Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/472

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 39.

Ha gwelet ec’h euz-te tenzoriou a c’hrizil,
23 Pere a viran evit amzeriou an dristidigez,
Evit deiz ar brezel hag an emgan ?
24 Dre betra henchou en em loden ar sklerijen,
Hag avel ar savheol en em skul var an douar ?
25 Piou hen deuz roet glao d’ho rivierou,
Hag he hent da luc’hed ar c’huruno,
26 Evit lakaat da c’hloia var eun douar hep tud,
Var eun distro hep den,
27 Evit desalteri al lec’hiou distro ha glac’haret,
Hag ober diwan ha lakaat ar ieot da zont er meaz ?
28 Ar glao hag eun tad hen deuz ?
Pe biou a c’han an dakadennou gliz ?
29 Euz pez bruched eo deuet ar skorn ?
Ha piou a c’hân frim an envou ?
30 An doureier en em sklabez, troet en mein,
Ha gorre an dounder en em gemer.
31 Hellout a rez-te startaat ereou iar he evned,
Pe distaga chadennou Orion ?
32 Lakaat a rez-te da zont er meaz en ho amzer siniou ar zodiak ?
Ha ren a rez-te an Ourzen gant he re vihan ?
33 Anaout a rez-te lezennou an envou ?
Pe dispos a rez-te euz he c’hallout var an douar ?
34 Sevel a rez-te da vouez entrezeg ar goabren,
Evit ma teufe doureier bras da c’holo ac’hanout ?
35 Digas a rez-te al luc’hed ? Komz a reont,
Pe e leveront d’id : Setu ni ama ?
36 Piou hen deuz lakeat ar furnez er goabrennou,
Piou hen deuz roet d’ar c’houlaouennou ar skiant ?
37 Piou a niver ar c’houmoul gant furnez,
Piou a izela outrenou an envou,
38 Pa en em danoa ar poultr, ha ma en em laka en moged,
Ha ma en em vern ar moudred ?
39 Dastum a rez-te he breiz d’al leon,
Ha terri a rez-te naoun al leon iaouank,
40 Pa en em blegont en ho zoullou,
Pa emaint en get er vodennou ?
41 Piou a fich ho boned d’ar brini,
Pa gri he re vihan entreze Doue
Ha pa nijont ama hag ahont hep netra da zibri ?



39 Anaout a rez-te an amzer en pehini he c’han ar chamoet ?
Evesaet ec’h euz pegoulz he ra ar girvi ho re vihan ?
2 Niveret hec’h euz-te miziou ho dougerez,
Hag anaout a rez-te an amzer ma c’hanont ?
3 Plega a reont hag e reont ho re vihan,
Hag en em delivront euz ho foaniou ;
4 Ho re vihan a grenva, kreski a reont en er libr,
Mont a reont kwit ha na zistroent ken d’ho c’haout.
5 Piou hen deuz losket an azen guez er frankiz,
Ha piou hen deuz dizereet ereou al loen drouk ze,
6 Da behini em euz roet an ar-brad evit choumach,
Hag an douar zallet evit ti ?
7 C’hoarzin a ra euz trouz kear ;
Ne glev ket klemou an azener.
8 Redek a ra ar meneziou pere a zo he beuriou,
Klask a ra glazeur dre holl.
9 Fellout a ra d’ar bufl da zervicha ?
Ha tremen a ra hen an noz en tal da graou ?
10 Ha staga a rez-te ar bufl evit arat ?
Freuzet a ra hen da barkeier en eur heuil ac’hanout ?
11 En em fiziout a rez-te ennhan dre ma eo bras da nerz,
Ha dilezel a res-te da labour ?
12 Kounta a rez-te varnezhan evit dastum da c’hreun,
Hag evit he zastum var da leur ?
13 Askel an otruz a finv joaus ;
Ha pluen hag askel ar gerc’heiz eo ?
14 Nan, rag lezel a ra he uou var an douar,
Hag e laka ho gori gant ar boultren ;
15 Ankouez a ra hell eun troad ho mac’ha,
Eul loen euz ar parkeier ho zerri.
16 Kri eo en kenver he re vihan, evel pa na vijent ket he re.
He labour a zo vên, mes van ebet ne ra a gement se.
17 Rag Doue n’hen deuz ket roet ar furnez dezhi,
Na ken nebeut a skiant.
18 Pa en em sav ha pa sko gant he askellou,

464