirion.
10 Dre ze e lavaran : Selaou ac’hanoun ;

458