Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/468

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 34.

25 He gig a gemer muoc’h a freskadurez evit en he vugaleach ;
Distrei a ra da zeiziou he iaouankiz.
26 Pedi a ra Doue, ha Doue a zelaou anezhan.
Lakaat a ra anezhan da zellet gant joa euz he fas,
Ha renta a ra he reizder dezhan.
27 Kana a ra en kreiz an dud, hag e lavar :
Pec’het em boa, violet em boa ar reizder,
Ha va foan n’euz ket egalet va fec’hed.
28 Dasprenet Hen deuz va ine, abalamour na gweje ket er pou11,
Ha ma buez a wel c’hoaz ar sklerijen.
29 Setu aze ar pez a ra Doue,
Diou, teir gwech, en kenver an den,
30 Evit digas he ine euz ar poull,
Evit ma vefe skleriet euz sklerijen ar re veo.
31 Bez eveziek, Job, selaou ac’hanoun !
Tav-te, hag e komzin.
32 Mar ec’h euz eun dra da lavaret, respount d’in ;
Komz, rag fellout a ra d’in da reiza.
33 Anez, selaou ac’hanoun ;
Tav-te, ha me a gelenno d’id ar furnez.


34 ELTHU a adkemer ar gomz, hag a lavar :

2 C’hwi, re fur, selaouet va c’homzou ;
Ha c’hwi, tud disket, prestit ho skouarn d’in.
3 Rag ar skouarn a varn euz ar c’homzou,
Evel ma tave ar staon ar pez a dleer dibri.
4 Dibabomp asamblez ar pez a zo gwirion ;
Gwelomp, entrezomp, ar pez a zo mad.
5 Job hen deuz lavaret : Me a zo gwirion,
Mes Doue a laka va droet a gostez ;
6 En despet d’am droet, oun eur gaouiat ;
Va gouli a zo poaniuz, hep ma em befe pec’het.
7 Beza e zo eun den evel Job,
Pehini a ev an drouk peden evel dour,
8 Pehini a vale en unvaniez oberourien an drouk,
Ha pehini a ia gant an dud fall ?
9 Rag lavaret hen deuz : An den na c’houne netra euz en em blijout gant Doue.
10 Dre ze, c’hwi pere hoc’h euz skiant, selaouet ac’hanoun.
Pell euz Doue an drougiez !
Pell euz an Holl-C’halloudeg an direizded !
11 Rei a ra d’an den hervez he oberiou,
Hag e ra da bep hini kaout hervez he gundu.
12 A-dra-zur Doue ne ra ket a zireisted.
An Holl-C’halloudeg na laka ket an droet da blega.
13 Piou eo hen deuz roet dezhan evez an douar ?
Piou hen deuz fiziet ennhan ar bed ?
14 Ma na sonje nemert ennhan,
Ma tenje he spered diganthan, hag he halan,
15 Pep kig a varvje asamblez,
Hag an den a zistroje er boultren.
16 Mar ec’h euz eta skiant, selaou kement se ;
Prest skouarn da zoun va c’homzou.
17 Ha petra ! ha ren a raio an nep a gasao ar reizder ?
Ha barna a rafez-te an hini a zo en gwirione just ?
18 Hen pehini a lavar d’ar rouane,
Drouk ! ha Fall ! d’ar brinsed ;
19 Pehini ne ra van ebet euz ar re vras,
Ha na anavez ket ar pinvidig muoc’h evit ar paour,
Rag holl int labour he zaouarn ?
20 En eun taol e varvfont ;
En kreiz an noz, eur bobl a zo bransellet hag a dremen ;
An den galloudeg a zo dizouget, ha nan gant eun dorn den.
21 Rag daoulagad Doue a zo var henchou an den,
Hag e sell euz he holl baziou.
22 N’euz na tevalijen na skeud ar maro,
En pelec’h helfe en em guzet oberourien an droug.
23 Na zell ket diou wech euz eun den,
Evit mont en barnedigez ganthan.
24 Bruzuni a ra ar re c’halloudeg, hep enklask,
Hag he laka reou all en ho flas,
25 Abalamour ma c’hanavez ho oberiou.
Ho diskar a ra en noz, hag int bruzunet.
26 Ho skourjeza a ra evel tud fall,
En gwel ar bed holl,

460