Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/469

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 35, 36.

27 Abalamour ma int en em distroet outhan,
Ha n’ho deuz ket agren lakeat evez d’he henchou.
28 Lakaat ho deuz kriaden ar paour da vont beteg ennhan,
Hag hen deuz klevet klem ar re c’hlac’haret.
29 Mar ro an ehan, piou eo a varno anezhan ?
Mar kuz he fas, piou a zello outhan ?
Pe he vefe evit eur bobl pe evit eun den,
30 Evit ma na reno ket an den fall,
Evit ma na vezo ket eur pech d’ar bobl.
31 Rag lavaret hon euz da Zoue :
Bet em euz poan, na bec’hin ken ;
32 Ar pez ne welan ket, diskwez anezhan d’in ;
Mar ran an drouk, ne rin ken anezhan.
33 Ha beza eo eta hervez da sonjou e tle beza kastiet an drouk ?
Rag diskwezet ec’h euz droug kontantamant ?
Evel se, d’id-te eo da lavaret, ha nan d’in me ! Lavar ar pez a ouzout.
34 An dud a skiant a lavaro d’in,
Kenkoulz hag an den fur pehini hen devezo va zelaouet :
35 Job na gomz ket gant anaoudegez,
Hag e gomzou a zo hep skiant.
36 Ah ! ma vezo Job eprouvet beteg ar fin,
Pa hen deuz respountet evel ar re fall
37 Rag lakaat a ra eun dorridigez nevez gant he bec’hed ;
En em veuli a ra en hon zouez ;
Komz a ra muoc’h mui a enep Doue.


35 ELIHU a adkemeraz am gomz, hag lavaraz :

2 Sonjet ec’h euz kaout rezon da lavaret :
Me a zo just dirag Doue ?
3 Rag lavaret ec’h euz : Petra a zeufe d’in,
Ha petra a c’hounefen me muoc’h evit ma fec’hed ?
4 Respount a rin d’id em c’homzou,
Ha d’az minioned ganez :
5 Sell euz an envou, hag evesa anezhei ;
Gwel ar gwabrennou, huelloc’h int evidout.
6 Mar pec’hez, pez tra a raio ze varnezhan ?
Ha ma niver da bec’hejou, petra a rez dezhan ?
7 Mar d’out gwirion, petra a roez dezhan,
Ha petra hen deuz euz da zorn ?
8 Da eun den eveldout-te eo he hell da fallentez noazout,
Ha da vab an den eo he tle beza da reizder util.
9 Krial a reer dindan bouez ar waskadurez,
Huanadi a reer dindan violans ar re vras,
10 Ha ne leverer ket : Pelec’h ema Doue, va c’hrouer,
An hini a ro peadra da gana en noz,
11 Pehini a laka ac’hanomp muoc’h gwiziek evit loened an douar,
Ha furoc’h evit lapoused an envou ?
12 Krial a reont hep beza selaouet,
Abalamour da ourgouil ar re droug.
13 Doue na zelaou ket an hini n’eo nemert gaou,
Hag an Holl-C’halloudeg n’euz ket a van outhei.
14 Petra benag ma ec’h euz lavaret, ne welez ket anezhan,
Ar prozez a zo dirazhan : gortoz anezhan !
15 Ha brema, abalamour na gasti ket he goler,
Abalamour na gemer ket strisamant anaoudegez er pec’hed,
16 Job a zigor he c’henou en komzou
Bernia a ra giriou var giriou hep skiant.


36 ELIHU a gendalc’haz, hag a lavaraz :

2 Gortoz eur pennad ha me a gelenno ac’hanout,
Rag giriou a zo c’hoaz evit kaoz Doue.
3 Kemer a rin a bell va skiant,
Hag e roin gallout d’am c’hrouer.
4 Rag, a-dra-zur, va diskourioua n’int ket gevier,
Hag eun den eo a gomz d’id euz eur wiziegez parfet.
5 Setu, Doue a zo galloudeg, ha na zisplij ket dezhan den ;
Galloudeg eo dre nerz he skiant.
6 Na lez ket an den fall da veva,
Hag eeunder a ra d’ar re ezomek.
7 Na zistro ket he zaoulagad euz ar re wirion,
Lakaat a ra ar re ze just gant ar rouane var an trôn ;
Hag e laka anezhei da azeza evit atao, hag int savet.

461