Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/471

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 38.

Hervez ar merkou, evit ober ar pez a c’hourc’hemen,
Var c’horre an douar poblet ;
13 Pe he ve evit kastia, pe lakaat an douar produuz,
Pe ober he vadelez, ho lakaat a ra da zont aben.
14 Prest skouarn da gement se, Job :
Paouez, hag evesa burzudou Doue.
15 Anaout a rez-te penaoz e kempenn Doue anezhei,
Penaoz he laka Doue ar sklerijen da lugerni en he goabren ?
16 Anaout a rez-te penaoz he c’hij ar c’houmoul,
Ar burzud euz an hini a behini ar skiant a zo parfet ?
17 Penaoz en da zillad tom
Pa laka an douar da gousket gant avel ar c’hreisteiz ?
18 Astennet ec’h euz-te ganthan an envou,
Stard evel eur melezour metal ?
19 Disk deomp eta ar pez a dleomp lavaret dezhan :
Rag na wefemp ket kempen komzou"", euz kreiz hon zefalijen.
20 Fellout a rafe d’in he vege lavaret dezhan ar pez a lavaran ?
Biskoaz den a felfe dezhan beza lounket ?
21 Ha brema ne heller ket sellet euz an heol skeduz en envou,
Pa hen deuz eun avel tremenet ha ma hen deuz ho furifiet,
22 Pa deu eur skeuden aour euz an hanter-noz.
Beza he zo en Doue eur vajeste euzuz.
23 An Holl-C’halloudeg ! ni na hellomp ket Hen tapout ; manifik eo en galloud,
En gwirione, en reizder ; ne wask dzn.
24 Dre ze an dud a zouj anezhan.
Mes na Zell ket euz ar re a zo fur en ho c’haloun.


38 NEUZE an Aotrou a respountaz da Job euz kreiz an tempest, hag a lavaraz :

2 Piou eo an hini a develaa va flaniou
Dre gomzou diskiant ?
3 Gouriz eta da groazellou evel eun den nerzuz,
Me a raio goulenno ouzit, ha te am c’helenno.
4 Pelec’h e oaz-te pa daolen soliou an douar ?
Lavar eta, mar ec’h euz skiant.
5 Piou eo hen deuz reglet er muzuriou, mar hen anavezez,
Pe biou hen deuz astennet an nivo varnezhi ?
6 Var betra eo lakeat plonji ar soliou,
Pe biou hen deuz lakeat ar mean korn,
7 Pa loske steredennou ar beure asamblez kriadennou a joa,
Ha mibien Doue, kriadennou a joa ?
8 Ha piou a zalc’ho ar mor en doriou,
Pa ez eaz er meaz o lampat euz kreiz an douar ;
9 Pa roen dezhi ar goabren evit gwiskamant,
Hag an devalijen evit bandennou ;
10 Pa lakaen va lezen varnezhi,
Pa lakaiz moraliou ha doriou dezhi,
11 Ha ma lavariz dezhi : Dont a ri beteg ama, ha n’hen d’i ket peiloc’h ;
Ama e paouezo ourgouil da goumou ?
12 Abaoue ma out er bed, gourc’hemennet ec’h euz-te d’ar beure,
Merket ec’h euz-te da c’houlou deiz he blas,
13 Evit ma krogje en pennou pell an douar,
Ha ma vezo ar re fall kaset kwit ?
14 An douar a dro a zoare, evel ar pri dindan ar c’hachet,
Hag an holl draou a sav evit he gwiska.
15 Sklerijen ar re drouk a vezo lamet diganthei,
Ha brec’h ar gourdrouzerien a vezo torret.
16 Eet out-te bete mammennou ar mor,
Hag en em bourmenet out-te en fons an dounder ?
17 Doriou ar maro hag en em dizoloet int d’id-te ?
Ha gwelet ec’h euz-te doriou skeud ar maro ?
18 Komprenet ec’h euz-te braster an douar ?
Mar anavezez-te kement se, lavar ze !
19 Pelec’h ema hent plas ar goulou ?
Ha pelec’h ema choumaj an devaliien ?
20 Rag te a hell ho digas d’ho choumaj,
Hag hec’h anavezaz henchou ho zi.
21 Gouzout a rez kement se ; rag ganet e oaz neuze,
Hag an niver euz da zeiziou a zo bras !
22 Eet out bete tenzoriou an erc’h ?

463