Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/470

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 37.

8 Mar d’int ereet a chadenou,
Mar d’int kemeret en ereou ar glac’har,
9 He ro da anaout dezhei ar pez ho deuz groet,
Ho fec’hejou hag ho ourgouil.
10 Neuze he tigorro ho diouskouarn d’ar c’hroz ;
Lavaret a ra dezhei en em distrei euz ar fallentez.
11 Mar selaouont anezhan, ha mar he zervichont,
He achuont ho deiziou en eur vad,
Hag ho bloaziou er joa ;
12 Mes ma na zelaouont ket anezhan, e tremenont dre ar c’hleze,
Hag e varvont en ho dallentez.
13 Kalounou ar re fall en em lak en koler ;
Na griont ket dezhan pa hen deuz ho ereet.
14 Ho ine a varo en he iaouankiz,
Hag ho buez a voug evel hini ar re fall.
15 Savetat a ra an ezomek euz he c’hlac’har,
Hag e kelen anezhan dre he boan.
16 Ha te da unan, lakaat a raio ac’hanout er meaz euz da dristidigez,
Er frankiz, pell euz pep ankrouez,
Ha da daol a vezo kempennet, goloet a zruoni.
17 Mes mar d’out leun a gaoz ar re drouk,
Ar gaoz hag ar varnidigez en em heulio a dost.
18 Laka evez ra na lakao ket ar goler ac’hanout da zrouk pedi,
Ha ne n’em lez ket da veza dianket gant ar sonj euz a eur c’heuz founuz.
19 Ober a rafe van euz da binvidigez ?
Ne raio van ebet nag euz an aour, nag euz an doareiou pinvidig.
20 Na c’hoanta ket an noz,
En pehini eo kemeret ar boblou var ar blasen.
21 Diwall da zistrei d’an drougiez ;
Rag gwelloc’h eo ganez ar glac’har evithi.
22 Setu ama, Doue a zo zavet en he c’hallout ;
Piou a helfe kelen evelthan ?
23 Piou hen deuz gourc’hemennet he hent dezhan ?
Ha piou a lavaro dezhan. Groet ec’h euz eun direizded ?
24 Az pez sonj da veuli he labouriou,
Ra gano an holl dud.
25 Pep den a zouez outhei, pep den ho evesa a bell.
26 Setu, Doue a zo zavet, ha ni ne anavezomp ket anezhan ;
An niver euz he vloaziou,... nikun ne hell ho niveri !
37 Tenna a ra an dakadennou dour,
Teuzi a reont en glao, en kreiz ar vrumen ;
28 Ar goabrennou a ra dezhi redek,
Ha kweza taken ha taken var vanden an dud.
29 Ha piou helfe kompren displeg ar goabrennou,
Ha trouz he danten ?
30 Setu ama, asten a ra varnezhan he unan ar sklerijen,
Hag he c’holo dounder ar moriou.
31 Evel se eo he varn ar boblou,
Hag e ro ar bevans en founusder.
32 Derc’hel a ra kuzet en he zorn ar sklerijen,
Hag he c’hourc’hemen dezhi skei.
33 He gurunou a ziskleri anezhan,
Hag an tropellou a ra da anaout he tosta.



37 Va c’haloun a zo krenuz a gement se,
Hag e lamp er meaz euz he lec’h.
2 Selaouet, selaouet an drouz euz he vouez,
Hag ar c’hroz a zeu euz he c’henou !
3 He gas a ra dindan an holl envou,
Hag he luc’heden a ia bete pennou pella an douar.
4 Goude, he vouez a iud ;
Kuruni a ra gant he vouez manifik,
Ha ne espern ket he luc’hed, pa skeltra he vouez.
5 Doue a gurun euz he vouez en eun doare burzuduz ;
Ober a ra traou bras, pere na gomprenomp ket.
6 Lavaret a ra d’an erc’h : Kwez var an douar ;
Lavaret a ra ive d’ar glaoeier,
D’ar glaoeier krenv.
7 Zerri a ra dorn an holl dud,
Abalamour d’an holl dud, he grouadurien, d’hen anaout,
8 Hag al loened en em denn en ho zoullou,
Hag he choumont en ho lec’hiou,
9 Euz dounderiou ar c’hreisteiz he teu an tempest,
Hag euz avelou an hanter-noz he teu ar ienien ;
10 Gant he avel, Doue a ra ar skorn,
Hag an dour pehini en em asten a zo zerret.
11 Karga a ra euz a c’hlebien ar goabren ;
Sklabeza a ra ar c’houmoul, leun a luc’hed,
12 Hag ar reman a gerz a bep tu,

462